Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Disamm degaset d'ar boan spered, d'an enkrez. Reiñ, degas frealz da ub. Kaout frealz digant ub. Goulenn frealz. Ar gwel eus ma c'herent a lakaas un tammig frealz da sevel ennon.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Flammañ a reas war lein ar grec’hienn-greiz, war vegel bro-Vanos ; ha skediñ e teñvalijenn an noz evit eurvad ha levenez an dud, frealz ha kennerzh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.56

"frealz" g.

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Consolation".

Skuizhus a-walc'h e veze 'ta ar vuhez bemdeziek en ur skouadrenn listri-brezel, hogen pebezh frealz pa zegouezhe dimp douariñ ur wech an amzer e porzhioù estren !

1954
Daveenn : VAZA p.127

Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».

1954
Daveenn : VAZA p.41

War-vete nebeut am bije displeget dirazañ Elle est morte ur wech ouzhpenn, met an dro-mañ, war a gredan, ne vije ket dezhañ ur frealz met kentoc’h ur rann-galon klevout ur fentigell he devoa graet berzh war al lestr ma ranke pellaat dioutañ da viken, o vezañ ma tlee chom hervez ma lavared à la disposition du Ministre : e gwirionez bezañ ur c’hozh louf-torchenn o hiraezhiñ e don ur burev bennak kent na vefe gallet e lakaat e-maez a garg kuit a dermal.

1954
Daveenn : VAZA p.113

Ha da skorañ ezhomm pa vo / Kristenien vat hor c'hornad-bro, / Ac'hano sioul, hep skignañ brud, / Ez eoc'h da reiñ frealz d'an dud.

1960
Daveenn : PETO p25

souezhet e voe avat o verzhout ar frealz bras a baras war zremm ar pennwaz, ha ken souezhet all o stadañ n'en doa ket evet un dakenn eus ar werennad win, a lezas en ur vont kuit.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Feiz, pegen kaer eo ar gêr-mañ; a-wechoù e kav din e teufe pep silvidigezh, pep frealz eus Roma hag eus Roma nemetken.

2012
Daveenn : ADULT p. 173

ar barradig kounnar-se a voe un doare frealz d'an Ao.Utterson.

2012
Daveenn : DJHMH p21

A-greiz-holl padal e santan ez eo ar c'houlz din, bremañ, da ziskuliañ dezhi ma diviz gant Gikas, marteze e roy un tamm frealz dezhi.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial