Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. [1850, 1877, 1931, 1985] Distruj bras, dizurzh vras. Lakaat, plantañ freuz en ur vro. Ober e freuz. Ne oa e pep lec'h nemet freuz ha reuz, ur spont ! Hadañ freuz ha reuz. [1877] Pa deuas an dispac’h da ober e freuz kentañ e Breizh e oa aet-mat dija war an oad. [1985] Ha ken gwazh freuz a oa bet graet ivez pelloc'h dre ma 'z aemp, gwez krenn a oa bet diskaret ha drailhet. HS. drast. & (gant ar gm. a.) E porzh ar palez e oa ur freuz hag un dispac'h ma ne oa gwelet biskoazh. 2. [1867, 2015] Tabut, dizemglev bras. Freuz zo bet etre an div gostezenn. [1867] Setu c'hoari ha freuz o tigeriñ ! [2015] Ar c'heloù fall ez eo eus freuz ha reuz ouzh hon gortoz. HS. reuz. 3. (dirak ur spizer prl.) [1931] Obererezh nullañ udb., kas udb. da get. Freuz-dimeziñ, freuz-eured. & Freuz-c'hoari : c'hoari nullet. & Freuz-dorn : fazi graet o reiñ ar c'hartoù. II. G. [1931] Takad zo bet freuzet. Hep an disterañ freuz en ho tilhad. HS. rog.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

freuz

1732
Référence : GReg pg breche (faite par violence)

freuzoù

1732
Référence : GReg pg breche (faite par violence)

freuz

1732
Référence : GReg pg breche (faite par violence)

freuzoù

1732
Référence : GReg pg breche (faite par violence)

freuz

1850
Référence : GON.II pg freûz

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek

1867
Référence : MGK p6

Pa vez freuz en ur vro, pep hini eus ar rumm dud-se a grog el lec’h ma c’hell, hep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, en un taol, an holl draoù da vezañ boutin...

1877
Référence : EKG.I. p.65

Mes pa vez diwar an dour, n’eus ket gwelloc’h kristen egetañ, rak neuze e lavar e bedennoù ganen-me ha gant va bugale, evel ma oa ar c’hiz da ober a-raok ma oa deuet ar person "intru" da ober kement a freuz dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.113

Pa deuas an dispac’h da ober e freuz kentañ e Breizh e oa aet-mat dija war an oad.

1877
Référence : EKG.I. p.9

En amzer-se, an dispac’h a rae freuz e Frañs ; ne zaleas ket d’en em skignañ e Breizh-Izel.

1878
Référence : EKG.II p.177

Paol a gontas deomp e oa tremenet dre Bloueskad, en dervezh a-raok, ur vandenn vras a soudarded, hag a rae freuz dre ma’z aent.

1878
Référence : EKG.II p.14

Pebezh dispac’h ha pebezh freuz a reas va zenn e-touez ar soudarded ! Lod anezho a chomas souezhet ha mantret ; lod all a bec’he hag a gomze a-dreuz hag a-hed ; holl e oant distroet war-zu al lec’h m’edon-me ennañ o klask gwelet an hini en doa tennet.

1878
Référence : EKG.II p.89

spontus eo ar freuz a zo en ti-se

1909
Référence : BROU p. 240 (il y a dans cette maison un vacarme effrayant)

freuz

1909
Référence : BROU p. 240 (démolition; se dit aussi pour tumulte, bagarre)

freuz-dimeziñ

1931
Référence : VALL pg annulation

freuz

1931
Référence : VALL pg annulation, (grand) bouleversement, brèche (dans un siège)

Tud a boell an dispac'herien / A zo hor gwashañ mac'herien / Dalc'hmat o klask prientiñ freuz / Ha skignañ gwalleurioù ha keuz ?

1960
Référence : PETO p18

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Référence : PETO p37

Ha ken gwazh freuz a oa bet graet ivez pelloc'h dre ma 'z aemp, gwez krenn a oa bet diskaret ha drailhet, e doare tapout an delioù a oa en o beg.

1985
Référence : DGBD p157

Ha da heul e vo feulster fizik memestra (en em vac'hagnañ, en em lazhañ, feulster er gêr, felliezh gant feulster...) ouzhpenn d'ar freuzoù kentañ.

2015
Référence : DISENT p62

A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.

2015
Référence : DISENT p62

Ar c'heloù fall ez eo eus freuz ha reuz ouzh hon gortoz.

2015
Référence : EHPEA p84

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux