1. (en egor ; gant ur verb a denn d'an dilec'hiañ)
War-du.
Dont da-geñver e wele. Redek a ra an holl d'he c'heñver.
DHS. etrezek, sa.
2. (en amzer ; db. an deiziadoù, ar mareoù pe an darvoudoù)
Termen a dalvez d'ober anv eus un degouezh.
Dont a reas d'ar gêr da-geñver gouelioù Nedeleg. Da-geñver hor bodadeg vloaz e vo aozet ur fest-noz. Da-geñver ar pardon.
EVEZH. : ne vez displeget an ar. da-geñver nemet pa vez ganti ar ster kentañ.
Référence :
VALL
pg (à l')anniversaire (de ce jour)
Skrivet am boa da-geñver Nedeleg ur mesaergan hanter vrezhonek hanter c'hallek ; mab henañ ar sakrist, merc'h ha mibien paotr al lizheroù, daou golist koshoc'h egeton, sed aze va c'hoarierien, hag an arvestourien, va c'herent ha re ar vugale all.
Skrivet am boa da geñver Nedeleg ur mesaergan hanter-vrezhonek hanter- c'hallek ; mab henañ ar sakrist, merc'h ha mibien paotr al lizheroù, daou golist koshoc'h egeton, sed aze va c'hoarierien, hag an arvestourien, va c'herent ha re ar vugale all.