Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Yezh romanek zo boaziet dh. e Frañs hag e darn eus Belgia, Kanada, Suis ha broioù zo eus Afrika. Komz, deskiñ, gouzout galleg. Lakaat ur skrid e galleg. Mont e galleg d'ub., ouzh ub. : komz er yezh-se outañ. & Trl. Galleg saout : galleg fall. Komz a rae ur meskaj galleg saout ha brezhoneg podoù. & Ul lastez galleg, ur stlabez galleg : galleg fall. Ragachat ur stlabez galleg saout. Dont a-benn da bakañ ur stlabez galleg bennak : da gomz ur stlabez galleg. 2. Termen a dalvez da aroueziñ un ober, un obererezh, ur garg dalc'het gant un den a denn d'ar yezh-se end-eeun. Ur geriadur galleg. Kentelioù galleg. Ur c'hlas galleg. Kelennerien c'halleg. Ober skol c'halleg. II. G. (ls. -où) Ur galleg : un doare da gomz, da ober gant ar yezh-se. Ar galleg ne vez ket komzet heñvel e pep lec'h, met er skolioù ne vez desket nemet ur galleg.

Exemples historiques : 
48
Masquer la liste des exemples

Doktrin ar gristenien kompozet gant an tad reverant Ledesme, jezuist. An holl aprouvet, gant an Aotrou a Roazhon. Ha translatet a c'halleg en brezhoneg, gant Tangi Gwegen, beleg hag organist, natif a Leon

1622
Référence : Do. p1

galleg

1659
Référence : LDJM.1 pg gallec

galleg

1732
Référence : GReg pg françoise (La langue Françoise), galimathias (langue françoise)

komz galleg, evel ur gazeg

1732
Référence : GReg pg écorcher (le François. burlesquement)

ar ger-se ned eo ket galleg, ned eo ket lavaret mat en galleg

1732
Référence : GReg pg (cette) diction (n'est pas françoise)

e galleg mat

1732
Référence : GReg pg françoise (En bon François, franchement.)

Ne ouzon nemeur a c'halleg.

1732
Référence : GReg pg françoise (Je ne sçais guerre de François.)

Ne onn nemeur a c'halleg.

1732
Référence : GReg pg françoise (Je ne sçais guerre de François.)

compset gallecq

1732
Référence : GReg pg françoise (Parler François, pp.)

komps galleg kozh

1732
Référence : GReg pg gaulois (Parler gaulois.)

ar galleg kozh

1732
Référence : GReg pg gaulois (Gaulois, le langage gaulois.)

ar galleg kozh

1732
Référence : GReg pg gaulois (Gaulois, le langage gaulois.)

galleg kozh

1732
Référence : GReg pg gaulois (Gaulois, le langage gaulois.)

komz galleg

1732
Référence : GReg pg françoise (Parler François.)

ar brezhoneg ned eo ket ul langaj peñseliet ha marellet, pe, graet eus a veur a hini all, e-c'hiz ar galleg, ar saozneg &. Hogen bez' ez eo ul langaj-vamm, pehini en deus anezhañ e-unan an darn-vuiañ eus e c'herioù, ha n'en deus kemeret nemet bihandra digant al langajoù all

1732
Référence : GReg pg breton (la langue Bretonne n'est pas une langue composée comme la Françoise, l'Angloise, &. mais une mere-langue, qui a la plûpart de les mots de son propre fond)

ar gallecq

1732
Référence : GReg pg françoise (La langue Françoise)

ar galleg a oar

1850
Référence : GON.II pg gallek

galleg

1850
Référence : GON.II pg gallek

komzit e galleg outañ

1850
Référence : GON.II pg gallek

galleg-Matiaz

1850
Référence : GON.II.HV pg gallek-Mathiaz

brezhoneg Leon ha galleg Gwened

1850
Référence : GON.II.HV pg Gwéned, Gwenned

galleg

1850
Référence : GON.II p.21, livre premier, "langue française".

C'hwi, ho tad ha me, a lenn ar galleg.

1850
Référence : GON.II p.65

Gwelet a reer war ar maez, e kêr, kalz krennbaotred, tud yaouank, o kuitaat skolioù ar c'hêrioù, kerkoulz hag [sic] skolioù ar vourc'hadennoù [sic], pere goude bezañ chomet pevar, pemp pe c'hwec'h vloaz er skol, ne gomprenont peuz netra eus ar pezh a lennont e galleg.

1865
Référence : MBF.to p. V.

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

« Hag an dra-se c'hoarvez, bremañ me wel ervat, / Dre na c'hwezin biken tamm ebet tiekaat / Gallout labourat douar a gave din a oa aes, / Ha ne oa ret da se nemet mont war ar maez, / Dre c'houzout ar galleg, d'ober skol da ezen ; / Ha padal, an ezen ra skol d'an aotrouien. »

1867
Référence : MGK p93-94

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

C’hwi, paotred yaouank an amzer zo bremañ, hoc’h eus kement a skiant war ho meno abalamour m’eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc’h lavaret "ya" ha "nann" e galleg, abalamour ma ouzoc’h mont aliesoc’h d’ar c’hafeoù eget da gofez, daoust ha c’hwi ho pije graet gwell eget na rae an dud yaouank eus va amzer-me, ne ouient, an darvuiañ, na skrivañ na lenn ?

1877
Référence : EKG.I. p.88

Edomp o vont a-biou Sante-Kroaz — e galleg Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort e fri, hag ul lagad luch en e benn.

1877
Référence : EKG.I. p.67

N’oa na galleg na brezhoneg ; evelato ne ouien ket mat a-walc’h c’hoazh petra a lavare.

1878
Référence : EKG.II p.46

Heb mouzhañ krenn ouzh ar galleg, dalc’homp bepred d’ar brezhoneg.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ur gir en galleg a lavaras ar mevel d’e vestr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1068 (Gwengolo 1924)

Aotrou Doue, Janedig, penaos e vezo graet, Pa rankfet mont en karroñs gant an dimezelled ? Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs.

1925
Référence : BILZ2 p.160

galleg

1927
Référence : Geri.Ern golo

galleg a deu gantañ leizh e c'henoù

1931
Référence : VALL pg (il a toujours du français à la) bouche

galleg a vez gantañ leizh e c'henoù

1931
Référence : VALL pg (il a toujours du français à la) bouche

An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.

1943
Référence : TNKN p11

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Référence : EURW.1 p18

Geriadur galleg-brezhoneg .. .. .. 1913

1944
Référence : EURW.1 p2

Din-me ma-unan e oa bet disket lenn galleg a-raok mont da skol ar bourk.

1944
Référence : EURW.1 p20

Koulskoude, Ar Roc'h ha me a dapas al lec'h kentañ en o grasoù mat abalamour ma oamp kolejianed, ec'h ouiemp kontañ marvailhoù e galleg flour, hag hor boa arc'hant da baeañ dezho madigoù.

1944
Référence : EURW.1 p47

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Komz a rae ar galleg gant pouez-mouezh kañfarded Montmartre, ha koulskoude, hennezh yaouank ne oa sur-mat na Parizian a ouenn, na zoken Gall.

1944
Référence : EURW.1 p.193

setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.4

Ya, kounnar zo ennomp, kounnar-ruz o klevet prezegennoù-beleien distaget e galleg fraezh evit kemenn deomp e oa ret saveteiñ hor yezh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

Ntchandi a oa e anv ; daoust ma ne oa ket ur paotr brav, em boa taolet evezh e oa gouest da gompren buan an traoù ; komz a rae galleg madik a-walc'h ha barrek e oa zoken da lenn un niverenn pe ul lizherenn bennak.

1985
Référence : DGBD p70

Note d'étude

Anv a ra Gregor Rostrenenn (1732) eus ar "galleg kozh" evit ar galianeg. Nebeut a dra a anavezed en XVIIIvet kd. diwar-bouez an darempredoù etre ar yezhoù. D'ar mare-te e weled ar galianeg evel orin ar galleg.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux