v.g.
1. Komz galleg.
Klevet ar vugale o c'hallegañ etrezo. Galleget e vo ouzhoc'h.
2. Dre ast.
Lavaret traoù n'eus ket a gompren dezho.
DHS. balbouzañ.
3. Dre zismeg
Lavaret traoù diboell.
Re vat on o selaou ar re-seo c'hallegañ. En em lakaat a rejont da c'hallegañ a-enep ar relijion.
DHS. alfoiñ, alteriñ.
4. Besteodiñ.
HS. gagiñ, gagouilhat, saoznegañ.
Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.
Galleg holl e veze disket d'ar « pennher » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezoneg, hag ar gliañted brezoneg nemetken, dre eun abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallega, nemet ha mezo e vije.
1944
Référence :
EURW.1
p18
An itron hag he mab a oar gallegañ reizh. Goude, lakizien a hent ac’hanomp d’hor c’hambroù. Me am eus unan goant-tre, ur prenestr o skeiñ war ar park, eben war borzh ar marchosioù. Klevout a ran ac’hano mouezhioù ar vevelien o « vrezhonegañ » herrañ ma c’hellont.
An Itron hag he mab a oar gallega reiz. Goude, lakizien a hent ac’hanomp d’hor c’hambrou. Me am eus unan goant-tre, eur prenestr o skei war ar park, eben war borz ar marchosiou. Klevout a ran ac’hano moueziou ar vevelien o « vrezonega » herra ma c’hellont.