Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. 1. Obererezh gelver gant ar vouezh evit lakaat da zont. Ar galv da bediñ. & (db. al loened) Garm-c'halv : galvadenn. 2. Ent strizh Obererezh envel a vouezh uhel perzhidi ur vodadeg an eil war-lerc'h egile. Hastomp, emeur o vont d'ober ar galv. Klevet a ran galv din. B. 1. Obererezh gelver war-bouez udb. all estreget ar vouezh - pedadenn dre skrid, son, h.a. Galv ar c'horn-boud, korn-boud ar galv. Galv d'ar brezel, d'an emgann. Galv d'en em vodañ. Galv-diwall : galv d'an evezh. & GALV DA (OBER UDB.) : pedadenn, atiz d'ober an dra-se. Galv da votiñ. & Paper-galv, skrid-galv : paperenn (voull) a c'halv an dud da vanifestiñ, da sevel krog ub., udb. Resevet em eus ur paper-galv. Sinañ ur skrid-galv. & Kloc'h-galv : kloc'h a dalvez da c'helver an dud. 2. Relij. Galv ar c'hleier : trouz kleier a c'halv ar feizidi d'an oferenn. & Kloc'h-galv : trouz kleier evit gelver. Ober kloc'h-galv evel evit ar badeziantoù. C. GWIR Obererezh en em erbediñ ouzh ul lez-varn, ouzh ur barner all uheloc'h a-benn distreiñ war ur varnedigezh. Teuler galv, ober galv. Galv da derriñ barn. Galv da drugarez*. Ur varnedigezh hep galv. Hep galv eo ar varn. Galv a vo. II. G. GWIR Distro war ur varnedigezh. Ar galvoù dirak al lez-varn.

Exemples historiques : 
28
Masquer la liste des exemples

hep galv

1732
Référence : GReg pg appel

galv eus al lez da un all, eus a ur parlamant da egile, eus a ur gambr da eben

1732
Référence : GReg pg évocation (appel d'une Jurisdiction d'une autre)

ur setañs hep galv

1732
Référence : GReg pg (une sentence) définitive

galv

1732
Référence : GReg pg appel

kas ur gaoz dre c'halv, en ul lez all

1732
Référence : GReg pg evoquer (renvoïer une cause à d'autres juges)

ar galv eus an diaouloù dre chalmoù an sorserien

1732
Référence : GReg pg evocation (appel des démons)

galvoù

1732
Référence : GReg pg appel

hep galv eo ar varn-se

1850
Référence : GON.II pg galv

ne c'halv

1850
Référence : GON.II p.8, introduction ; "il n'appelle".

galv

1850
Référence : GON.II pg galv, gervel

ar c'hloc'h galv

1909
Référence : BROU p. 241 (la cloche d'appel)

galv

1909
Référence : BROU p. 241 (appel)

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

Ha ne [z]oujez ket ar marv ? — Penaos hen doujfen ? eme ar paotr yaouank. Dalc’hmat en-dro deomp, dare da zont d’hor galv, d’hor gwaskediñ gant e skoed, ha n’eo ket eñ hor breur, hor c’heneil, hor c’hile ?

1924
Référence : SKET.II p.44

korn galv

1931
Référence : VALL pg avertisseur

kloc'h-galv

1931
Référence : VALL pg (cloche d')alarme

galv d'ar brezel

1931
Référence : VALL pg appel (aux armes)

galv d'an evezh

1931
Référence : VALL pg (signal d')alarme

galv d'an emgann

1931
Référence : VALL pg appel (aux armes)

galv d'an armoù

1931
Référence : VALL pg alarme (aux armes)

galv

1931
Référence : VALL pg appel (& en justice)

Ac’hanta, selaouet e voe galv an aotrou Vallée.

1944
Référence : EURW.1 p.106

Hag eñ, n'eo ket ar breur Celestino e oa. Gouzout a rae ober fae war galvoù ar c'hig. Eñ a oa anezhañ ur penn yen.

1949
Référence : SIZH p.49

Deoc'h ra blijo galv ar bedenn / ' Gas e c'harm eus ar c'houeledenn / M'en em zifret enni gwastet / Gant an heug en deus e fastet.

1960
Référence : PETO p83

Pa darzhas skiltr galv ar gaouenn, / Ma c'halon daer ' dridas laouen, / Kerkent ha deut d'am c'hlask, un deiz, / Seder ez is gant paotred Breizh.

1960
Référence : PETO p60

Gant an noz e tihun ar c'hoad-se, ken sioul peurvuiañ : galvoù loened, skrilhadeg ar sigalenned hag ar pederezed, krignaded ar merien-gwenn o valañ ar c'hefioù kozh.

1985
Référence : DGBD p37

Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.

2012
Référence : DJHMH p10

Ar c'hevredad Global Internet Systems a vez fiziet ennañ ez kefridiel, dre berzh ho liammoù gant ar strollad er galloud, ar raktresoù rouedadoù ha meziantoù arc'hantusañ evit an ospitalioù, ar maodiernezhoù hag an Embregerezhioù Hag Aozadurioù Foran, dre debarzhadur eeun, hep galv da ginnigoù.

2015
Référence : EHPEA p131

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux