touet e gaou
gaou
ober gaou
e gaou
gevier rebechet
gaou a livirit
meur a c'haou
gaou
ober gaou
gaou
gevier
geier
lavarout gaou
lavarout gevier
gaou
gevier
Marteze e kav deoc’h n’em eus graet, betek-henn, nemet lavaret gevier en ur zisklêriañ deoc’h an traoù diskiant ha kriz a rae ar republikaned en eskopti Treger, rak lavaret a reot din : Mard eo brav kontañ gevier pa deuer a-bell, eo ker brav kontañ gevier diwar-benn ar pezh zo c’hoarvezet a-bell zo.
Rak, evitañ da vezañ graet mat e zever o vevañ hag oc’h evañ diwar-goust e nesañ, hep paeañ gwenneg, e kave dezhañ e vije deuet gwelloc’h d’e jeneral Canclaux, hag e savje buanoc’h e karg, mar gellje kas dezhañ ur beleg bennak hag a vije tamallet, e gwir pe e gaou, an dra-se ne rae netra, da lakaat ar goueriaded d’en em sevel a enep ar Republik.
geier
mont e gaou
tamall e gaou
Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros.
Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlennent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer.
Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.
Betek-hen n’o deus ket kontet na Job na Lom gaou ebet er pennad-mañ.
« Allo ! allo ! ["Alo ! alo !"] a-walc’h a c’hevier ! En noz-mañ me a zo bet en ho kambr ha ne oa den ebet e-barzh ar gwele. »
« C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. » — « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »
An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.
Kentañ pec'hed hoc'h eus graet : laerezh, laerezh en ur ober gaou ouzh ho nesañ.
Gaou e-leizh o genou a lavare tud Paris [Pariz] war ar c’hraf-se ; gallet en divije ar C’hleber derc’hel da vordeiñ dek vloaz ouzhpenn gant ur gignadenn ken dister (1).
N’eo ket gevier e fiche Toto.
Marteze a-walc’h ! marteze ne oa ket o kontañ gevier, met n’eus forzh, ne oan ket troet da hadañ kerse war-zigarez ober plijadur d’am c’herent, bev pe varv.
Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »
Furoc'h ' ve tevel ha paouez / Da baska seurt gevier, maouez.
Ur wech ouzhpenn hon eus klevet kaozioù toull ha gevier gros digant begoù brammerien Baris.
Eus an holl vorianed am eus bet da ober ganto, ez eo eñ sur-mat am eus kavet an hini dic'houestañ da livañ gevier.
Dizonet e oan bet da vihanañ ouzh ar pistachez rostet hag a oa bet lakaet war an daol da c'hortoz koan, hag a damallen dezho, e gaou marteze, an droug a oa c'hoarvezet ganin.
War-se n'emañ ket ar gaou gantañ penn-da-benn.
Ar gevredigezh - ar gevredigezh sevenaet da nebeutañ - ne vez ket douget da reiñ kred d'ar pezh a c'hellfe ober gaou d'ar re a zo pinvidik ha boemus war un dro.
Arru eo skuizh leizh a gazetennerien gant ar geusterenn a rankont servijout d'al laeron, d'ar bolitikourien a lavar gaou, d'ar pennoù-industriezh vrein ha d'ar saotrerien, ha kement zo... a implij ar gazetennerien evit ober brud evite o-unan peotramant evit o ensavadur.
Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
Kompren a rit peseurt gaou a ra ouzh briegezh ar Stad hag ar vro ?
Ho terc'hel dindan evezh a zo da gentañ un tu da glask ho lakaat da blegañ o lezel ac'hanoc'h e-barzh ur gell -hep levr ebet met gant tud all a-wechoù- hoc'h-unan-penn da ribotat an titouroù ankenius hag a zo bet roet deoc'h gant ar boliserien -hag o deus gallet lâret gaou-.
Evit ar vojenn-se da vezañ faltazius ken-ha-ken, ha bet savet dreist pep tra evit ezhommoù politikel da vare an Duked, e tiskouez splann e oa chomet bev hengoun Ilias Homeros betek penn pellañ kornôg Europa hag e-kreizig-kreiz ur Grennamzer gwallvrudet, e gaou, evit bezañ marevezh an dud dizesk ha gouez.
N'eo ket aze emañ an dalc'h, eme gKathrine,livet en doa gevier dezhi, a-hed an amzer.
Chom sioul 'ta ! a respontan. Ne ra ket gaou dit el lec'h m'emañ.