Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Ober poan galon da ub. Ar c'heloù-se a c'hlac'haro kalz a dud. Arabat glac'hariñ da vamm. HS. ankeniañ, doaniañ, mantrañ. 2. Dre skeud. Gwastañ. Glac'haret o deus o fark o werzhañ an tamm gwellañ anezhañ. Glac'haret e vo an eost gant an amzer fall. 3. Rivinañ. Gant ar brezelioù e vez pinvidikaet lod ha glac'haret darn all. II. V.g. Nec'hiñ. C'hwi a ra din glac'hariñ. Petra 'dalv glac'hariñ.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

glac'hariñ

1659
Référence : LDJM.1 pg glac'hari

glac'hariñ ur re

1732
Référence : GReg pg (causer de la) douleur (de l'affliction d'esprit à quelqu'un)

glac'hariñ

1732
Référence : GReg pg affliger

glac'haret

1732
Référence : GReg pg affliger

en em c'hlarariñ

1850
Référence : GON.II pg glac'hari

glac'hariñ

1850
Référence : GON.II pg glac'hari, chifa, trubula

glac'haret

1850
Référence : GON.II pg glac'hari

ar c'heloù-se a c'hlararo kalz a dud

1850
Référence : GON.II pg glac'hari

Perak 'ta am anvit-hu Noemi, me pehini en deus an Aotrou Hollc'halloudek mezhekaet ha glac'haret ?

1850
Référence : GON.II.HV p.100, Buez Ruth.

Va gwreg, tud va zi ha me a r[ay] gwellañ ma c’hellimp evit reiñ deoc’h boued da zibriñ ha golo da guzhet ac’hanoc’h, a-enep an dispac’herien a c’hlac’har hor bro.

1877
Référence : EKG.I. p.46

Soñjit, Loull ar Bouc’h, mar gellit, En droug a rit e Plouared : Saotriñ an holl Sakramañchoù, Ha glac’hariñ an eneoù.

1877
Référence : EKG.I. p.103

Ar gwel eus an traoù-se a c’hlac’hare hor c’halon, ha ne zalejomp ket pell el lec’h m’oamp en em gannet ker kalonek dioc’h ar mintin.

1878
Référence : EKG.II p.2

glac'hariñ

1931
Référence : VALL pg affliger, attrister, (s')attrister

Pedavare, Gwerc'hez Vari, / ' Teuio [kalon ar vatezh] gwirion da c'hlac'hariñ ?

1960
Référence : PETO p81

Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.

1960
Référence : PETO p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux