I.
V.k.e.
1. Ober poan galon da ub.
Ar c'heloù-se a c'hlac'haro kalz a dud. Arabat glac'hariñ da vamm.
HS. ankeniañ, doaniañ, mantrañ.
2. Dre skeud.
Gwastañ.
Glac'haret o deus o fark o werzhañ an tamm gwellañ anezhañ. Glac'haret e vo an eost gant an amzer fall.
3. Rivinañ.
Gant ar brezelioù e vez pinvidikaet lod ha glac'haret darn all.
II.
V.g.
Nec'hiñ.
C'hwi a ra din glac'hariñ. Petra 'dalv glac'hariñ.
Daveenn :
GReg
pg (causer de la) douleur (de l'affliction d'esprit à quelqu'un)
glac'hariñ
glac'hari
1732
Daveenn :
GReg
pg affliger
glac'haret
1732
Daveenn :
GReg
pg affliger
en em c'hlarariñ
en em c'hlac'hari
1850
Daveenn :
GON.II
pg glac'hari
glac'hariñ
glac'hari
1850
Daveenn :
GON.II
pg glac'hari, chifa, trubula
glac'haret
1850
Daveenn :
GON.II
pg glac'hari
ar c'heloù-se a c'hlararo kalz a dud
ar c'hélou-zé a c'hlararô kalz a dûd
1850
Daveenn :
GON.II
pg glac'hari
Perak 'ta am anvit-hu Noemi, me pehini en deus an Aotrou Hollc'halloudek mezhekaet ha glac'haret ?
Pérâg 'ta am hanvit-hu Noémi, mé péhini en deûz ann Aotrou Holl-C'halloudek mézékéed ha glac'haret ?
1850
Daveenn :
GON.II.HV
p.100, Buez Ruth.
Va gwreg, tud va zi ha me a r[ay] gwellañ ma c’hellimp evit reiñ deoc’h boued da zibriñ ha golo da guzhet ac’hanoc’h, a-enep an dispac’herien a c’hlac’har hor bro.
Va grek, tud va zi ha me a rei guella ma c’hellimp evit rei d’ehoc’h boued da zibri ha golo da guzet ac’hanoc’h, a enep an dispac’herien a c’hlac’har hor bro.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.46
Soñjit, Loull ar Bouc’h, mar gellit, En droug a rit e Plouared : Saotriñ an holl Sakramañchoù, Ha glac’hariñ an eneoù.
Sonjit, Loull ar Bouc’h, mar gellet, Enn drouk a rit e Plouaret : Saotri an oll Sakramanchou, Ha glac’hari an eneou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.103
Ar gwel eus an traoù-se a c’hlac’hare hor c’halon, ha ne zalejomp ket pell el lec’h m’oamp en em gannet ker kalonek dioc’h ar mintin.
Ar guel euz an traou-ze a c’hlac’hare hor c’haloun, ha ne zalejomp ket pell el leac’h m’oamp en em gannet ker kalounek dioc’h ar mintin.
Pedavare, Gwerc'hez Vari, / ' Teuio [kalon ar vatezh] gwirion da c'hlac'hariñ ?
Pe da vare, Gwerc'hez Vari, / ' Teuio gwirion da c'hlac'hari ?
1960
Daveenn :
PETO
p81
Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.
Eur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouz tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall-ardou ar bed.