Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A zegas glac'har. Keloù glac'harus marv e dad. Glac'harus eo e stad. HS. ankenius, doanius, mantrus. 2. Trist, kañvaouus. Ur vouezh c'hlac'harus.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

glac'harusañ

1732
Daveenn : GReg pg affligeant

glac'harus

1732
Daveenn : GReg pg affligeant, douloureux (qui cause de l'affliction)

glac'harus

1732
Daveenn : GReg pg affligeant

glac'harusañ

1732
Daveenn : GReg pg affligeant

glac'harusoc'h

1732
Daveenn : GReg pg affligeant

glac'harus-bras eo e gleñved

1850
Daveenn : GON.II pg glac'haruz

glac'harus

1850
Daveenn : GON.II pg glac'haruz, chifuz, trubuluz

Un dervezh, dervezh glac’harus ! e tigouezhas e kêr Lambal, soudarded a gostez an Normandi hag o doa klevet en o bro hanv eus a gouent Sant-A[l]bin, rak brudet [e] oa a-bell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

En em lakaat a rejont gant ar re all da gleuzañ bezioù ; ha pa voe achu al labour glac’harus-se, pep hini, an daeloù en e zaoulagad, a zistroas d’e gêr, hep lavaret ger ebet an eil ouc’h egile ; re garget a c’hlac’har oa ar c’halonoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

Keleier glac’harus e oa an traoù-se da glevet.

1878
Daveenn : EKG.II p.81

Hanter-leuniañ ne rejont ken ; a-walc’h dezho e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het evañ, a welas o treiñ kerkent doare he div c’hoar. Mantrusat, glac’harusat dezhi ! div verc’h e voe hag int estren dezhi ha dianav a welas o tihuniñ hag o prezeg dirazi.

1923
Daveenn : SKET p.103

Glac’harusoc’h c’hoazh leñv ar vamm gevet gant ar gouennoù fall eget hini ar verc’h e-kreiz he gouelec’h, eme an doue.

1924
Daveenn : SKET.II p.62

Evurus Izabel da ober plijadur dezhe ha d’o bugale vihan, soñj mat dezhi en deizioù glac’harus he devoa gwechall gouzañvet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Poanius ha glac'harus oa din kimiadiñ diouzh bro va c'havell, dreist-holl, pa garen-hi kement evel ma kar ur bugel e vamm.

1929
Daveenn : SVBV p.13

glac'harus

1931
Daveenn : VALL pg affligeant, attristant

Pa vezen ma-unan, an dristidigezh am broude hag am lakae da sevel gwerzioù ha sonioù, ar peurvuiañ anezho glac'harus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus, ha nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe, a lak a sevel ennomp ur from hag un trivliad a sko eeun-tenn d'hor c'halon ha d'hor spered en desped d'an daou vil hag eizh kant vloaz tremenet abaoe ar mare ma savas Homeros e varzhoneg !

2016
Daveenn : ILIAS p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial