Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Santad a zoan, poan-spered don a zeu diwar un darvoud resis prl. Bezañ e glac'har. Bezañ mantret, rannet e galon gant ar glac'har, diwar c'hlac'har. Bezañ pleget dindan ar glac'har. • En em leuskel da vont gant ar glac'har. Mervel gant ar glac'har. • Glac'har a gouezhas war e galon. Glac'har bras zo. Magañ e c'hlac'har. Ur vro a c'hlac'har. Aketus e oant bet ouzh glac'har hag enkrez an intañvez. [1878] Holl e kave deomp e soñje en dud a yoa marvet e Kergidu, ha, mard oa gwir an dra-se, komz dezhañ a gement-se, e oa neveziñ e boan hag e c’hlac’har. [1954] [...] ur bourd kriz, un taol-yud a-berzh an Ankou na dremen ket alies hep deskiñ dimp ez eo mestr d’ober e-giz ma kar evit ma vo trenkoc’h hon anken ha c’hwervoc’h hon glac’har. [1954] Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall [...]. 2. Trl. Kaout glac'har d'ub., d'udb. : bezañ en diouer anezhañ, kaout keuz d'an den-se, d'an dra-se. Glac'har a-walc'h am eus da'm fried. Glac'har o deus bremañ d'o gwalloberoù. & Trl. Gant glac'har : gant keuz, a-enep e youl. HS. enkrez, kalonad, morc'hed. B. (en e furm vihanaat) 1. Dre skeud. Boutailhad pe vanne hini kreñv a servijer d'an dud a-raok kimiadiñ diouto. Diskargañ ar glac'harig da evañ. Diskenn ur banne glac'harig. 2. Trl. C'hoari gant glac'harig : bevañ en dienez, hep aezamant. II. G. A. 1. Doare glac'har. Ur glac'har bras. 2. Darvoud glac'harus. Sell aze ur glac'har da vamm ar paourkaezh paotrig ! [1954] Ne oa ket Soaz-Sapeur evit klevout komz eus touseged, ha lazhañ a reas raktal va faour-kaezh « evn », kaer am boe pediñ hag aspediñ. Sed aze ar c'hentañ glac'har em buhez ! B. Dre ast. Taol noazus, rivin. Ar c'holloù kezeg a oa ur glac'har evit ar gouerien gwechall.

Skouerioù istorel : 
66
Kuzhat roll ar skouerioù

5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ?

1622
Daveenn : Do. p.66

9. Feunteun mamm Jezu a druez, / Grit din ha maz vizin ivez / Partisipant dre garantez / En hoz klac'har dre drugarez

1622
Daveenn : Do. p61

Grit din [Mari] plaen dougen testeni / A'n poanioù, allas, ha'n c'hastiz / En devoe Doue, hon gwir Roue-ni, / Hag a'n glac'har e Kalvari.

1622
Daveenn : Do. p63

4. Bras voa ar boan hag an anui / Hag ar glac'har a'n goar Mari, / Pan welas, allas, ar c'hastiz, / He mab[,] hor c'har[,] e Kalvari.

1622
Daveenn : Do. p60

kaout glac'har

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) repentir

glac'har

1659
Daveenn : LDJM.1 pg contrition, regret

Mamm santel, Feunteun a Vuhez, / Grit din-me, dre ho karantez, / Partisipañ en ho poanioù, / En ho klac'har, en ho taeroù.

1677
Daveenn : Do. p67

glac'har

1732
Daveenn : GReg pg affliction

gant glac'har bras

1732
Daveenn : GReg pg amerement

glac'har dibarfet eus e bec'hejoù

1732
Daveenn : GReg pg affliction, amertume, attrition (contrition imparfaite)

glac'haroù

1732
Daveenn : GReg pg affliction

hanter varv eo gant ar glac'har

1732
Daveenn : GReg pg accabler

mantret eo he c'halon gant glac'har

1732
Daveenn : GReg pg accabler

sant Pêr a ouelas e bec'hed gant ur glac'har bras

1732
Daveenn : GReg pg amerement

glac'har gwirion

1732
Daveenn : GReg pg brisées (brisement de coeur, componction)

kaouad glac'har

1732
Daveenn : GReg pg (plein le) coeur (de douleur)

kaouajoù glac'har

1732
Daveenn : GReg pg (plein le) coeur

kalonad vras a c'hlac'har

1732
Daveenn : GReg pg (creve-) coeur (grand déplaisir)

barr ar glac'har

1732
Daveenn : GReg pg comble (de douleur)

leuniañ a enor, a joa, a vadoù, a c'hlac'har

1732
Daveenn : GReg pg combler (d'honneur, de joïe, de biens, de douleur)

glac'har gwirion eus e bec'hedoù

1732
Daveenn : GReg pg componction (terme de Théologie)

gwir glac'har

1732
Daveenn : GReg pg contrition (veritable douleur d'un penitent)

glac'har parfet

1732
Daveenn : GReg pg contrition (veritable douleur d'un penitent)

kaout ur c'hlac'har parfet

1732
Daveenn : GReg pg (avoir la) contrition

kaout e galon mantret gant glac'har da vezañ pec'het

1732
Daveenn : GReg pg (avoir la) contrition

ober alies aktoù a c'hlac'har parfet

1732
Daveenn : GReg pg (faire souvent des actes de) contrition

glachar [sic]

1732
Daveenn : GReg pg douleur (affliction d'esprit)

mantret eo va c'halon gant ar glac'har

1732
Daveenn : GReg pg (j'ai le coeur penetré de) douleur

kaout nec'hamant, nec'h, enkrez, mantr, glac'har

1732
Daveenn : GReg pg (avoir de la) douleur

karget a c'hlac'har

1732
Daveenn : GReg pg (accablé de) douleur

gant glac'har

1732
Daveenn : GReg pg (avec) douleur

ober alies aktuioù a c'hlac'har parfet

1732
Daveenn : GReg pg contrition (faire souvent des actes de contrition)

E vuhez a zo leun a c'hlac'har.

1850
Daveenn : GON.II pg leûn (sa vie est remplie de tristesse, de chagrin).

kalounad c'hlac'har

1850
Daveenn : GON.II pg kalounad

glac'har

1850
Daveenn : GON.II pg glac'har, chîf, trubul

Ur c'hlac'har bras eo evitañ.

1850
Daveenn : GON.II pg glac'har (c'est une grande affliction pour lui).

Glac'har [a]m eus eus ar pezh [a]m eus lavaret.

1850
Daveenn : GON.II pg glac'har (j'ai regret, j'ai repentir de ce que j'ai dit).

glac'har gan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg glac'har-gân (élégie).

Na rit ket an dra-se, va merc'hed : rak ho klac'har a wask re war va c'halon, ha dorn an Aotrou a zo savet warnon.

1850
Daveenn : GON.II p.99, Buez Ruth

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Daveenn : MGK p14

Karet, bezañ karet a zo war an douar / Ur Baradoz atav, pa vez poan ha glac'har.

1867
Daveenn : MGK p50

Ned an ket da esa kontañ deoc’h ar glac’har en devoe an Aotrou de la Marche o kuitaat e eskopti ha tud ker kalonek, evel ar re a yoa en dro dezhañ... Nann, rak ne c’helfen ket hen ober...

1877
Daveenn : EKG.I. p.23

En em lakaat a rejont gant ar re all da gleuzañ bezioù ; ha pa voe achu al labour glac’harus-se, pep hini, an daeloù en e zaoulagad, a zistroas d’e gêr, hep lavaret ger ebet an eil ouc’h egile ; re garget a c’hlac’har oa ar c’halonoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

An dorioù hag ar prenestroù a voe serret war bep ti ; ar gwel hepken eus a soudarded ar Republik, a rae poan ha glac’har d’ar galon.

1878
Daveenn : EKG.II p.213

Holl e kave deomp e soñje en dud a yoa marvet e Kergidu, ha, mard oa gwir an dra-se, komz dezhañ a gement-se, e oa neveziñ e boan hag e c’hlac’har.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

Diskiantez, emezañ, a gred leuskel gourdrouzoù gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzhit, diboellet ma ’z out gant ar garantez hag ar glac’har.

1923
Daveenn : SKET p.112

N’oa ket d’ar gerent ha d’ar geneiled anezho tañva glac’har ouzh o ledañ en o geler-zerv e-touez barroù teñval an ivinenn beurbad (3). »

1923
Daveenn : SKET p.69

Ra zeuio ar glac’har da buchañ ouzh da oaled, ar gasoni hag an dizunvaniezh da strewiñ o gwele ha da brejañ ez ti !

1923
Daveenn : SKET p.84

He c’hoarezed, avat, a gavas diviet-holl gant ar glac’har hag ar veilhadenn m’oant o paouez ren.

1923
Daveenn : SKET p.110

En deiz-se, trubuilh ha glac’har en tiig : ur plac’h, ar vamm, war ar varvskaon ; ur bugelig en e gavell, emzivad an deiz kentañ eus e vuhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("tiig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ar paourkaezh Marc’harid, pleget dindan ar glac’har, a zistroas war he c’hiz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Vindosêtlos a gerzhas betek Moridunon, skañv e bicheradig en e zorn kreñv, pounner, avat, e galon ha morennet-holl e ene a c’hlac’har.

1924
Daveenn : SKET.II p.36

Keuz da Vilzig d’e vamm-gozh, ha dourek e ouelas ; bugelig a oa, hag ar c’heuz, ar glac’har abred a sil a-dreuz eñvor ar vugale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

An amezeien, aketus eus glac’har hag enkrez an intañvez, a deue d’he c’hlemm, d’he c’huzuliañ, d’he aliañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.813 (Genver 1924)

— Na pebezh glac’har ! na pebezh spont, va Jezuz !

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

glac'har

1931
Daveenn : VALL pg affliction

Ger a zizesper, a c'hlac'har, / A zienez hag a spouron

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

— « Ya! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »

1944
Daveenn : ATST p.23

Ne oa ket Soaz-Sapeur evit klevout komz eus touseged, ha lazhañ a reas raktal va faour-kaezh « evn », kaer am [sic] boe pediñ hag aspediñ. Sed aze ar c'hentañ glac'har em buhez !

1954
Daveenn : VAZA p.14

Siwazh, ne oa gwellaenn ar Yaou netra nemet « frankadenn ar marv » hervez ma lavarer em c’horn-bro, ur bourd kriz, un taol-yud a-berzh an Ankou na dremen ket alies hep deskiñ dimp ez eo mestr d’ober e-giz ma kar evit ma vo trenkoc’h hon anken ha c’hwervoc’h hon glac’har.

1954
Daveenn : VAZA p.43-44

Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».

1954
Daveenn : VAZA p.49

Diskouez a rae ’ta Daniz n’o devoa ket c’hoazh ankounac’haet glac’har o zadoù er bloavezh 1870, pa glevjont e oa bet trec’het soudarded Bro-C’hall e kêr Sedan, hag an deiz warlerc’h [war-lerc'h] bez’ oa ur vevenn du-kañv en dro d’ar c’helaouennoù ma’z oa moulet warno ar c’heloù mantrus-se.

1954
Daveenn : VAZA p.156

Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.

1955
Daveenn : VBRU p.2

Eñvor, mar plij, ho pet ouzhpenn / Eus tud ma zi e glac'har tenn, / Rak, en dienez bet' ar strad, / Hepdon reuzeudik 've o stad...

1960
Daveenn : PETO p53

Din e fazi oferennoù, / Keuz ha glac'har ha pedennoù, / N'eo ket fistilh kozh strouilhenned !

1960
Daveenn : PETO p65

P'am eus echu ma c'hefridi, / Pa ne sentit ouzh ma c'huzul, / Pa n'ho spont an emsavidi / Ha, d'ho klac'har, pa n'eus muzul, / Diouzhoc'h 'ta, 'n ur huanadiñ, / Ez an bremañ da gimiadiñ.

1960
Daveenn : PETO p63

Ofis publik ar brezhoneg