Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Trist, dezhañ poan galon, poan spered. Ur vamm glac'haret. Ur galon glac'haret. [1878] Nec’het e oamp hon-unan o welet hor mestr glac’haret hag ankeniet. 2. Dre skeud. Rivinet. Mar krogfe an tan en hon ti e vefemp glac'haret. Abaoe ma'z eo manket ar sardin ez eo glac'haret an dud.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

glac'haret-terrupl eo

1732
Daveenn : GReg pg accabler

En o zouez, da gentel, ez an da gemeret / Ur gwaz glac'haret-holl da vezañ dimezet.

1867
Daveenn : MGK p74

Lavaret deoc’h peger glac’haret e voe ar chouanted da vezañ aet a-biou d’o zaol, n'eo ket aes. Kounnariñ a raent...

1877
Daveenn : EKG.I. p.122

An Aotrou de la Marche a voe glac’haret, mes ne dec’has ket : re a ziegi en doa o tilezer e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Galvit ar c’hras, hag ho po-hi / Jezuz-Krist ne zinac’h hini, / Pa vez trugarez goulennet / Gant ur galon gwir glac’haret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.106

Kontañ a reas dezhañ ar pezh a yoa c’hoarvezet e Lanzeon. Yann ar Mest a voe glac’haret-meurbet o klevet an traoù-se, rak en em zaremprediñ kalz a raent, Paol Inizan hag eñ, dreist-holl abaoe ma rae an dispac’herien kement a zroug er vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.60

Nec’het e oamp hon-unan o welet hor mestr glac’haret hag ankeniet.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

— Doue ho sikouro, Izabel !… Ne zilez ket e vugel reuzeudik : skuilhañ a ra e vadelezh war e grouadur glac’haret… Doujit d’e youl, Izabel… Pedit anezhañ da reiñ deoc’h e skoazell…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Kamula a zigouezhas dezhi bezañ glac’haret-bras pa voe deut ar bugel d’e vloaz leun.

1924
Daveenn : SKET.II p.7

glac'haret

1931
Daveenn : VALL pg attristé

Job ha Lom a antreas en ti, goustad, evel ma vijent bet glac’haret-kenañ.

1944
Daveenn : ATST p.29

Hogen, war a welan, keuz d'ho torfed hoc'h eus, / Glac'haret oc'h gantañ, mantret ha leun a euzh.

1960
Daveenn : PETO p48

Hektor, diwaller e bobl hag e geoded, o vont d'ar marv en ur gimiadiñ kalonek diouzh Andromakes C'hoarzhus he daeloù hag Athena, hag Apolon, ha Thetis mamm Akilleüs, ha Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial