I.
V.k.e.
1. Lakaat (udb.) da vezañ gleb.
Deuet e oa an daeroù da c'hlebiañ ma daoulagad.
&
Trl. pemdez
Glebiañ e gorzhailhenn : evañ ur banne.
2. Yezhon. (db. kensonennoù zo)
Echuiñ da zistagañ ur soniad dre deuler ur [j], o tostaat an teod d'ar staoñ.
Glebiañ ar gensonenn "k", ar gensonenn "g".
II.
V.g.
Dont da vezañ gleb.
Na laoskit ket an dilhad da c'hlebiañ er-maez.
EVEZH. : Distagañ a reer ar furm gleb (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['glɛpj].
A-raok diskenn e kuzhis mat va fuzuilh, va boledoù ha va foultr e-mesk al lann, rak aon am boa d’o glebiañ.
Araok diskenn e kuziz mad va fuzil, va boledou ha va foultr e mesk all ann [sic], rak aoun am boa d’ho glepia.
1878
Référence :
EKG.II
p.23
n'eus ket a be dra da c'hlebiañ an teod
n'oez ket a be dra da c'hlibya an teod
1909
Référence :
BROU
p. 407 (il n'y pas de quoi se mouiller la langue)
O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.
O veza ma ’z eo douriou lenn an Heol peuz-disal, e tiskenn koadou ar vro gant dinaou sounn ar pantennou tre beteg an traez, ken e teu, d’al lanvez, an tonnou-mor da c’hlebia ar wriziennou anezo.
1923
Référence :
SKET
p.94
Pokat-dibokat dezhañ a eure hag e c’hlebiañ gant he daeroù.
Pokat-dibokat d’ezan a eure hag e c’hlebia gant he daerou.
1924
Référence :
SKET.II
p.13
Ruz-flamm an tornaodoù maen kalet anezhi, na baouez ket an tonnoù-mor a skei gant o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn.
Ruz-flamm an tornaodou maen kalet anezi, na baouez ket an tonnou-mor a skei gand o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn.
1924
Référence :
SKET.II
p.75
Hag evit kuzhet an tammig krenidienn galon a c’hlebie e zaoulagad, Saig a c’hrozmolas : « Bilzig, na goll ket an nord ! », hag e chik gant un taol teod eus e jod dehou en em gavas peg eus e hini kleiz. Ur grañchadenn.
Hag evit kuzet an tammig krenidienn galon a c’hlebie e zaoulagad, Saïg a c’hrozmolas : « Bilzig, na goll ket an nord ! », hag e chik gant eun tôl teod eus e chod dehou en em gavas peg eus e hini klei. Eur grainchadenn.
1925
Référence :
BILZ2
p.167
glebiañ gant e zaeroù
glebia gand e zaerou
1931
Référence :
VALL
pg arroser (de ses larmes)
glebiañ
glebia
1931
Référence :
VALL
pg arroser, baigner
glebiañ an eor
glebia an eor
1931
Référence :
VALL
pg (jeter l')ancre
Va fakadoù a welan strewet amañ hag ahont a-hed an hent, merc'hed harpet o bec'h war ur c'hef gwezenn bilet, gwazed diskennet er gwazhioù evit glebiañ o c'horf d'hen distanañ.