Pezh eus an dilhad-gwele, anezhañ un dorchenn karrezek he stumm, a harper ar penn warnañ evit kousket.
Bezañ sanket don e benn er goubenner.
HS. pennwele, plueg, treuzplueg.
Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummoù, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouzh an neñv, e c'hourveze luskellet gant houlennadoù e vorviled.
Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummou, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouz an nenv, e c'hourveze luskellet gant houlennadou e vorviled.
1924
Référence :
SKET.II
p.41
goubenner
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXXIV
Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.
Tremen a rejont an eil penn-nozvez en eur vanell distro, e-harz moger izel eul liorz, gourvezet en eur gichen, evel daou bried, war eul lienenn-delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.