Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh eus an dilhad-gwele, anezhañ un dorchenn karrezek he stumm, a harper ar penn warnañ evit kousket. Bezañ sanket don e benn er goubenner. HS. pennwele, plueg, treuzplueg.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

"goubenner" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.129 « Geriadurig », "Oreiller".

Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummoù, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouzh an neñv, e c'hourveze luskellet gant houlennadoù e vorviled.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

goubenner

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial