Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Brudet-kenañ. Un oberenn veur hollvrudet.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Référence : SKET p.6

Ez an da zezrevell bremañ, gant muioc’h a dro d’am displeg, ar pezh am eus klevet diwar-benn istor ar Ouenn uhel ha kaer dreist d’ar re all, broad hollvrudet hag aotrouniezhus ar Gelted.

1923
Référence : SKET p.31

hollvrudet

1923
Référence : SKET p.181, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Illustre".

hollvrudet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIII

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Référence : VAZA p.7

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux