Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. 1. KOZH Trouz. Brud zo gant ar c'hi e kostez an ti. Mont kuit hep ober brud, gant brud. 2. Ent strizh Trouz a reer pa vezer o komz. Evit aze e reont brud avat. Aze e vez brud bemdez gant ar re-se. 3. Dre ast. Gourdrouz. Ober brud d'he gwaz. B. 1. Soñj an darn vrasañ eus an dud war ub. pe udb., anv mat pe fall a lakaer war ub. pe udb. Kaout brud vat, brud fall. Ar re-se n'o deus ket brud vat. N'eo ket hep abeg en deus gwall vrud. [1878] Ne gleved ken anv nemet eus e aer vrav hag eus e vrud mat. [1954] Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur, hag ivez 'vit ma kreskje brud vat Priel [...]. & Trl. Kaout ar brud da vezañ : tremen evit bezañ. Ar brud en doa da vezañ pinvidik. Ar brud he deus da vezañ otus-meurbet. & Ent krenn Brud fall. Paour kaezh tud, c'hwi hoc'h eus brud ! 2. Pezh a ra un den, fed da vezañ anavezet. E dammig brud en doa evel kizeller. Kement a droioù-kaer en doa graet ma redas ar brud anezhañ betek Roazhon. Ar brud zo gantañ : anavezet-kaer eo e-touez an dud. & Trl. Bezañ en e vrud ; bezañ e-kreiz, e barr e vrud ; bezañ e brud e oad : bezañ e-kreiz e oad. Un den ampart pa edo e kreiz e vrud. Didalvez int bet evidon keit ha ma'z on bet un den en e vrud. [1877] Nann, eno n’oa nemet ur paourkaezh manac’h, hervez ar gwel, e kreiz e vrud. [1878] Ha mar teuont divac’hagn er bed-mañ, e varvont e-kreiz o brud hep lezer o hanv war o lerc’h. 3. Trl. (db. ar plant) Ober brud : ober berzh. 4. Kemenn, keloù, gwir pe get, a red e-touez an dud. Trouz a reas ar marv-se ha redek a reas ar brud evel keloù an tan. Bet e oa ar brud da lavaret e vije kaset d'an toull-bac'h. Eus ma ferzh-me bepred ne vo ket a vrud eus se. & Trl. Hervez ar brud : war a lavar an dud. [1954] [...] ha hervez ar vrud a rede graet he devoa d’he den kas kuit eilgabiten ar Paskal abalamour ne zouje ket hemañ trawalc’h dezhi. II. G./B. Keloù, tra a lavarer bezañ gwir. Ar brud-se zo a bep tu. An hini en deus savet ar vrud-se a oa faziet. [1877] Gwashoc’h c’hoazh zoken a yoa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudoù fall a ya atav war gresk [...].

Exemples historiques : 
83
Masquer la liste des exemples

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joe a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Référence : Cath p5

brud mat en deus

1659
Référence : LDJM.1 pg (il a bon) bruit

brud mat

1659
Référence : LDJM.1 pg credit, renom

n'en deus ket brud vat

1732
Référence : GReg pg (il a mauvais) bruit

brudoù

1732
Référence : GReg pg bruit (qui se répand)

paot eo ar brud-se

1732
Référence : GReg pg (ce) bruit (est commun)

ar brud-se a zo a bep tu e Frañs

1732
Référence : GReg pg (c'est un) bruit (qui court par toute la France)

ar brud-se a zo dre-holl e Gall

1732
Référence : GReg pg (c'est un) bruit (qui court par toute la France)

brud mat en deus

1732
Référence : GReg pg il a bon) bruit (bonne renommée)

Marv eo en he brud.

1732
Référence : GReg pg fleur (Elle est morte à la fleur de son âge.)

ur verc'h en he brud

1732
Référence : GReg pg fille (Fille à la fleur de son age, Van.)

brud vat

1732
Référence : GReg pg credit (estime qu'on s'acquiert par sa probité)

emañ ar brud-se, emañ an trouz-se dre gêr a bep tu.

1732
Référence : GReg pg (ce bruit) court (dans toute la ville)

brud

1732
Référence : GReg pg bruit (qui se répand), (reputation, renommée)

brud

1850
Référence : GON.II pg brûd (Bruit qui se répand. Rumeur. Nouvelle. Au figuré, réputation. Renommée. Vogue. Crédit. Estime. - Traditions ; histoire traditionnelle ; histoire qui rapporte les événements année par année, d'après la tradition. Annales. H.V.)

Ar vrud a zo gantañ.

1850
Référence : GON.II pg brûd (Il a la vogue).

Paot eo ar vrud-se.

1850
Référence : GON.II pg brûd (Ce bruit est commun, cette nouvelle est partout).

N'en deus ket a vrud vat.

1850
Référence : GON.II pg brûd (Il n'a pas une bonne réputation).

brud

1850
Référence : GON.II.HV pg histor

Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed.

1867
Référence : MGK p116

E-kreiz o c'hentañ brud, 'pad ma c'hwezh an avel, / Un darn merc'hedoù zo a zalc'h uhel o banniel. O c'hribell a ziskar, pa gouezh warno an oad, / Ha neuze ar baotred anezho a ra goap.

1867
Référence : MGK p56

E pep bro ez eus kalz a dud / Hag a zo treut e-skoaz o brud.

1867
Référence : MGK p62

Ar gentañ, en he brud a oa sonn he c'hribell ; / An eil, aval krinet, etre poazh ha pezhell, Gant liv ha kinklerezh a guzhe ar frailhoù / A skarnile dezhi he zal hag he jodoù.

1867
Référence : MGK p63

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Référence : MGK p144

Nann, eno n’oa nemet ur paourkaezh manac’h, hervez ar gwel, e kreiz e vrud.

1877
Référence : EKG.I. p.40

E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.

1877
Référence : EKG.I. p.155

Ker buan e voe anavezet, rak ar brud eus a Loull ar Bouc’h, eus e grizder e keñver an dud vat hag ar veleien gozh, a oa aet dre bevar c’horn ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.152-153

Kentañ tizh a voe, e-kreiz ar brudoù eürus all a deue e Plouared, e voe klevet e oa aet Loull ar Bouc’h eus e di, e-kreiz an noz, ne ouie den da belec’h.

1877
Référence : EKG.I. p.147

Daoust hag hennezh a ve al louzaouer skiantek en deus kement a vrud ? — Me 'gred eo hennezh e rank bezañ, rak dre zu-mañ n’eus ken hanv nemet anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.91

Dec’h, pa’z oac’h deuet d’am zi, oac’h deuet gant un den ha n’en deus brud vat ebet er vro ; gant e chapeled e vez war an hent oc’h ober e bilpouz, o tennañ digant an dud vat kement a ouzont.

1877
Référence : EKG.I. p.82

Daoust ha n'eo ket bet dre ar vro, e-pad ar brezel diwezhañ ker glac’harus, ar brud 'oa ar veleien eo a gase arc’hant d’ar Prus evit ober brezel d’ar Frañs, int-i hag a yoa o breudeur oc’h en em gannañ a-enep hon enebourien, int-i hag a varve hiniennoù anezho aet da heul ar soudarded ? Mat, an dra-se a zo bet kredet !!!

1877
Référence : EKG.I. p.295

Gwashoc’h c’hoazh zoken a yoa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudoù fall a ya atav war gresk, ha krediñ a raed e oa chomet Filip Kerangevenn war an dachenn, pe da vihanañ mac’hagnet, hep den d’her prederiañ.

1877
Référence : EKG.I. p.307

Ar gwel eus ar volz-se, ker brav kizellet gant hon tudoù kozh, ar brud eus a santelezh hag eus a virakloù sant Yvon a lakaas anezho da vont e kounnar.

1877
Référence : EKG.I. p.30

Ar brud eus ar pezh en doa, en derc’hent, lavaret en Dour-Du, a yoa bet kaset gant tud an oferenn vintin dre bevar c’horn ar barrez, ha zoken dre Sant-Yann.

1878
Référence : EKG.II p.318

Ha mar teuont divac’hagn er bed-mañ, e varvont e-kreiz o brud hep lezer o hanv war o lerc’h.

1878
Référence : EKG.II p.300

Kerkent e savas brud e-touez an dud. Lavaret a raed e roe ar Bertou da evañ d’an dud, marc’had-mat, evit o mezviñ hag o laerezh goude-se.

1878
Référence : EKG.II p.311

Mes den na fiñvas, an holl a yoa mantret ; brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro.

1878
Référence : EKG.II p.143

Ne gleved ken hanv nemet eus e aer vrav hag eus e vrud mat.

1878
Référence : EKG.II p.173

brud vat

1909
Référence : BROU p. 250

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Référence : M. pennad dediañ

E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).

1923
Référence : SKET p.130

Hervez m’emañ brud gant ar C’hermaned (1), p’en em ziskouezas Belios da Ariomanos, evel-hen e komzas outañ : « Ul lezenn a roin dit na vo nemet ar re greñv, ar re gadarn, ar re evezhiek a gement a vefe barrek d’he mirout. [...] »

1923
Référence : SKET p.138

Kambroù a weled, eta, leizh an ti-se, ken e tremene, en e amzer, evit un tredemarzh, ma ’z oa brud dioutañ ha ma teued a-bell-vro d’e weladenniñ.

1923
Référence : SKET p.130 (+p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 130, lin. diwez[h]a[ñ], e lec’h « d’e weladenni[ñ] » lenn « evi[t] e welout » kentoc’h").

A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-se hag eñ disheñvel e kement-mañ diouzh an daou vagad en e raok ha diouzh ar re war e lerc’h : ouzh hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennañ, ouzhpenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha dezho mibien vras gouest da embreger armoù.

1923
Référence : SKET p.125

Ur brud hirbadus

1923
Référence : SKET p.181, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Une célébrité éternelle (capable de durée infinie)".

Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa'z eas, gant kon, kirri-samm, kirri-emgann hag ur bagad bras a dud, davet broioù ar c'hreisteiz e-lec'h e lavared ez oa brud, preizh ha douaroù da c'hounit.

1923
Référence : SKET p.13

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Référence : SKET p.14-15

Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.

1923
Référence : SKET p.20

Mirourien ez oant da henganennoù ha da zanevelloù uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked.

1923
Référence : SKET p.21

Ar pep uhelañ, anavezetañ, brudetañ eo ar re-se, nemet ez eus re-all c’hoazh a zo kendere ganto pe un nebeudig hepken a-is en enor, e nerzh, e kened, e pinvidigezh, e galloud, e sked, e brud, kerkoulz anavezet ha kehelet an anv anezo gant an holl war an douar-Bras hag en enezennoù.

1923
Référence : SKET p.29

Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidoù-kañv e dad hag e vamm, teir nozvezh ha tri devezh hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezho.

1923
Référence : SKET p.50

An tri namm ma vez labezet ganto brud vat ar Vroad Illur n’oa ket anezho c’hoazh.

1923
Référence : SKET p.69

Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.

1923
Référence : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : p.81, [...] lin. 3 kent an dibenn, e lec’h « ar gelennadurez » lenn « ar c’helennadur »").

Ur bras a vrud a zeuas da Vomoros diwar e furnez, e gadarnded, e drec’hioù-brezel.

1923
Référence : SKET p.122

[...] [U]n ael nan eo ket, gwir eo… — Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

"brud" g.

1924
Référence : SKET.II p.119 « Geriadurig », "Chronique, histoire".

Piv a oa ken leal hag eñ ? Ha piv furoc’h, eeunoc’h hag eñ ?… Evel-se e vez kollet e vrud gant ar paourkaezh den.

1925
Référence : BILZ2 p.142

Ar brud a rede penaos he devoa ur pennad-blev hag a gouezhe dezhi betek pennoù he daoulin.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.

1925
Référence : BILZ2 p.156

brud an oad

1931
Référence : VALL pg (force de l')age

e barr e vrud

1931
Référence : VALL pg (à son) apogée

kreñv ar brud

1931
Référence : VALL pg (force de l')age

brudoù fall a rede : an enebour a oa tost !

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Kalz a dud, reoù a netra, reoù a vrud, o deus skrivet « Memorioù ».

1944
Référence : EURW.1 p5

Al labourerien – forzh hiniennoù anezho, - a oa izili eus ar Paeroniaj, o doa un tamm gwarizi ouzh paotred Plouyann, en tu all d’ar « rivier », hag o doa bet kement a vrud gant o c’hoariva brezhonek.

1944
Référence : EURW.1 p.94

Genidik a gostez Gwimilio, en doa graet e vrud da gentañ e Pariz ; (...)

1944
Référence : EURW.1 p.91

Plijout a reas dezhi lenn ha skrivañ : he lizheroù d'he mignonezed, bet er skol ganti, a oa evel kazetennoù ; brud he doa da c'houzout ober lizheroù brav, leun a geleier dudius.

1944
Référence : EURW.1 p13-14

Mes ar vrud a redas betek divskouarn « Juluen » e skriven dre guzh rimadennoù difennet ; pa voe serret ar studi e voe graet ur furch em boest, hag e voe kavet ur c'haier warnañ bep seurt istoriou mat ha fall, lod e galleg[,] lod e brezoneg.

1944
Référence : EURW.1 p42

Houmañ a zo ur gêr vihan, hag ar vrudoù a red buan eus an eil ti d'egile.

1944
Référence : EURW.1 p.123

Me o skrivañ da Charlez Gwennou - na anavezen nemet dre vrud – Respont asantiñ.

1944
Référence : EURW.1 p.97

Ret eo krediñ e rank ar re dineuz menel kuzhet noz ha deiz en o zi, moarvat evit ma kreskfe brud vat ar vro.

1954
Référence : VAZA p.96

Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur, hag ivez 'vit ma kreskje brud vat Priel, rak den all nemedon eus va farrez ne oa er mare-se e skolaj Landreger.

1954
Référence : VAZA p.38

Petra ’fell deoc’h ? ankounac’haet krenn he devoa ne oa ket e gwir, eviti da vezañ merc’h ur Ministr, da vevañ keit-se war ul lestr-brezel ; deut e oa a-sil-da-sil da vezañ rener amguzh met gwirion ar skouadrenn ; plediñ a rae alies gant disterajoù ha zoken disterajigoù na sellent tamm ebet outi ; kiriek e oa ivez ma teue ur wech an amzer ur beleg da ganañ an oferenn war vourzh, un dra na blije ket d’an holl, rak daou pe dri ofiser a dremene evit bezañ frañmasoned, ha hervez ar vrud a rede graet he devoa d’he den kas kuit eilgabiten ar Paskal abalamour ne zouje ket hemañ trawalc’h dezhi.

1954
Référence : VAZA p.111

Gwir eo, en em vodañ a ra hirie e[n]-dro d’ar sant un torkad barnerien, alvokaded ha kelennerien, met daoust d’o brud ha d’o deskamant, petra eo an Aotrounez-se e-keñver an tolpadoù tud, an engroez diniver, ar mor a bardonerien gwechall ?

1954
Référence : VAZA p.52

Ha da skorañ ezhomm pa vo / Kristenien vat hor c'hornad-bro, / Ac'hano sioul, hep skignañ brud, / Ez eoc'h da reiñ frealz d'an dud.

1960
Référence : PETO p25

Ur c'hontamm diaoulek da nammañ / Da viken brud ar person plouz / Ha gant ar vallozh da sammañ / An eñvor eus e ene lous.

1960
Référence : PETO p42

Perak ganeoc'h on-me drastet / D'adlârout glabous kildrouk tud / O deus ma heuget ha fastet / Ha gwall stlabezet gant o brud ?

1960
Référence : PETO p47

Ha pleg-mor Biskaya a fell dezhañ, evit doare, diskouez din n'eo ket bet laeret gantañ ar vrud fall en deus ha n'emaon ket kaer war va zu pa zivorfilan em gweleig.

1985
Référence : DGBD p10

Ma oa sioul al lec'h-se pa dremenis dre eno, ne oa ket bet atav, hervez ar brud.

1985
Référence : DGBD p107

N'eus ket gwashoc'h evit ober d'an dud faziañ, degas trubuilhoù da zerc'hel unvan ar strollad koulz ha diskar brud vat ar stourm.

2015
Référence : DISENT p62

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Référence : DISENT p56

Hervez ar brud, e oa anezhañ un den dall

2016
Référence : ILIAS p. 5

Note d'étude

Un anv hollek benel e c'hell "brud" bezañ ivez.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux