Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. KOZH Trouz. Brud zo gant ar c'hi e kostez an ti. Mont kuit hep ober brud, gant brud. 2. Ent strizh Trouz a reer pa vezer o komz. Evit aze e reont brud avat. Aze e vez brud bemdez gant ar re-se. 3. Dre ast. Gourdrouz. Ober brud d'he gwaz. B. 1. Soñj an darn vrasañ eus an dud war ub. pe udb., anv mat pe fall a lakaer war ub. pe udb. Kaout brud vat, brud fall. Ar re-se n'o deus ket brud vat. N'eo ket hep abeg en deus gwall vrud. & Trl. Kaout ar brud da vezañ : tremen evit bezañ. Ar brud en doa da vezañ pinvidik. Ar brud he deus da vezañ otus-meurbet. & Ent krenn Brud fall. Paour kaezh tud, c'hwi hoc'h eus brud ! 2. Pezh a ra un den, fed da vezañ anavezet. E dammig brud en doa evel kizeller. Kement a droioù-kaer en doa graet ma redas ar brud anezhañ betek Roazhon. Ar brud zo gantañ : anavezet-kaer eo e-touez an dud. & Trl. Bezañ en e vrud ; bezañ e-kreiz, e barr e vrud ; bezañ e brud e oad : bezañ e-kreiz e oad. Un den ampart pa edo e kreiz e vrud. Didalvez int bet evidon keit ha ma'z on bet un den en e vrud. [1877] Nann, eno n’oa nemet ur paourkaezh manac’h, hervez ar gwel, e kreiz e vrud. 3. Trl. (db. ar plant) Ober brud : ober berzh. 4. Kemenn, keloù, gwir pe get, a red e-touez an dud. Trouz a reas ar marv-se ha redek a reas ar brud evel keloù an tan. Bet e oa ar brud da lavaret e vije kaset d'an toull-bac'h. Eus ma ferzh-me bepred ne vo ket a vrud eus se. & Trl. Hervez ar brud : war a lavar an dud. II. G./B. Keloù, tra a lavarer bezañ gwir. Ar brud-se zo a bep tu. An hini en deus savet ar vrud-se a oa faziet. [1877] Gwashoc’h c’hoazh zoken a yoa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudoù fall a ya atav war gresk [...].

Skouerioù istorel : 
75
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

brud vat en deus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il a bon) bruit

brud mat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg credit, renom

n'en deus ket brud vat

1732
Daveenn : GReg pg (il a mauvais) bruit

brudoù

1732
Daveenn : GReg pg bruit (qui se répand)

paot eo ar brud-se

1732
Daveenn : GReg pg (ce) bruit (est commun)

ar brud-se a zo a bep tu e Frañs

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un) bruit (qui court par toute la France)

ar brud-se a zo dre-holl e Gall

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un) bruit (qui court par toute la France)

brud mat en deus

1732
Daveenn : GReg pg il a bon) bruit (bonne renommée)

ur verc'h en he brud

1732
Daveenn : GReg pg fille (Fille à la fleur de son age, Van.)

Marv eo en he brud.

1732
Daveenn : GReg pg fleur (Elle est morte à la fleur de son âge.)

brud vat

1732
Daveenn : GReg pg credit (estime qu'on s'acquiert par sa probité)

emañ ar brud-se, emañ an trouz-se dre gêr a bep tu.

1732
Daveenn : GReg pg (ce bruit) court (dans toute la ville)

brud

1732
Daveenn : GReg pg bruit (qui se répand), (reputation, renommée)

Ar vrud a zo gantañ.

1850
Daveenn : GON.II pg brûd (Il a la vogue).

Paot eo ar vrud-se.

1850
Daveenn : GON.II pg brûd (Ce bruit est commun, cette nouvelle est partout).

brud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg histor

N'en deus ket a vrud vat.

1850
Daveenn : GON.II pg brûd (Il n'a pas une bonne réputation).

brud

1850
Daveenn : GON.II pg brûd (Bruit qui se répand. Rumeur. Nouvelle. Au figuré, réputation. Renommée. Vogue. Crédit. Estime. - Traditions ; histoire traditionnelle ; histoire qui rapporte les événements année par année, d'après la tradition. Annales. H.V.)

E pep bro ez eus kalz a dud / Hag a zo treut e-skoaz o brud.

1867
Daveenn : MGK p62

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Daveenn : MGK p144

Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed.

1867
Daveenn : MGK p116

E-kreiz o c'hentañ brud, 'pad ma c'hwezh an avel, / Un darn merc'hedoù zo a zalc'h uhel o banniel. O c'hribell a ziskar, pa gouezh warno an oad, / Ha neuze ar baotred anezho a ra goap.

1867
Daveenn : MGK p56

Ar gentañ, en he brud a oa sonn he c'hribell ; / An eil, aval krinet, etre poazh ha pezhell, Gant liv ha kinklerezh a guzhe ar frailhoù / A skarnile dezhi he zal hag he jodoù.

1867
Daveenn : MGK p63

Nann, eno n’oa nemet ur paourkaezh manac’h, hervez ar gwel, e kreiz e vrud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.40

Ar gwel eus ar volz-se, ker brav kizellet gant hon tudoù kozh, ar brud eus a santelezh hag eus a virakloù sant Yvon a lakaas anezho da vont e kounnar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.30

E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

Daoust ha n'eo ket bet dre ar vro, e-pad ar brezel diwezhañ ker glac’harus, ar brud 'oa ar veleien eo a gase arc’hant d’ar Prus evit ober brezel d’ar Frañs, int-i hag a yoa o breudeur oc’h en em gannañ a-enep hon enebourien, int-i hag a varve hiniennoù anezho aet da heul ar soudarded ? Mat, an dra-se a zo bet kredet !!!

1877
Daveenn : EKG.I. p.295

Gwashoc’h c’hoazh zoken a yoa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudoù fall a ya atav war gresk, ha krediñ a raed e oa chomet Filip Kerangevenn war an dachenn, pe da vihanañ mac’hagnet, hep den d’her prederiañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.307

Daoust hag hennezh a ve al louzaouer skiantek en deus kement a vrud ? — Me 'gred eo hennezh e rank bezañ, rak dre zu-mañ n’eus ken hanv nemet anezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.91

Kentañ tizh a voe, e-kreiz ar brudoù eürus all a deue e Plouared, e voe klevet e oa aet Loull ar Bouc’h eus e di, e-kreiz an noz, ne ouie den da belec’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.147

Ker buan e voe anavezet, rak ar brud eus a Loull ar Bouc’h, eus e grizder e keñver an dud vat hag ar veleien gozh, a oa aet dre bevar c’horn ar vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152-153

Dec’h, pa’z oac’h deuet d’am zi, oac’h deuet gant un den ha n’en deus brud vat ebet er vro ; gant e chapeled e vez war an hent oc’h ober e bilpouz, o tennañ digant an dud vat kement a ouzont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.82

Mes den na fiñvas, an holl a yoa mantret ; brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.143

brud vat

1909
Daveenn : BROU p. 250

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).

1923
Daveenn : SKET p.130

Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidoù-kañv e dad hag e vamm, teir nozvezh ha tri devezh hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezho.

1923
Daveenn : SKET p.50

An tri namm ma vez labezet ganto brud-vat ar Vroad Illur n’oa ket anezho c’hoazh.

1923
Daveenn : SKET p.69

Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : p.81, [...] lin. 3 kent an dibenn, e lec’h « ar gelennadurez » lenn « ar c’helennadur »").

Ur bras a vrud a zeuas da Vomoros diwar e furnez, e gadarnded, e drec’hioù-brezel.

1923
Daveenn : SKET p.122

A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-se hag eñ disheñvel e kement-mañ diouzh an daou vagad en e raok ha diouzh ar re war e lerc’h : ouzh hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennañ, ouzhpenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha dezho mibien vras gouest da embreger armoù.

1923
Daveenn : SKET p.125

Kambroù a weled, eta, leizh an ti-se, ken e tremene, en e amzer, evit un tredemarzh, ma ’z oa brud dioutañ ha ma teued a-bell-vro d’e weladenniñ.

1923
Daveenn : SKET p.130 (+p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 130, lin. diwez[h]a[ñ], e lec’h « d’e weladenni[ñ] » lenn « evi[t] e welout » kentoc’h").

Ur brud hirbadus

1923
Daveenn : SKET p.181, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Une célébrité éternelle (capable de durée infinie)".

Hervez m’emañ brud gant ar C’hermaned (1), p’en em ziskouezas Belios da Ariomanos, evel-hen e komzas outañ : « Ul lezenn a roin dit na vo nemet ar re greñv, ar re gadarn, ar re evezhiek a gement a vefe barrek d’he mirout. [...] »

1923
Daveenn : SKET p.138

Heuliet em eus Kassignatos, mab Albiorix, douaren Teutorix, pa'z eas, gant kon, kirri-samm, kirri-emgann hag ur bagad bras a dud, davet broioù ar c'hreisteiz e-lec'h e lavared ez oa brud, preizh ha douaroù da c'hounit.

1923
Daveenn : SKET p.13

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Daveenn : SKET p.14-15

Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.

1923
Daveenn : SKET p.20

Mirourien ez oant da henganennoù ha da zanevelloù uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked.

1923
Daveenn : SKET p.21

Ar pep uhelañ, anavezetañ, brudetañ eo ar re-se, nemet ez eus re-all c’hoazh a zo kendere ganto pe un nebeudig hepken a-is en enor, e nerzh, e kened, e pinvidigezh, e galloud, e sked, e brud, kerkoulz anavezet ha kehelet an anv anezo gant an holl war an douar-Bras hag en enezennoù.

1923
Daveenn : SKET p.29

[...] [U]n ael nan eo ket, gwir eo… — Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

"brud" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.119 « Geriadurig », "Chronique, histoire".

Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.

1925
Daveenn : BILZ2 p.156

Ar brud a rede penaos he devoa ur pennad-blev hag a gouezhe dezhi betek pennoù he daoulin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Piv a oa ken leal hag eñ ? Ha piv furoc’h, eeunoc’h hag eñ ?… Evel-se e vez kollet e vrud gant ar paourkaezh den.

1925
Daveenn : BILZ2 p.142

brud an oad

1931
Daveenn : VALL pg (force de l')age

kreñv ar brud

1931
Daveenn : VALL pg (force de l')age

e barr e vrud

1931
Daveenn : VALL pg (à son) apogée

brudoù fall a rede : an enebour a oa tost !

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Genidik a gostez Gwimilio, en doa graet e vrud da gentañ e Pariz ; (...)

1944
Daveenn : EURW.1 p.91

Plijout a reas dezhi lenn ha skrivañ : he lizheroù d'he mignonezed, bet er skol ganti, a oa evel kazetennoù ; brud he doa da c'houzout ober lizheroù brav, leun a geleier dudius.

1944
Daveenn : EURW.1 p13-14

Mes ar vrud a redas betek divskouarn « Juluen » e skriven dre guzh rimadennoù difennet ; pa voe serret ar studi e voe graet ur furch em boest, hag e voe kavet ur c'haier warnañ bep seurt istoriou mat ha fall, lod e galleg[,] lod e brezoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Kalz a dud, reoù a netra, reoù a vrud, o deus skrivet « Memorioù ».

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Al labourerien – forzh hiniennoù anezho, - a oa izili eus ar Paeroniaj, o doa un tamm gwarizi ouzh paotred Plouyann, en tu all d’ar « rivier », hag o doa bet kement a vrud gant o c’hoariva brezhonek.

1944
Daveenn : EURW.1 p.94

Houmañ a zo ur gêr vihan, hag ar vrudoù a red buan eus an eil ti d'egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.123

Me o skrivañ da Charlez Gwennou - na anavezen nemet dre vrud – Respont asantiñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.97

Ha da skorañ ezhomm pa vo / Kristenien vat hor c'hornad-bro, / Ac'hano sioul, hep skignañ brud, / Ez eoc'h da reiñ frealz d'an dud.

1960
Daveenn : PETO p25

Ur c'hontamm diaoulek da nammañ / Da viken brud ar person plouz / Ha gant ar vallozh da sammañ / An eñvor eus e ene lous.

1960
Daveenn : PETO p42

Perak ganeoc'h on-me drastet / D'adlârout glabous kildrouk tud / O deus ma heuget ha fastet / Ha gwall stlabezet gant o brud ?

1960
Daveenn : PETO p47

Ma oa sioul al lec'h-se pa dremenis dre eno, ne oa ket bet atav, hervez ar brud.

1985
Daveenn : DGBD p107

Ha pleg-mor Biskaya a fell dezhañ, evit doare, diskouez din n'eo ket bet laeret gantañ ar vrud fall en deus ha n'emaon ket kaer war va zu pa zivorfilan em gweleig.

1985
Daveenn : DGBD p10

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p56

N'eus ket gwashoc'h evit ober d'an dud faziañ, degas trubuilhoù da zerc'hel unvan ar strollad koulz ha diskar brud vat ar stourm.

2015
Daveenn : DISENT p62

Hervez ar brud, e oa anezhañ un den dall

2016
Daveenn : ILIAS p. 5

Notennoù studi

Un anv hollek benel e c'hell "brud" bezañ ivez.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial