Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en ur c’hoarzhin.
Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en eur c’hoarzin.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.31
Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegoù peoc’h nag e bodadegoù brezel tud da ouenn ; rak divrutañ, mezhusañ marv az pezo kavet amañ, evel ur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn ur park, dindan tenn-saezh ur c’houeriad.
Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegou-peoc’h nag e bodadegou-brezel tud da ouenn ; rak divruta, mezusa maro az pezo kavet aman, evel eur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn eur park, dindan tenn-saez eur c’houeriad.