Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. Reiñ un hopadenn, hopadennoù da glevet. Klevet a reas unan bennak o hopal. Hopal teir gwech o trevezañ ar gaouenn. 2. (db. al loened) Reiñ e vouezh da glevet, pa reer anv eus un evn-noz. Ur gaouenn en em lakaas da hopal en noz. II. V.k.d. 1. Hopal da ub. : e c'helver. Emañ ma zad o hopal din. Kaer zo hopal dezhañ, ne loc'h ket. HS. huchal (da), krial (ouzh). 2. Hopal da, war ub. : komz kreñv evit bezañ klevet gantañ. Eeun-hag-eeun p'edon o vont da hopal deoc'h diwall ha tec'hel em boa paket un taol bazh war ma fenn. III. V.k.e. (en danevellañ dieeun) Termen a dalvez da c'heriañ e lavarer komzoù a vouezh uhel ha kreñv. « Deuit da welet ! » a hope ar vugale. [1944] « A ! a ! a ! malchañs !… malchañs !… » a hopas ar voereb. HS. choual, huchal, youc'hal.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

hopal

1732
Référence : GReg pg crier (pour appeller)

hopet

1732
Référence : GReg pg crier (pour appeller)

hopal

1850
Référence : GON.II pg hopa

hopet

1850
Référence : GON.II pg hopa

it da hopañ, ma teuy ar wazed d'o lein

1850
Référence : GON.II pg hopa

Hag en ur hopañ d'ar skrivagnerien yaouank : "Taolit pled war gement-mañ, emezañ, tud yaouank eus a Vreizh-Izel !"

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

N’ho pezo da ober nemet hopal teir gwech, evel ar gaouenn, hag e klevfet e pelec’h e vezint.

1878
Référence : EKG.II p.86

Sevel a dlee, en tu bennak, e ribl ar c’hoadoù, war ur c’hleuz ; ha neuze, hopañ teir gwech ha distag, o tifraezhañ hopadenn ar gaouenn. Goude an trede gwech, ni a dlee hopañ d’hon tro, ur wech hepken, evit diskouez hon doa klevet hag e pelec’h edomp. Ma ne hopajemp ket, e tleed redet a-hed ar c’hoadoù hag ar gwaremmoù a-dro-war-dro, en ur hopañ atav teir gwech, an eil war-lerc’h eben, ken na glevjed ac’hanomp oc’h ober un hopadenn.

1878
Référence : EKG.II p.9-10

Pedet gantañ e zoueed, e tostaas, eta, hag e hopas dezho. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgerjont ket kennebeut ; ne rejont van ouzh e glevout, ne selljont ket outañ.

1923
Référence : SKET p.115

hopal

1931
Référence : VALL pg appeler (en criant)

hopañ

1931
Référence : VALL pg appeler (en criant)

Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!

1944
Référence : ATST p.8

— « A ! a ! a ! malchañs !… malchañs !… » a hopas ar voereb. « Disoñjet em boa. Herri… Herri… a zo… beuzet !… malchañs !… » Hag e taolas adarre he fenn a-dreñv, hag e serras he daoulagad.

1944
Référence : ATST p.32-33

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Référence : ATST p.68

Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit : — « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al l[ê]renn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.

1944
Référence : ATST p.131

Hag ar vran, ar voualc’h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc’h Job ha Lom : — « Viltañsoù ! viltañsou ! »

1944
Référence : ATST p.29

Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».

1944
Référence : EURW.1 p23

E-keit ma veze Durocher hag ar ganerez parizat "Lud-Zi" o kanañ, ni, bodet e traoñ ar sal, a hope hag a c'hwitelle dibaouez.

1944
Référence : EURW.1 p.158

- Arabat tostaat ! a hopas ur vouezh en askre ar paotr.

1949
Référence : SIZH p.42

"Kavet hon eus ar moto!", a hop war don an trec'h. Unan krenn e vailhad eo, evit ar c'hentañ gwel, met ar pep dedennusañ eo e goufr bras.

2015
Référence : EHPEA p388

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux