Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

1. Estlammadell a reer ganti da sachañ evezh ub. pe a-benn e vroudañ da lakaat muioc'h a evezh gant ar pezh emañ oc'h ober pa'z a re brim pe re ampl ganti. Hopala ! amañ ez eus dañjer ! Hopala ! n'eo ket dour an hini eo ! 2. Estlammadell a reer ganti pa vezer o paouez en em rentañ kont eus udb. dic'hortoz. Hopala ! N'on ket souezhet eo kerkoulz maget ho loened pa'z a ganto boued ar re all ! Hopala ! emezon, sed amañ un degemer ! Hopala ! Lavaret e vefe ur pakad ! Piv en deus degaset ur pakad amañ ? [1954] Met hopala !... pa weljomp war ar baperenn degaset dimp pegement hor boa da baeañ e savas liv ar spont en hor c’herc’henn : daou c’hant milreis, tudoù, na muioc’h na neubeutoc’h !.. [1954] [...] hag e-keit m’edon o klask ober diouzh va c’hefridi, e lennis war ur skritell peget ouzh dor ur gambrig : M. Lhéritier, premier valet de chambre de l’Elysée… Hopala, mut’hu ! DHS. che, doue.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Met hopala !... pa weljomp war ar baperenn degaset dimp pegement hor boa da baeañ e savas liv ar spont en hor c’herc’henn : daou c’hant milreis, tudoù, na muioc’h na neubeutoc’h !..

1954
Référence : VAZA p.133

Ne oamp ket c’hoazh erru e Dukark, e c’hourc’hemennas din ar c’habiten pediñ an Aotrou Farigoul da zont d’e vete, hag e-keit m’edon o klask ober diouzh va c’hefridi, e lennis war ur skritell peget ouzh dor ur gambrig : M. Lhéritier, premier valet de chambre de l’Elysée… Hopala, mut’hu [emezit-c'hwi] !

1954
Référence : VAZA p.147

Hopala !... tremen droug a savas ennañ : « Arsa, mic’hieg, emezañ, daoust hag ur vardell az pefe c’hoant d’ober diouzhin ? Nom de va ene, n’on ket emichañs ur Vari-Flav bennak ».

1955
Référence : VBRU p.6

L'Office public de la langue bretonne