Sevel a dlee, en tu bennak, e ribl ar c’hoadoù, war ur c’hleuz ; ha neuze, hopañ teir gwech ha distag, o tifraezhañ hopadenn ar gaouenn. Goude an trede gwech, ni a dlee hopañ d’hon tro, ur wech hepken, evit diskouez hon doa klevet hag e pelec’h edomp. Ma ne hopajemp ket, e tleed redet a-hed ar c’hoadoù hag ar gwaremmoù a-dro-war-dro, en ur hopañ atav teir gwech, an eil war-lerc’h eben, ken na glevjed ac’hanomp oc’h ober un hopadenn.
hopadenn
Mots précédents
Mots suivants
hopal