1. Abadenn ma kevezer an eil ouzh egile evit gounit ur priz.
Ur genstrivadeg varzhoniezh.
[1954] War-zigarez reiñ lusk d’ar gouelioù, en devoa lakaet ar Maer en e benn aozañ ur genstrivadeg etrevroadel evit al lazoù-seniñ [...].
2. C'hoari ennañ meur a live, meur a arnodenn, ma kevezer evit un niver a brizioù resis.
Kenstrivadegoù ar c'helaouennoù.
3. Arnodenn ma kevez meur a zen evit un niver resis a blasoù.
Ur genstrivadeg velestradurel : ma kevezer evit kaout ur garg er velestradurezh.
En un tu emañ doueed ar Sketla gant gwellañ kelennerien hon amzer-vremañ evit pellaat diouzh ar re a venn broudañ ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg.
En eun tu eman doueed ar Sketla gant gwella kelennerien hon amzer-vreman evit pellaat diouz ar re a venn brouda ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg.
1924
Référence :
SKET.II
p.20
E-pad kendalc'h Kastellin, a oa unan gouiziek nemetken, e rejomp anaoudegezh gant daou gouer kozh eus Plonevez-Porzhe, a oa deut d'ar genstrivadeg gwiskamantoù.
E-pad kendalc'h Kastellin, a oa unan gouiziek nemetken, e rejomp anaoudegez gant daou gouer koz eus Plounevez-Porzay, a oa deut d'ar genstrivadeg gwiskamantou.
1944
Référence :
EURW.1
p.160
Ar wech kentañ 'oa d'ur geñveradeg gwiskamantoù ha d'ur c'henstrivadeg biniawoù ha bombardoù da vezañ renket en hor Bro.
Ar wech kenta 'oa d'eur geñveradeg gwiskamantou ha d'eur c'henstrivadeg biniawou ha bombardou da veza renket en hor Bro.
1944
Référence :
EURW.1
p.188
War-zigarez reiñ lusk d’ar gouelioù, en devoa lakaet ar Maer en e benn aozañ ur genstrivadeg etrevroadel evit al lazoù-seniñ, ha diredet e oa eus pep lec’h saverien o fri a-vil-vern, dre ma krede dezho e weljent kement ha ma karent an Impalaer, e wreg hag o bugale.
War zigarez reiñ lusk d’ar gouelioù, en devoa lakaet ar Maer en e benn aozañ ur genstrivadeg etrevroadel evit al lazoù-seniñ, ha diredet e oa eus pep lec’h saverien o fri a vil vern, dre ma krede dezho e weljent kement ha ma karent an Impalaer, e wreg hag o bugale.