Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Abadenn ma kevezer an eil ouzh egile evit gounit ur priz. Ur genstrivadeg varzhoniezh. 2. C'hoari ennañ meur a live, meur a arnodenn, ma kevezer evit un niver a brizioù resis. Kenstrivadegoù ar c'helaouennoù. 3. Arnodenn ma kevez meur a zen evit un niver resis a blasoù. Ur genstrivadeg velestradurel : ma kevezer evit kaout ur garg er velestradurezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

kenstrivadeg

1923
Daveenn : SKET p.163, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Concours".

"kenstrivadeg" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "Concours".

En un tu emañ doueed ar Sketla gant gwellañ kelennerien hon amzer-vremañ evit pellaat diouzh ar re a venn broudañ ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg.

1924
Daveenn : SKET.II p.20

E-pad kendalc'h Kastellin, a oa unan gouiziek nemetken, e rejomp anaoudegezh gant daou gouer kozh eus Plonevez-Porzhe, a oa deut d'ar genstrivadeg gwiskamantoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.160

Ar wech kentañ 'oa d'ur geñveradeg gwiskamantoù ha d'ur c'henstrivadeg biniawoù ha bombardoù da vezañ renket en hor Bro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial