Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.g. 1. Kaout tabut. 2. Lakaat e boan da zont a-benn. Dre strivañ a-gevret e teujont a-benn da argas ar vorlaeron diouzh al ledenez. II. V.k.d. 1. Strivañ ouzh : lakaat e striv. Ret eo strivañ ouzh ar boan evit tizhout ar pal. 2. Strivañ diwar-benn ub., udb. : tabutal diwar e benn. Ret eo kaout aon rak va barnedigezhioù-me, hag arabat strivañ diwar o fenn. III. (impl. dirak un av. degaset gant an ar. da) Strivañ d'ober udb. : lakaat e boan d'e ober. [1954] Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e[n]-dro d’he mabig. [1955] Bremañ ’vat, adal ma oan krog da ziskantañ va fesk, koulz e oa din strivañ da sachañ hep dale war ar pikol draen am boa da lemel dioutañ [...]. Seul vui e strive da glask, seul vui e rouestle ar mennozhioù en e benn. Strivañ da zeskiñ ur yezh. HS. poaniañ, kiañ.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

strivañ

1499
Daveenn : LVBCA p189

strivañ ouzh

1732
Daveenn : GReg pg (s') efforcer (de)

strivfe

1732
Daveenn : GReg pg étriver (débatre de paroles)

strivañ

1732
Daveenn : GReg pg disputer (avec chaleur), étriver (débatre de paroles)

o strivañ

1732
Daveenn : GReg pg (avec) effort

strivañ ouc'h ur re

1732
Daveenn : GReg pg contester (quereller, disputer, plaider)

strivet

1732
Daveenn : GReg pg contester (quereller, disputer, plaider), disputer (avec chaleur)

ret eo strivañ ouzh ar binijenn evit gallout monet d'ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg (il faut s') efforcer (à gagner la vie éternelle)

Ret eo deoc'h strivañ da zebriñ.

1850
Daveenn : GON.II pg striva (il faut vous efforcer de manger).

skriva [sic]

1850
Daveenn : GON.II pg tabuta

strivañ

1850
Daveenn : GON.II pg nagenni, striva (disputer. quereller. contester. de plus, s'efforcer).

strivañ

1850
Daveenn : GON.II pg riota

strivet

1850
Daveenn : GON.II pg striva (disputer. quereller. contester. de plus, s'efforcer. Part.)

strivañ a ra bepred

1850
Daveenn : GON.II pg striva (il querelle sans cesse).

Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hirstrivañ da ziraez an aod enep.

1923
Daveenn : SKET p.114

Erkuniz, oc’h en em welout dalc’het etre marc’hegerien ha bageerien meuriad an Tarv, ne strivjont ket da dremen.

1923
Daveenn : SKET p.135

A-benn ur pennad ec’h eveshaas na rae he c’hoarezed, war-bouez poaniañ, hag i roeñverezed ampart hag o roeñvat reizh, nemet kas en enep d’an tu ma strivent hag en enep dezhi hec’h-unan.

1923
Daveenn : SKET p.108

strivañ da

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "essayer de, faire effort pour, s’efforcer de".

strivañ (en em)

1924
Daveenn : SKET.II p.141 « Geriadurig », "Faire des efforts".

strivañ da

1924
Daveenn : SKET.II p.141 « Geriadurig », "S’efforcer de".

hep en em strivañ

1924
Daveenn : SKET.II p.141 « Geriadurig », "Sans se donner de peine, sans faire d’efforts".

An daouzek plac’h, kaer o devoe kregiñ e skinoù ar rodoù hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner dezho strivañ da zerc’hel ar c’harr war an aod.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

An olifant hirzentek a striv da ziskar gwez e lezenn ar frankizennoù m’emañ o peuriñ enno an ejen-meur hag an ejen-moueek.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

gant strivañ e teuo a-benn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII

strivañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII, agir (faire effort)

strivañ da

1931
Daveenn : VALL pg s'appliquer (à un effort)

Biskoazh em buhez n'on bet paotr an danvez-se ha seul vuioc'h ma strive ur c'helenner d'ober din intent un dra evel houmañ : 5x + 3 + 2x - 1 disheñvel diouzh 3x-2+12, petra 'fell deoc'h, seul nebeutoc'h e komprenen.

1954
Daveenn : VAZA p.37 (notenn 2).

Dilennet e voe Fallières ha diwar neuze e strivas holl c'hoaperien Pariz, skeudennerien ha kanerien, d'ober al lu gant ar paour kaezh hag e wreg, ur vaouez sioul-tre, met siwazh ur sac'hadig toaz eveltañ.

1954
Daveenn : VAZA p.149-150

Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.

1954
Daveenn : VAZA p.56, notenn 1

Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e-dro [sic, en-dro]d’he mabig ; santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c’hoant, ya, c’hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met allas, n’eo ket evit distagañ ur ger…

1954
Daveenn : VAZA p.45

Bremañ ’vat, adal ma oan krog da ziskantañ va fesk, koulz e oa din strivañ da sachañ hep dale war ar pikol draen am boa da lemel dioutañ, ha peogwir, en desped d’ar c’hrennlavar ne ziskoueze ket va c’hazhig bezañ ur c’hac’her aour daoust d’e grev du-peg hep an disterañ marell, ret e oa din ’ta tunañ e tu bennak ar c’hwec’h[-]kant lur n’hellen ket tremen hepdo.

1955
Daveenn : VBRU p.7-8

Aotrou maer, war ho kourc'hemenn / Em eus kaset dezho kemenn. / Met ma fenn 'oa gwall-brederiet / Gant ar pezh am eus disklêriet. / 'Vit al lizher 'm oa da skrivañ / Nouspet gwech e rankis strivañ.

1960
Daveenn : PETO p12

Person, me gred on ur plac'h fur / O strivañ gredus ha gant feiz / Da vleinañ mat, evel ur stur, / Soudarded kristen hor Bro Vreizh.

1960
Daveenn : PETO p61

Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

N'emañ ket ma fenn gant ar seurt gweladennoù, goude ar pevar emlazh, met strivañ a ran d'he nozvata hegaratoc'h eget na vije dleet.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg