skriva [sic]
strivet
strivañ da
Biskoazh em buhez n'on bet paotr an danvez-se ha seul vuioc'h ma strive ur c'helenner d'ober din intent un dra evel houmañ : 5x + 3 + 2x - 1 disheñvel diouzh 3x-2+12, petra 'fell deoc'h, seul nebeutoc'h e komprenen.
Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e-dro [sic, en-dro]d’he mabig ; santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c’hoant, ya, c’hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met allas, n’eo ket evit distagañ ur ger…
Bremañ ’vat, adal ma oan krog da ziskantañ va fesk, koulz e oa din strivañ da sachañ hep dale war ar pikol draen am boa da lemel dioutañ, ha peogwir, en desped d’ar c’hrennlavar ne ziskoueze ket va c’hazhig bezañ ur c’hac’her aour daoust d’e grev du-peg hep an disterañ marell, ret e oa din ’ta tunañ e tu bennak ar c’hwec’h[-]kant lur n’hellen ket tremen hepdo.
Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.
N'emañ ket ma fenn gant ar seurt gweladennoù, goude ar pevar emlazh, met strivañ a ran d'he nozvata hegaratoc'h eget na vije dleet.
Mots précédents
Mots suivants
strivant