Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. pet. A. Ag. pet. (goude un ak., ur rag., un av.) 1. Termen a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver unan. Ar c'hentañ gwaz, ar gwaz kentañ. Ar c'hentañ lodenn, al lodenn gentañ. Deiz kentañ ar bloaz, an deiz kentañ eus ar bloaz, an deiz kentañ a'r bloaz. An hini kentañ, an hini gentañ. Homañ gentañ. Ar re gentañ. Ar wech kentañ, an dra gentañ. Kentañ bannoù an heol. [1954] - Arsa, Yann, e c'houlenne hini pe hini berr warnañ, daoust ha n'on ket re ziwezhat d'an ofis ? - Nann 'ta, emezañ, amzer 'zo, n'eus bet c'hoazh nemet ar son gentañ... & Bezañ war e gentañ + av. : ober an dra-se evit ar wech kentañ. Ha ne oa ket war e gentañ tañva eus an douster-se. & Er penn kentañ : en deroù, a-raok nep tra all. & (hep ger-mell dirazañ) Kentañ tra zo d'ober eo pellgomz dezho : an dra gentañ zo d'ober eo pellgomz dezho. Kentañ gwech, kentañ tro e oan bet eno e oa bet laeret ma arc'hant diganin. Kentañ hini a voe lazhet a voe ur paotr yaouank triwec'h vloaz. [1954] Kerkent ha ma pignas ar Ministr war vourzh, kentañ tra 'reas a voe amwelout ar strollad regennet war ar pont, pep hini evel-just en e gaerañ. [1955] Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... & Kentañ klevet, ma c'hentañ klevet : troiennoù a ra ar c'homzer ganto evit diskouez e souezh dirak udb. a oa dianav dezhañ. Kentañ klevet e voe klevet lavaret e oa bet gwerzhet he zi. 2. Ent strizh [1898] Termen a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver unan, evit a sell ouzh an dazont, ouzh an darvoudoù zo da c'hoarvezout. [1898] Ma ! adalek disadorn kentañ groet eo an taol, me a lako ar gir "refusé" war ma "Démocrate" [ur gelaouenn] hag a gemero da hini " ar Groaz". Pegoulz e vo an emvod kentañ ? Ar bloaz kentañ, ar miz kentañ, ar sizhun gentañ : ar bloaz, ar miz, ar sizhun a zeu. A-benn ar wech kentañ, en dra gentañ e raimp an dra-se. ES. diwezhañ. & Kenavo ar c'hentañ gwelet, kenavo kentañ tro : komzoù a zistager pa gimiader diouzh ub. [1878] Kenavezo ! ar c’hentañ ar gwellañ. [1924] Kenavo ! kenavo ar c’hentañ !… & Tr. adv. (hep ger-mell dirazañ) Kentañ gwech a vo, kentañ tro a vo : a-benn ar wech kentañ, an dro gentañ. Kentañ gwech a vo e teuin abretoc'h. 3. A-WECHOÙ [1898] Pennañ. [1898] Be[z]añ zo oc'h ober eskern un aneval, daou danve[z] kentañ : ar fosfor hag ar ra. Fosfat-ra a ve[z] groet eus ar seurt meskailhez-se. B. Rag. pet. 1. AR C'HENTAÑ : troienn a dalvez d'ober anv eus un den, un dra a arouezer gant un anv gourel ha zo dezhañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver "unan". Ar prenn eo ar c'hentañ eus an danvezioù a raent ganti evit sevel o ziez. Hiziv emañ ar c'hentañ a viz Du. An dug Frañsez ar C'hentañ. Hennezh eo ar c'hentañ. & Kenavo ar c'hentañ : kenavo ar c'hentañ gwelet. 2. AR GENTAÑ : troienn a dalvez d'ober anv eus un den, un dra a arouezer gant un anv benel ha zo dezhañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver unan. Honnezh a oa ar gentañ. 3. Tr. rag. pet. Pep kentañ : an hini, ar re zo a-raok nep hini all. Pep kentañ a zibab e lec'h. 4. Pezh a reer, a lavarer, a weler, h.a., a-raok nep tra all. Kentañ a reas e voe mont da saludiñ e dud. [1878] An nor a voe digoret, ha kentañ a welas ar soudarded, ‘voe an Aotrou Gall, person Plouenan, en e sav sonn dirazo, an aer dinec’h ha dispont dezhañ. [1954] Hep gouzout din, kentañ ’reas a voe diskouez va zammoù rimadelloù d’an dimezell Brenchereau, met ne chomas ket da selaou he meno [...]. 5. Tr. adv. (db. pouez an traoù zo d'ober) DA GENTAÑ : a-raok nep tra all. Da gentañ e ranker sellet ha prennet eo bet an holl zorioù. & (krenvaet gant ur ger all) Da gentañ-penn, da gentañ-holl, da gentañ-razh, da gentañ unan : da gentañ. [1955] Da gentañ-holl, e felle din bezañ gwisket evel an dud, ha n’eo ket e-giz ur spontailh tapet gantañ dilhad da Sul perc’henn ar park, ha dre se n’am boa ket da fiziout an dro-mañ war vreudeur ar C’hourtez hag o boutonoù cherompi. & Ar c'hentañ ar gwellañ : diouzhtu, adalek ma vo tu d'ober an dra-mañ-tra. & Eus ar c'hentañ : eus ar gwellañ zo. Eno e kavot prenn eus ar c'hentañ evit sevel bigi. [1954] [...] hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont. & Trl. adv. Eus ar c'hentañ : mat-kenañ. [1954] Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi [...]. 6. AR PEP KENTAÑ : al lodenn vihanañ eus ar pezh zo da ober. Ne oant ket gouest d'ober ar pep kentañ eus ar pezh a oa en o c'harg. N'eo ket a-walc'h, n'eo ket ar pep kentañ zoken. II. Adv. 1. Termen a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver unan. Ar mab kentañ ganet, ar re gentañ ganet : ar mab henañ, ar vugale zo ganet a-raok nep hini all en o ziegezh. 2. Adv. pouez. Kentañ-razh : da gentañ tout. An dud en em laka kentañ-razh da gomz ag ar burzhud. 3. Impl. da ak. (en e furm lies) Termen a dalvez d'ober anv eus deroù udb. E kentaoù an Iliz e voe kaset da brezeg an Aviel e Bro-C'hall. III. Tr. stl. isur. (e deroù un islav. amzeriañ) Kentañ ma : kerkent ha ma. Ober a rin an dra-se kentañ ma kavin ma zro. [1877] [...] da reiñ labour me 'gred, da dud ha n’o deus ken c’hoant nemet da droc’hañ o gouzoug dezho, kentañ ma kavint o zro. & Kentañ gwech ma, kentañ tro ma : ar wech kentañ, an dro gentañ ma. Kentañ gwech ma teuas en ti e plijas d'an ostizien. Ret e vo din komz sklaer ganto kentañ tro m'o gwelin. [1949] Kentañ tro e [1949] Ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !

Exemples historiques : 
191
Masquer la liste des exemples

kentañ

1499
Référence : LVBCA p112 (premier)

Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.

1575
Référence : M. p.36

Ar roue neuze pan welas ar rouanez na brize ket sakrifie ez c'hourc'hemenas ez vefe kentañ tennet ha troc'het he divronn diouti ha goude-se ez vefe dispennet.

1576
Référence : Cath p21

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Référence : Cath p3-4

Goude-se ez c'halvas ar werc'hez Katell hag ez lavaras dezhi : [«]Onestant dre ard da ard majik ez vefe graet lakat ar rouanez d'ar marv evit-se, mar kerez d'en em repantiñ ha distreiñ, me a ray [ac'hanout] ar gentañ em falez[.»]

1576
Référence : Cath p23

c'hwi en kentañ alvokadez

1581
Référence : ISYK.I p113

4. Goulenn gant humilite pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ kofes kentañ mar galler.

1622
Référence : Do. p54

kentañ kentel

1622
Référence : Do. p4

D. Ret eo ober tri zra : da gentañ, digas da goun an pec'hedoù, en em egzaminañ diligant war gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ha war an seizh pec'hed marvel.

1622
Référence : Do. p42

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

18. Mari, ma spered da gentañ, / A zifennot, pa ho pedan, / Pan deuy an devezh diwezhañ, / Ma renkin respont ha kontañ.

1622
Référence : Do. p64

ar c'hentañ gwellañ

1659
Référence : LDJM.1 pg (ar) quenta (guella)

ar gentañ

1659
Référence : LDJM.1 pg (ar) guenta

ar c'hentañ deiz

1659
Référence : LDJM.1 pg (le) prochain (iour)

kentañ

1659
Référence : LDJM.1 pg premier

ar re gentañ

1659
Référence : LDJM.1 pg (les) Principaux (d'vne Ville)

da gentañ pae

1659
Référence : LDJM.1 pg premierement

da gentañ

1659
Référence : LDJM.1 pg premierement

D. Rentañ a ran da gentañ grasoù da Zoue eus ar madoù em eus [sic] resevet digantañ, spesialamant en deiz-se.

1677
Référence : Do. p53

M. Pehini ez eo ar c'hentañ hag ar priñsipalañ eus an holl orezonoù ? D. Ar Pater noster.

1677
Référence : Do. p19

D'ar pevare, goulenn pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ o c'hofes kentañ ma c'hallimp

1677
Référence : Do. p55

hon tad kentañ Adam

1732
Référence : GReg pg actuellement

an oad kentañ

1732
Référence : GReg pg age

ar bloavezh kentañ eus a dalvoudegezh ur benefis vak a ranker da baeañ

1732
Référence : GReg pg annate

ar c'hentañ a zeu da atakiñ

1732
Référence : GReg pg aggresseur

ar c'hentañ ahel eus ar bed

1732
Référence : GReg pg arctique

ar c'hentañ dug

1732
Référence : GReg pg archiduc

ar c'hentañ eus an duged

1732
Référence : GReg pg archiduc

ar c'hentañ penn eus ar bed, hervez ar vro-mañ

1732
Référence : GReg pg arctique

ar gentañ mudurun pe war hini e fenter e tro ar bed

1732
Référence : GReg pg arctique

ar mab kentañ

1732
Référence : GReg pg ainé

ar verc'h kentañ

1732
Référence : GReg pg ainé

Hor Salver a rebeche d'ar Farizianed e c'hoantaent kalz, hag e klaskent gant re a studi hag a fouge ar plasoù kentañ e-barzh ar c'hompagnunezhoù.

1732
Référence : GReg pg affecter (Jesus-Christ blâmoit les Pharisiens d'affecter les premiers rangs dans les assemblées).

An ene a zo eus ar c'hentañ jener en hon langaj.

1732
Référence : GReg pg ame (l'ame est de masculin genre en Breton).

joa

1732
Référence : GReg pg adieu (Van).

kentañ

1732
Référence : GReg Rakskrid

kentañ ma

1732
Référence : GReg pg d'abord

Adeo va mignoned, kenavezo ar c'hentañ gweled

1732
Référence : GReg pg adieu (adieu, mes amis, jusqu'au revoir).

ar kentañ porzh

1732
Référence : GReg pg avant (avant-cour)

da gentañ

1732
Référence : GReg pg auparavant (avant toues choses)

da gentañ

1732
Référence : GReg pg auparavant

ha ne dleet ket da gentañ parlant ouzhon-me war gement-se ?

1732
Référence : GReg pg auparavant (ne falloit-il pas auparavant parler avec moi de cette affaire ?)

Pêr ha Mari a zo bet embannet er pron evit ar wech kentañ

1732
Référence : GReg pg banir (Pierre et Marie ont été bani à la grand' Messe pour la première fois)

bezañ eo bet graet evit an oferenn-bred ar c'hentañ embann entre Pêr ha Mari

1732
Référence : GReg pg banir (Pierre et Marie ont été bani à la grand' Messe pour la première fois)

ar c'hentañ eus a

1732
Référence : GReg pg capital

ar gentañ kêr eus ar rouantelezh, eus ar broviñs

1732
Référence : GReg pg (la Ville) capital(e du Roïaume, de la Province)

ar pevar kentañ avel : reter, kornôg, su, ha nord

1732
Référence : GReg pg cardinal (les 4 vents Cardinaux)

an Impalazred kentañ eus a Roum

1732
Référence : GReg pg (les anciens) Cesar(s)

ar c'hentañ deiz eus ar bloaz

1732
Référence : GReg pg cirage (application de cire sur quelque chose)

aotored eveus ar c'hentañ renk ; ha re all eveus ur renk izeloc'h

1732
Référence : GReg pg classe (des Auteurs de premieres Classes ; & d'autres d'une Classe au dessous)

ar c'hentañ

1732
Référence : GReg pg doïen (le plus ancien d'un corps)

an hini kentañ

1732
Référence : GReg pg doïen (le plus ancien d'un corps)

ar c'hentañ-gwiskañ

1732
Référence : GReg pg étréne (d'un habit)

ar wech kentañ

1732
Référence : GReg pg fois (La premiere fois.)

ar gentañ gwech

1732
Référence : GReg pg fois (La premiere fois.)

ar maen kentañ

1732
Référence : GReg pg fondamental (Pierre fondamentale, ou angu'aire, la premiere assise du fond , & qui se met dans l'angle.)

lakaat ar maen qentañ en un iliz

1732
Référence : GReg pg fondamental (Mettre la pierre fondamentale, ou la premiere 
à une Eglise.)

lekeet ar maen kentañ en un iliz

1732
Référence : GReg pg fondamental (Mettre la pierre fondamentale, ou la premiere 
à une Eglise, pp.)

Kain eo bet ar c'hentañ en deus muntret e vreuzr, ha graet ar c'hentañ muntr er bed.

1732
Référence : GReg pg fratricide (Caïn fut le premier des Fratricides, ou a commis le premier fratricide.)

En urzh Sant Frañsez ez eus tri zad jeneral : ar c'hentañ eo hini an tadoù Kouventualed, an eil eo hini Santfrañseziz, an drede eo hini ar Gabusined.

1732
Référence : GReg pg general (Dans l'ordre de saint François il y a trois Generaux : le premier est celui des Peres Conventuels, ou Cordeliers à la grande manche, qui est la premiere branche de l'ordre : le deuxiéme est celui des Peres Observantins, ou Cordeliers, des Peres Recollets, des Soccolans, Arabides, des Penitens &c. Le troisiéme est celui des Peres Capucins.)

Ar c'hentañ levr eus ar vibl, pe en hini ez eo diskrivet an istor eus a grouidigezh ar bed, hag eus a vuhez ar Batriarched.

1732
Référence : GReg pg genese (le premier livre de la Bible)

ar c'hentañ jener.

1732
Référence : GReg pg genre (Genre masculin.)

An impalazr Aleksandr ar Bras a eure ar c'hentañ sklaserezh evit lakaat e win da freskaat.

1732
Référence : GReg pg glaciere (Alexandre le grand fut l'inventeur des glacieres pour rafraîchir son vin.)

Ar roue Frañsez kentañ en hanv ay oa mab d'ar c'hont eveus a Añgoulem eme Rabelais, e termenioù goloet.

1732
Référence : GReg pg gosier (Grand-gousier étoit le Pere de Gargantuas, dit Rabelais.)

ar c'hentañ grefier

1732
Référence : GReg pg greffier (Greffier en chef.)

Ar c'han gregorian, pe ar c'han roman, pe ar c'han eus an Iliz, pe ar c'han-plaen, a zo ar c'han ambrozian, pe kan sant Ambroaz, korrijet, kresket ha rentet publik dre 'n Iliz gant sant Gregor, Pab kentañ en hanv.

1732
Référence : GReg pg gregorien (Le chant Gregorien, ou le chant Romain, ou le chant de l'Eglise, ou le plein chant, le chant Ambrosien corrigé par saint Gregoire Pape premier du nom.)

An Hollandezien gentañ en em ravoltas a-enep ar roue a Spagn, pere ay oa lesanvet neuze korked.

1732
Référence : GReg pg gueux (Les gueux de Flandre.)

ar c'hentañ deiz eus a bep miz

1732
Référence : GReg pg kalendes (le premier jour de chaque mois).

ar c'hentañ den

1850
Référence : GON.II pg keñta (Le premier homme).

Kentañ

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "premier, première"

Ar c'hentañ

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "le premier".

Kentañ ha daou-ugent

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "quarante-deuxième".

Ar gentañ

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "la première".

da gentañ

1850
Référence : GON.II pg keñta (d'abord, premièrement).

kentañ

1850
Référence : GON.II pg kétañ (En Vannes).

A-benn an deiz kentañ eus ar bloaz ez in d'ho kwelout.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, (J’irai vous voir au premier jour de l’an).

kentañ

1850
Référence : GON.II pg keñta (Premier. Première. Initial. aussi adverbialement et signifie "dès", "aussitôt", "sitôt", "le plus tôt"), kétañ

Ho c’hoar eo a gano da gentañ.

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, « Ce sera votre sœur qui chantera la première ».

d'ar c'hentañ gweled

1850
Référence : GON.II.HV pg keñta-gwéled (au revoir).

kentañ gweled

1850
Référence : GON.II.HV pg keñta-gwéled (Revoir, première rencontre).

Kentañ warn-ugent

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "vingt et unième".

Kentañ ma er gwelis.

1850
Référence : GON.II pg keñta (Aussitôt que je le vis).

Kentañ ha tregont

1850
Référence : GON.II p.25, livre premier, "trente et unième".

ar re gentañ

1850
Référence : GON.II pg keñta (Les premiers, les premières).

ar gentañ

1850
Référence : GON.II Gramadeg

E-kreiz o c'hentañ brud, 'pad ma c'hwezh an avel, / Un darn merc'hedoù zo a zalc'h uhel o banniel. O c'hribell a ziskar, pa gouezh warno an oad, / Ha neuze ar baotred anezho a ra goap.

1867
Référence : MGK p56

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Référence : MGK p118

Marmouz, c'hwi da gentañ, gwelit al loened-se, lavarit din distag, abeg am eus da se; hag ho kened a zo ker kaer ha gened all ?

1867
Référence : MGK p10

« Kresk a zo, emezañ, pa wel ar beskedenn : / Setu an tamm kentañ eus un tamm frigousenn. »

1867
Référence : MGK p41

« Warc'hoazh kentañ, gant hor filzier, / Dont[,] ni ha tud hon ti : setu ar berrañ tra / Hag ar gwellañ ; / Hon ed a vedimp, a zornimp / Hon-unan, gwellañ ma c'hellimp. »

1867
Référence : MGK p54

Ar c'hwreg a yel er penn kentañ, / Ha c'hwi war-lerc'h, panezeien, / Sonn ho kribell, 'vel kilheien, / A vo klevet c'hoazh o kanañ.

1867
Référence : MGK p132

Ma vije koanteri kar tost da vadelezh, / Warc'hoazh[,] kentañ rafen [eo] skoulm ar briedelezh.

1867
Référence : MGK p74

« Lakit warnañ dioc'htu kroc'hen ur bleiz kignet, / Gwad hag all, tomm-berv, ar c'hentañ vo kavet. »

1867
Référence : MGK p105

Evit o c'has en-dro, kentañ ha ma c'hellimp, / Ni, tud vat, Kristenien, dezho petra a roimp ? / Diner merglet, peñsel, askorn pe vara louet, / Traoù ne brizfe kozh chas c'hwesha evit o boued.

1867
Référence : MGK p119-120

Lavar dezhañ [d'ar "Miliner"] dont kentañ ma c’hello, ha digas gantañ e garr, rak meur a sac’had a zo da reiñ dezhañ da valañ.

1877
Référence : EKG.I. p.89

A-raok an amzer ma komzan anezhi, a-raok an dispac’h [b]ras, pe an dispac’h kentañ, mar kirit, ned’ae da soudard nemet an neb a gare.

1877
Référence : EKG.I. p.259

Kentañ parrez a gaver war an hent eo Plougouloum.

1877
Référence : EKG.I. p.242

Kentañ tizh o devoe, [e] voe klevet ar c’hi Turk oc’h harzhal, evel pa vije kounnaret, hag ar martolod kozh o krial a-bouez e benn : — Piv a zo aze ?

1877
Référence : EKG.I. p.139

Hogen da gentañ e vez ret / Dilezel iliz Plouared ; / Goude dislavaret ho le, / Hag ouc’h an holl goull trugarez.

1877
Référence : EKG.I. p.105

E parrez Pluzuned em eus ur vereuri eus ar re vravañ, hag enni ur merour eus ar re gentañ, atav arc’hant en e c’hodell da baeañ e C’houel-Mikael pa deu ar poent.

1877
Référence : EKG.I. p.92

Kentañ a weljomp o tont er c’hraou voe Jañ-Mari, mes Jañ-Mari disheñvel diouc’h ma oa en abardaez a-raok.

1877
Référence : EKG.I. p.76

An darn vuiañ eus ar re binvidik a ya da lonkañ o leve da Bariz, pe da ur gêr all bennak, da reiñ labour me ['] gred, da dud ha n’o deus ken c’hoant nemet da droc’hañ o gouzoug dezho, kentañ ma kavint o zro.

1877
Référence : EKG.I. p.34

Mont a rejont war-eeun d’ar segreteri. Eno, en ur glask an traoù da oferennañ, e kavjont un arched graet, me 'gred, evit kentañ hini a varvje e kêr, rak, e bro [D]reger, e vez graet alies an archedoù a-raok ma vez ezhomm anezho.

1877
Référence : EKG.I. p.31

Ouc’hpenn-se, digouezhet mat-kenañ oc’h. Dec’h diwezhañ, merour an aotrou de Kermoysan [sic, Kervoazan], a vaner Kerandraoñ, a yoa bet o tigas din samm e loan a lin da nezañ, ar c’hentañ ar gwellañ.

1878
Référence : EKG.II p.230-231

Gwell a-se, rak emgann Kergidu, mard eo bet ar c’hentañ, ne vezo ket an diwezhañ, da vihanañ evidon-me.

1878
Référence : EKG.II p.5

Ne ankounac’haimp ket ac’hanoc’h, ha d’hon amezeien a-dro-war-dro, e lavarimp e pelec’h e viot. C’hwi ne ankounac’haot ket ac’hanomp kennebeut ; fiziañs hon eus er pezh hoc’h eus lavaret deomp. Kenavezo ! ar c’hentañ ar gwellañ. — Kenavezo, tud a galon !

1878
Référence : EKG.II p.9

Kenavezo ar c’hentañ, a liviris da'm c’henvreudeur, ha me en hent, en ur jilgammat, a-zindan divaskell an Aotrou Doue ha va Ael mat.

1878
Référence : EKG.II p.22

Er gambr kentañ ne voe kavet netra, nag en eil kennebeut.

1878
Référence : EKG.II p.225

Kentañ a gavjomp war an hent, e voe Brutus an Normant ; war hennezh, a ouzoc’h, em boa tennet da gentañ.

1878
Référence : EKG.II p.98

An nor a voe digoret, ha kentañ [a] welas ar soudarded, ‘voe an Aotrou Gall, person Plouenan, en e sav sonn dirazo, an aer dinec’h ha dispont dezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.165

Ar c’hentañ en em gavas, a grogas en e gabiez.

1878
Référence : EKG.II p.189

Kentañ a rejont e voe prennañ an or war o lerc’h, ha gervel mestrez an ti a ouient da anaout mat, rak pell a yoa e taolent evezh outi abalamour m’oa bet diskuilhet dezho evel kuzherez beleien ha noblañs disent ouc’h lezennoù ar Republik.

1878
Référence : EKG.II p.222

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Daoust gant petra e ve groet ar "fosfor" ? Gant eskern anevaled : Be[z]añ zo oc'h ober eskern un aneval, daou danve[z] kentañ : ar fosfor hag ar ra. Fosfat-ra a ve[z] groet eus ar seurt meskailhez-se.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ma ! adalek disadorn kentañ graet eo an taol, me a lako ar gir "refusé" war ma "Démocrate" [ur gelaouenn] hag a gemero da hini " ar Groaz".

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Mar bez mat an digemer, ar geder a zeuio d'ar c'hentañ Gorsedd kuz, hag eno e vezo "goulennet" war hanez, gouiziegezh, hag ijinoù kaer hon Gouenn, hag all, dirak bodadeg ar Poellgor a-gevret.

1909
Référence : REZI p.13

Kentañ ma weljont an div vaouez yaouank o tiskenn en dour, e lammjont ganto ; evito da stourm taer, o eren a rejont hag o zeurel e strad o bag, ha tec’hout kuit goude, bec’h ganto war o roeñvoù.

1923
Référence : SKET p.134

An danevelloù-mañ diwar-benn ganedigezh hag oad kentañ pobl ar Gelted a zo bet skrivet gwechall gant Segobranos, mab Segomaros, kadour brudet eus broad al Lingoned.

1923
Référence : SKET p.9

E tarzh kentañ an Amzer, e pennderou an Traoù, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.

1923
Référence : SKET p.26

Ganedigezh Manos ha Bena, ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.

1923
Référence : SKET p.31

Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.

1923
Référence : SKET p.31-32

Ar c’hentañ eus holl ziskennidi Vanos, e teuzas aour hag e labouras kouevr.

1923
Référence : SKET p.56

Da gentañ, e teue an holl, ken gwazed ken maouezed, da lakaat a-wel dirazo an taolioù-micher o doa kaset da benn er seizhvedad bloazioù o paouez tremen, pep-hini en e stad-vicher e-unan.

1923
Référence : SKET p.62

— Marmouz ’zo ac’hanout, ar wech kentañ, ec’h i war da benn er mor !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)

Evel-just, Bilzig a zo bet galvet ar c’hentañ dirak ar barner.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Kenavo ! kenavo ar c’hentañ !…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

Da gentañ e vo kanet an Hini gozh troet en Hini koz, d’an eilvet, Son Janedig ! a gemennas Bilzig.

1925
Référence : BILZ2 p.158

— Alo ! paotred, soukomp ur pennadig, hag ec’h errufomp er gêr evit Nedeleg hag an deiz kentañ ar bloaz. P’hon devo diskarget hon gwinizh en Montroulez, e teufomp d’ar gêr, evit tremen ar gouelioù. Alo ! paotred, un tammig soukadenn !…

1925
Référence : BILZ2 p.170

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !

1929
Référence : SVBV p9

Ar gentañ taolenn a deuzas a-dammouigoù dindan bannoù alaouret an eilvet taolenn, taolenn hudourel, am zrelate, am dalle, hag a flemme hag a atize youl bras [sic] va c'hentañ yaouankiz ; ha war an daolenn-se e oa skeudennet e mil liv disheñvel.

1929
Référence : SVBV p.18

an traoù kentañ hag ar re da eil

1931
Référence : VALL pg (le principal et l')accessoire

da gentañ-holl

1931
Référence : VALL pg d'abord

an oad kentañ

1931
Référence : VALL pg (le premier) age

kentañ pennahel ar bed

1931
Référence : VALL pg (cercle polaire) arctique

kentañ a reas e voe ober

1931
Référence : VALL pg (tout) aussitôt (il fit)

ar pep kentañ hag an eil gentañ

1931
Référence : VALL pg (le principal et l')accessoire

kentañ arnod keltiek

1931
Référence : VALL pg baccalauréat (celtique)

kentañ tizh en doe e voe ober

1931
Référence : VALL pg (tout) aussitôt (il fit)

da gentañ

1931
Référence : VALL pg d'abord

'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Mor-Bihan hag « Ille-et-Vilaine », eo anvet an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'hentañ, ezel eus ar « Conseil d'Etat » ; an eil, enseller war an arc'hant.

1935
Référence : BREI niv. 416/3a

Goustatoc'h eget ar re gentañ e tiskennont c'hoazh (4,83% well-wazh), ha n'eo ket souezhus, pa 'z eo gwir n'eo ket ken pign amañ torrod-meur an Douar-Bras hag e-tal aodoù atlantek ar Stadoù-Unanet (daoust d'ar pezh a soñjer peurliesañ).

1943
Référence : TNKN p61

Ya, met ur boued eus ar fallañ eo anezhañ, da gentañ dre ma'z eo an hini kerañ eus an holl bouedoù ha, dreist-holl, abalamour ma'z eo kontammus hag e tidres hor c'horf.

1943
Référence : TOAA p3

Un afer vras eo d'ur vamm prientiñ traoù he bugel, pa zisparti diganti ar wech kentañ da vont d'ar golaj.

1944
Référence : EURW.1 p29

Da gentañ, n'anavezen ket ur c'hamarad hepken. Un nebeut sizhunvezhioù e chomis evel-se ma-unan, teñval ma fenn, rak an dizaremprederezh a zo mammenn a dristidigezh... hag a werzennoù.

1944
Référence : EURW.1 p.138

Mes ne vern ket ; gant ma faltazi me a wele enni ur werc'hez dispar, karget a c'hened trellus, me a oa ar priñs en doa kavet ar c'hentañ, e-kreiz an natur, ur berlezenn a blac'h vihan na oa ket ret ober arouezioù da ganardiñ ganti.

1944
Référence : EURW.1 p46

Ar re gentañ erru a choaze o gwele[,] ni ne oamp ket abred hag ar c'hornioù mat a oa-holl kemeret.

1944
Référence : EURW.1 p31

Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.

1944
Référence : EURW.1 p29-30

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Référence : EURW.1 p18

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Référence : EURW.1 p15

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

1944
Référence : ATST p.13

« Feiz ! » eme Lukaz, « kanañ a rit d’hoc’h eontr un interamant a gentañ klas ! Mes arabat eo seniñ ar c’hañv re abred, rak marteze hoc’h eontr a zo yac’h-pesk, ha ker buan e vefe gwelet o tont amañ da c’houlenn diganin ur chopinad sistr. »

1944
Référence : ATST p.15

Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.

1944
Référence : ATST p.38

An diaoul kentañ a lavaras d’an diaoul all : — « Lom, gwelout a rit un dra bennak ? »

1944
Référence : ATST p.61

Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » — « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »

1944
Référence : ATST p.93

Ac'hano ez eas da di mestr de la Monnerie, noter e Montroulez, er Ru Vras, da gentañ gomis.

1944
Référence : EURW.1 p11

Er c’hentañ estaj, a-zehou.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Pa vezi dimezet, e vezi anvet kentañ-kloareg, ha noter a-benn daou vloaz goude.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz. Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !

1949
Référence : SIZH p.47

Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.

1949
Référence : SIZH p. 37

Ar wech kentañ e oa d'ar breur Arturo gwelout he dremm dizolo, un dremm unliv damrouz [damrous] : merc'hed e vro a veze ruz o divoc'h, e-giz avaloù azv.

1949
Référence : SIZH p.58

Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.

1949
Référence : SIZH p.40

- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.

1949
Référence : SIZH p.53

An Naer a vije bet bihan e levezon war an Den Kentañ.

1949
Référence : SIZH p.40

Da gentañ, stegnañ a rae pep perc’henn doubieroù ha linselioù [liñselioù] a-hed e di, ha gant neud pe spilhoù steket [sic] e veze outo garlantezoù iliav, torkadoù beuz, lore ha brug gant ur rozenn baper seiz en o c’hreiz.

1954
Référence : VAZA p.39

Lavarout a ris neuze d’am mamm-gozh e oan troet da vont war vor, martolod evel Biz kamm, ha spi am boa da vezañ a-benn pemp bloaz warn-ugent ur c’hentañ mestr e-maez a garg pe zoken ur c’hentañ-mestr « principal », un isofiser e plijfe dezhañ al levrioù, ar c’hoariva, ar sonerezh un tammig muioc’h eget na ra ar peurliesañ an traoù-se d’ar c’hozh vartoloded.

1954
Référence : VAZA p.1954

Hep gouzout din, kentañ ’reas a voe diskouez va zammoù rimadelloù d’an dimezell Brenchereau, met ne chomas ket da selaou he meno ha ne reas an dro-se nemet mont ha dont gant aon rak klevout ur wech ouzhpenn komz eus Verlaine, Villon, Laforgue, Baudelaire, hag ur bern oristaled dizanav na oant ket zoken sonerien, pe washoc’h c’hoazh eus ilizoù ha kalvarioù Breizh ha farielloù all, rak – Parisian [Parizian] ma ’z oa anezhañ ! – na tailh na bailh ne ouie kennebeut all diwar-benn ar seurt traoù.

1954
Référence : VAZA p.180-181

Ne veze tamallet din nemet daou draig hepken : da gentañ, bezañ, hervez ma krede d'ar gelennerien, re glouar ouzh ar jedoniezh, met daoust din poanial warno, mentoniezh, lizherjedoniezh, tric'hornventouriezh, ne oan ket evit ar seurt gastaj : ha d'an eil, re glakenn e oan ivez, war a gleven digant an holl.

1954
Référence : VAZA p.61

Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi, ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! »

1954
Référence : VAZA p.9

Ha peogwir e tle, war a gredan, al levr-mañ dont e-maez ar wask war-dro deiz kentañ ar bloaz, hetiñ a ran deoc’h[-]holl : Bloavezh mat ha ti dilogod.

1954
Référence : VAZA p.190

Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.

1954
Référence : VAZA p.50

Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.

1954
Référence : VAZA p.27

- Arsa, Yann, e c'houlenne hini pe hini berr warnañ, daoust ha n'on ket re ziwezhat d'an ofis ? - Nann 'ta, emezañ, amzer 'zo, n'eus bet c'hoazh nemet ar son gentañ...

1954
Référence : VAZA p.23

Ha mar degouezhe da baotred Mari-Robin, an archerien, dont en arbenn dezhañ, goulenn a raent digantañ e baper kement hag abuziñ o amzer, ha goude ober sin da lenn e lavarent kuit a c'hoarzhin : - Eus ar c'hentañ, va den mat, derc'hit [sic] da vont, rak gwelout a reomp emañ pep tra ganeoc'h hervez al lezenn...

1954
Référence : VAZA p.21

Kerkent ha ma pignas ar Ministr war vourzh, kentañ tra 'reas a voe amwelout ar strollad regennet war ar pont, pep hini eveljust [evel-just] en e gaerañ.

1954
Référence : VAZA p.148

Kenteliet e voe bet gwechall Nikolaz Aleksandrovitch gant G. Lanson, kelenner e Skol-Veur Paris [Pariz], ha komz a rae galleg eus ar c’hentañ.

1954
Référence : VAZA p.162

Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »

1955
Référence : VBRU p.7

Ha setu eno ! deut e oa ganin an taol kentañ…

1955
Référence : VBRU p.6

Lodenn gentañ ar prosez.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Prenn divreinus e ro ar gwez-se, hag ar rusk a zo eus ar c'hentañ evit ober kivij.

1985
Référence : DGBD p60

Kreñv-tre e oa an nor, hag ar potailh oa eus ar c'hentañ ; ar munuzer a anzavas en defe kalz bec'h, hag e ve kalz mekadurioù, ma rankfe arverañ an nerzh

2012
Référence : DJHMH p. 82

Evit bezañ efedus, ha peogwir n'eo ket pal kentañ ar stourmerien, eo arabat chom da dabutal eurvezhioù-pad.

2015
Référence : DISENT p66

Da gentañ ez eo bet krennet hon leveoù, hon c'horvoder nemetañ.

2015
Référence : EHPEA p12

A bep seurt binvioù a c'hall talvoudus neuze, diouzh an degouezh : gitonoù, traktoù, prezegennoù dibunet gant uhelgomzerioù, treuzwiskamañtoù deus ar c'hentañ-tout, t-shirtoù gant ar memes liv hag ar memes frazenn skrivet warne evit reiñ ur skeudenn unvan eus deus ar strollad.

2015
Référence : DISENT p132

Er stadoù a reer "demokratel" anezhe e vez efedus gwask ar galloud da gentañ-penn peogwir ne vez ket implijet ar gwask-se dizehan na re greñv.

2015
Référence : DISENT p153

M'eo mat ar c'henarroud (hag a zo bet choazet ganeoc'h tamm-pe-damm), ma'z eus bet taolet sklêrijenn gant ar mediaoù evel zo dleet, war hoc'h obererezh koulz ha war itrikadennoù hoc'h enebourien, m'ho peus galvet tud vrudet da skoazellañ ho stourm, m'ho peus bodet kalz a dud en-dro deoc'h a-drugarez d'hoc'h obererezh ha d'ar c'houlzad kenskoazell a zo bet war-lerc'h... e c'hall [ho prosez] dont da vezañ ho prosez [sic] ul leurenn bolitikel deus ar c'hentañ troc'h evit ho stourm

2015
Référence : DISENT p174

Ha da heul e vo feulster fizik memestra (en em vac'hagnañ, en em lazhañ, feulster er gêr, felliezh gant feulster...) ouzhpenn d'ar freuzoù kentañ.

2015
Référence : DISENT p62

Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.

2015
Référence : DISENT p73

Kavout karr Yerásimos Demertzís n'eo ket bet an diaesañ. Parket e oa e straed Faétonos e-kichen ar skol kentañ derez.

2016
Référence : BARDF p. 63

Da zeiz kentañ ar bloaz e oa deuet Katherine en-dro gant ar c'harr-nij abalamour d'he labour ha zistro-skol ar bugel.

2023
Référence : DREAM p.35

Note d'étude

Reiñ a ra ar Gonideg ar stumm "kétañ" evel ar stumm eus Bro-Wened.

L'Office public de la langue bretonne