Pellgargañ ar gerioù kar diagent diagentad kentaouvezh kenthed
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!
Goustatoc'h eget ar re gentañ e tiskennont c'hoazh (4,83% well-wazh), ha n'eo ket souezhus, pa 'z eo gwir n'eo ket ken pign amañ torrod-meur an Douar-Bras hag e-tal aodoù atlantek ar Stadoù-Unanet (daoust d'ar pezh a soñjer peurliesañ).
Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.
Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.
« Feiz ! » eme Lukaz, « kanañ a rit d’hoc’h eontr un interamant a gentañ klas ! Mes arabat eo seniñ ar c’hañv re abred, rak marteze hoc’h eontr a zo yac’h-pesk, ha ker buan e vefe gwelet o tont amañ da c’houlenn diganin ur chopinad sistr. »
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
An diaoul kentañ a lavaras d’an diaoul all : — « Lom, gwelout a rit un dra bennak ? »
Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » — « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »
An Naer a vije bet bihan e levezon war an Den Kentañ.
Ar wech kentañ e oa d'ar breur Arturo gwelout he dremm dizolo, un dremm unliv damrouz [damrous] : merc'hed e vro a veze ruz o divoc'h, e-giz avaloù azv.
Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.
- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.
Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz. Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !
Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.
Lodenn gentañ ar prosez.
Prenn divreinus e ro ar gwez-se, hag ar rusk a zo eus ar c'hentañ evit ober kivij.
Kreñv-tre e oa an nor, hag ar potailh oa eus ar c'hentañ ; ar munuzer a anzavas en defe kalz bec'h, hag e ve kalz mekadurioù, ma rankfe arverañ an nerzh
Ha da heul e vo feulster fizik memestra (en em vac'hagnañ, en em lazhañ, feulster er gêr, felliezh gant feulster...) ouzhpenn d'ar freuzoù kentañ.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
hag a zo choazet ganeoc'h tamm-pe-damm), ma'z eus bet taolet sklêrijenn gant ar mediaoù evel zo dleet, war hoc'h obererezh koulz ha war itrikadennoù hoc'h enebourien, m'ho peus galvet tud vrudet da skoazellañ ac'hanoc'h, m'ho peus bodet kalz a dud en-dro deoc'h a-drugarez d'hoc'h obererezh ha d'ar c'houlzad kenskoazell a zo bet war-lerc'h... e c'hall [ho prosez] dont da vezañ ho prosez [sic] ul leurenn bolitikel deus ar c'hentañ troc'h evit ho stourm
Da gentañ ez eo bet krennet hon leveoù, hon c'horvoder nemetañ.
Evit bezañ efedus, ha peogwir n'eo ket pal kentañ ar stourmerien, eo arabat chom da dabutal eurvezhioù-pad.
A bep seurt binvioù a c'hall talvoudus neuze, diouzh an degouezh : gitonoù, traktoù, prezegennoù dibunet gant uhelgomzerioù, treuzwiskamañtoù deus ar c'hentañ-tout, t-shirtoù gant ar memes liv hag ar memes frazenn skrivet warne evit reiñ ur skeudenn unvan eus deus ar strollad.
Er stadoù a reer "demokratel" anezhe e vez efedus gwask ar galloud da gentañ-penn peogwir ne vez ket implijet ar gwask-se dizehan na re greñv.
Kavout karr Yerásimos Demertzís n'eo ket bet an diaesañ. Parket e oa e straed Faétonos e-kichen ar skol kentañ derez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kentanaoudegezh