Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. I. KENTELIAÑ UB. 1. Desevel, reiñ deskadurezh. Adalek e gavell eo kenteliañ ur bugel. Kenteilhit mat ho pugale. 2. Kelenn, skoliata. O c'henteliañ a rae war bep seurt skiantoù. En ti-se e kentelie ur bodadig tud. 3. Reizhañ pe klask reizhañ buhezegezh ub. o reiñ skouerioù mat dezhañ pe ouzh e c'hourdrouz, e gastizañ, o lavaret dezhañ ar pezh a rank ober. Deuit holl da genteliañ an istrogell-se. & Kenteliañ (ub.) hir : e c'hourdrouz e-pad pell o prezeg dezhañ ar skouer vat, en un doare arabadus alies. Kemeret en doa ar pleg da genteliañ ac'hanomp hir. DHS. kelenn. 4. Kemenn, reiñ ditour. Eñ an hini eo en deus ma c'henteliet war an darvoud mantrus-mañ. II. Dre skeud. KENTELIAÑ E BARK, AN EOST : e labourat, bezañ aketus war e dro. Kenteliet mat en deus e bark. Evit kaout eost mat en ur park e ranker e genteliañ ervat. & Trl. Kenteliañ an eost : eostiñ. EVEZH. : distagañ a reer ar furm kenteilh (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn: ['kentɛlj].

Exemples historiques : 
30
Masquer la liste des exemples

kenteliañ

1732
Référence : GReg pg enseigner (instruire de quelque science)

skoliañ, kenteliañ, skoueriañ ar re all

1732
Référence : GReg pg (donner) exemple (aux autres)

bugale ned int ket kenteliet mat

1732
Référence : GReg pg apprendre

bugale kenteliet-mat

1732
Référence : GReg pg apprendre

kenteliet

1732
Référence : GReg pg avertir

Er bloaz-mañ, setu ez eo bet kenteliet brav an eost.

1732
Référence : GReg pg Août (Cette année on a eû beau-temps pour faire l'Août).

bezañ kenteliet

1732
Référence : GReg pg apprendre

kenteliañ ur re

1732
Référence : GReg pg emboucher (quelqu'un)

kenteliet

1732
Référence : GReg pg enseigner (instruire de quelque science)

kenteliañ

1732
Référence : GReg pg apprendre

kenteliañ an dud yaouank

1732
Référence : GReg pg apprendre

kenteliet

1732
Référence : GReg pg Août, apprendre

kenteliañ an eost

1732
Référence : GReg pg Août

kenteliañ

1732
Référence : GReg pg avertir

kenteliañ

1850
Référence : GON.II pg keñtélia (Faire la leçon à quelqu'un. Instruire. Enseigner. Corriger. Edifier, porter à la vertu).

kenteliet

1850
Référence : GON.II pg keñtélia (Faire la leçon à quelqu'un. Instruire. Enseigner. Corriger. Edifier, porter à la vertu. Part.)

N'eo ket kenteliet a-walc'h gant e dad.

1850
Référence : GON.II pg keñtélia (Son père ne le corrige pas assez).

Ret eo kenteliañ abred ho pugale.

1850
Référence : GON.II pg keñtélia (Il faut instruire de bonne heure vos enfants).

Va c'henteliet he deus dre he c'homzoù mat.

1850
Référence : GON.II pg keñtélia (Elle m'a édifié par ses bons discours).

— Ya, ya, rak ma n’her lakeomp ket d’ar marv, eñ hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’eus ket da gontañ war wellaat ennañ ; alies a-walc’h eo bet kenteliet, ha gwelloc’h eo bezañ kiger eget bezañ leue.

1877
Référence : EKG.I. p.109

Kenteliet mat e oa bet an holl war an dra-mañ.

1877
Référence : EKG.I. p.233

War an eskibien e kouezhas da gentañ gwallyoul an dud fallakr : kenteliet-mat e oant gant brasañ enebour en deus Doue hag e Iliz war an douar.

1877
Référence : EKG.I. p.7

Kenteliet gant e c’hoar Anna, ha, dreist-holl, gant an Aotrou Gall, e berson, e teuas da vezañ skouer ar vro.

1878
Référence : EKG.II p.173

Un doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez, hec’h armas, he c’hentelias war gement a dle mab-den da c’houzout [...].

1923
Référence : SKET p.37-38

Pelloc’h, o sevel adarre war o c’harr, e stagent gant o ergerzhadenn dre zouar Manos, o weladenniñ pep kêriadenn, oc’h eeunañ ar c’hammvoazioù, o kenteliañ war ar strujusañ stuziañ-douar, war ar frouezhusañ magañ-loened, hag o verkañ ar gwellaennoù o tereout ouzh pep gra.

1923
Référence : SKET p.62

E-keit ha ma teske Lugus an holl draoù-se da vibien nerzhek Manos, a lavar ouzhpenn an danevellourien ma reomp meneg amañ, Belisama a gentelie ar c’hoarezed penn koant anezho.

1923
Référence : SKET p.59

Kenteliet e voe, ouzhpenn, war an teir glanded : [...]

1924
Référence : SKET.II p.25

— « Bez' ez eus e kêr, emezon-me, un aotrou gouiziek, hag a vije laouen da genteliañ brezhoneg d'ar skolidi vras. »

1944
Référence : EURW.1 p58

Evel just e oa ur rummadig morianed brizhdesket, dreist-holl e karter Glass, kenteliet gant al "Ligue des Droits de l'Homme" ha ne ehane ket da gas klemm war glemm dezhañ.

1985
Référence : DGBD p147

Kenteliet a-zoare e oa bet an arkitektourien yaouank-se da soñjal ne oa ken ur stumm eus ar goteg hag a dalveze : an hini a oa bet o vleuniañ e penn kentañ an XIIIvet kantved en Enez-Bro-C'hall.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux