Télécharger les mots parents goulaouenn-goar goulaouenn-rousin gouloù
Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?
Bremañ ez eus savet war ar Forn, evit he reiñ da anaout d’al listri, un tour-tan hag a zo ennañ sklerijenn, evel ur c’houlaouenn vras-vras, a sav hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guzh, evel ur bugel o c’hoari koukoug a-dreñv kein e vamm. Neuze n’oa ket an traoù er c’hiz-se ; neuze n’oa netra war roc’h ar Forn hag e ranked he c’hlask, en noz, mar doa c’hoant d’he c’haout.
A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.
Mes petra a oa du-se, el liorzh ? Ur c’houlaouenn a oa o parañ dindan ar gwez[-]avaloù ! Ober a rae an dro d’an ti !
Job ha Lom o doa echuet ober an dro d’an ti, e Karreg-al-Louarn, gant ur c’houlaouenn war enaou.
E seurt degouezhioù, pa vank ho tihuner d'ho tihuniñ, ez eo stag ho peoc'h evit an devezh ouzh an doare m'eo c'hwezhet ho pneuioù, ma fulenn ho koulaouennoù, ma tro alc'hwez an enaouerez, Doue ar mekanik a oar ouzh petra c'hoazh eo stag...
Mots précédents
Mots suivants
goulaouenn-dan