Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. Ober goulennoù ouzh ub. Goulennata tud (diwar-benn, a-zivout udb.). & (en tu gouzañv) Goulennataet eo bet gant ar polis. HS. atersiñ. II. V.k.d. 1. Goulennata ouzh ub. : ober goulennoù outañ. Goulennata outañ o deus graet. 2. (db. ar gerioù a dalvez da sevel goulennoù) Goulennata war : lakaat ar goulenn war. "Pegoulz" a c'houlennata war ar mare.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzhed, ha henaourien pobladoù Keltia, hep gallout kaout diganto disklêriadur a-walc’h.

1923
Référence : SKET p.46

goulennata

1923
Référence : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Questionner, interroger".

goulennata

1927
Référence : GERI.Ern pg -ata

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?... [...] "

1929
Référence : SVBV p10

Ar gwaz a zalc'he da c'houlennata : « N'oc'h ket arru er gêr hiriv », emezañ.

1944
Référence : EURW.1 p31

Koulskoude bep mintin, etre dek eur ha kreisteiz, e pignen da gambr ma c'helenner Cavalier, hag e selaouen e gentelioù. Goulennatet e vezen war gentel an deiz a-raok. Deverioù am beze d'ober.

1944
Référence : EURW.1 p.87

E ti an Dault e voe lakaet un daol da dreiñ. Pa grogas da dreiñ, war c'hourc'hemenn ar Fusteg, e voe goulennat[a]et a-zivout an amzer da zont.

1944
Référence : EURW.1 p.156

Un dra fur eo kaout e baperioù gantañ pa gemerer perzh en obererezh : betek gouzout e vefec'h goulennataet ne vefec'h ket kaset d'an ti-polis evit gwiriañ hoc'h identelezh, ar pezh a vefe kalz amzer gollet gant tout an dud, rak ne vern penaos e ouio ar boliserien abred pe ziwezhat piv oc'h-c'hwi -o skaniñ ho poltred hag o klask ar memes poltred e teulioù ar c'hartennoù-anv, ar paseporzhioù, hag all, hag all...-.

2015
Référence : DISENT p163-164

Ret eo deoc'h respont d'ar pezh a zedenn ar gazetennerien un tamm ivez, a-hend-all e c'hallfent mont da c'houlennata unan all peotramant krennañ o fennad.

2015
Référence : DISENT p121

Lakaat a refont e pleustr doareoù surentez dreistordinal kuit a vezañ goulennataet gant ar stourmerien...

2015
Référence : DISENT p82-83

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux