goulenn
gonlen [sic]
goulenn count
goulenn
goulennet
goulenn
goulennet
Abalamour da se, an tamaller publik a c’houlenn ma teufe ar gador-varn unanet da reiñ dezhañ diskarg eus an tamall-mañ a-enep Fabian Croy, korporal er rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het er prizon hanvet Kastell Brest ; ra vezo, abalamour da se, gourc’hemennet gant urcher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizon-se, evit chom eno evel en un ti a justis, hag e vezo ar gourc’hemenn-se roet da anaout da guzulierien Brest ha d’an hini tamallet.
An unanvet beleg-meur ha pevar-ugent, pa c’houlenned outañ diwar-benn an holl draoù-se, a zisklêrias ez oa an daou vrezelour Esus ha Kernunnos, hag o doa an doueed, gant karantez, kred ha kalonded ar plac’h he gouriz arem o teneraat anezho, mennet o c’has daveti bemnoz betek fin ar bed, dezhi da c’hallout tañva un diskuizh bennak.
Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).
En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.
ker buan all en defe goulennet
Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.
Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.
Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.
Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h : — « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »
Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij !
Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni.
- Breur Celestino, ur servij am eus da c'houlenn diganeoc'h !
- Se a zo goulenn per digant an evlec'h, emezañ.
- Ur werz nevez emaoc'h o lipat, breur Arturo ? a c'houlennas. - Feiz, nann !
Un deiz bennak, diouzh ar beure, e c'houlennas digant he merc'h : « Arsa, Soaz, peseurt trouz a glevan ? - Ataoe, ar c'hi, eme eben, ar c'hi o lonkañ un dakenn soubenn manet abaoe dec'h d'an noz. Aflik aflak, emezañ, aflik aflak, n'eo ket gwell [sic] druz, met mont a ra bepred d'an traoñ ! »
Goulenn a rae diganin a-wechoù va mamm-gozh : « Arsa, petra ac'h eus d' ober bemdeiz gant ar bara-se ? - « Feiz, emezon, boueta va evn ! »
Etretant, tapet en devoa ar c’hure pleg da c’houlenn diganin meur a dra diwar-benn an doare-skrivañ, an istor, an douaroniezh, ha pa welas ne oan nag ur genaoueg nag un azen (2), setu ma pedas va mamm da reiñ dezhañ aotre da zeskiñ al latin d’he fennhêr [...].
Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.
Ur vamm a c'houlenn bezañ skeudennet gant he daou vugel, setu a zo graet.
En em c'houlenn a raen, o tostaat ouzh he zi, piv a vefe aze ganti o fistilhat.
"Ne c'houlennan ket kement-se", a eilgerias Jekyll en ur lakaat e zorn war vrec'h egile. "Ne c'houlennan nemet ar reizhded ; goulenn a ran diganeoc'h e skoazellañ, dre garantez ouzhin, pa na vin ket amañ ken.
Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...
Ma vez goulennet ouzhpenn-se gant an arvesterien kemer perzh, evit degas kemmoù d'ar sketch a zo bet c'hoariet -goulenn gant diskoulmañ ar gudenn evit ober an enebourien kilañ, da skouer-, e teu da vezañ "c'hoariva forom".
Paotr pe plac'h ar pellgomz a rank gervel en-dro an dud aet d'ar gêr neuze, ha pediñ anezhe d'en em vodañ dirak an ti-polis evit goulenn groñs ma vo dishualet o c'hamaladed...
Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.
"Gant piv int bet kavet?" a c'houlennan ouzh Koula.
"Fred Astaire pe Gene Kelly?" a c'houlenn he merc'h outi.
Mots précédents
Mots suivants
goulenn