Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. GOULENN UDB. DIGANT, A-ZIGANT UB. : mont ouzh ub. (dre gomz, dre skrid) a-benn kaout udb., ur servij digantañ. Goulenn un tamm bara digant e amezeg. Kerzh da c'houlenn ur gontell diganto. Goulennet em eus an aluzen diganti. Goulenn sikour digant e vreur. Goulenn e skoazell digant ur mignon. Goulenn bod digant tud dianav. & Goulenn digor digant ub. & Goulenn e vuhez digant ub. : aspediñ na vezañ lazhet. & Ent krenn Goulennit hag ho po. & Trl. skeud. Goulenn per* digant an evlec'h. & Goulenn kastrilhez* digant un halegenn. 2. GWECHALL Goulenn ur plac'h (da bried, da zimeziñ, da eurediñ) digant he zud : reiñ da c'houzout da dud ur plac'h yaouank he c'hoantaer da bried. Fellout a ra din mont da'z koulenn digant da dad. & Dre skeud. Goulenn he dorn digant ub. : kemenn da ub. dimeziñ ganti. 3. (dirak un av.) Goulenn digant ub. : kinnig, kemenn, gourc'hemenn da ub. ober udb. Goulennit digantañ gwerzhañ deoc'h e di. Goulenn diganti kanañ. & Ent krenn An dud a c'houlennas mont di. 4. (dirak un islav. degaset gant ar stl. isur. "ma" + ur v. en amzer-da-zont) Kinnig, kemenn, gourc'hemenn. Ret e vo goulenn diganto ma vo digoret an nor dimp. Ne c'houlennomp diganto nemet m'hol lezint e peoc'h. Goulennit ma vevin. & Ent krenn Goulennit ma vo digoret an nor ! 5. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e") Reiñ da c'houzout e c'hoant. Goulenn digant ub. e vefe graet udb. B. 1. GOULENN UDB. OUZH UB. : mont ouzh ub. (dre gomz, dre skrid) a-benn kaout ur respont dioutañ ; klask gouzout udb. Goulenn an eur ouzh ub. Deuet on da c'houlenn pardon ouzhoc'h. « Prest eo lein ? - N'ouzon ket, kae da c'houlenn outañ. » Goulennit outi an hent da vont di. Goulenn a reas groñs outo ur respont prim. & Ent krenn « Pelec'h emaomp ? » a c'houlennas ar paotr. Mont hep goulenn e hent. 2. Ent krenn, dre fent (evit diarbenn un aters) « Perak e rez an dra-se ? - D'ober d'ar sod goulenn ha d'ar fur tevel ! ». 3. (dirak un islav. degaset gant ar stl. isur. ma + ur v. en amzer dazont) Kinnig, kemenn, gourc'hemenn. Goulenn ouzh da vamm ma'z i di. 4. (dirak lavarennoù dizalc'h degaset gant ar gerioù-goulenn piv, petra, pelec'h, penaos, ha, hag-eñ, h.a.) Goulenn outo piv eo. Kae da c'houlenn outañ perak en deus graet se. Goulenn a reas outi ha kavout a ra dezhi e c'hallje gwelet ar mor. Goude-se e c'houlennjont outañ hag-en e vefe plijet da vont da bourmen. & Ent krenn Pa c'houlenno e pe lec'h edon e vo souezhet. 5. Ent krenn Goulenn ouzh ub. : atersiñ ub. Mont a reas d'e gaout evit goulenn outañ. C. Trl. skeud. Goulenn bezañ krouget, lonket (gant al Loar), bezañ maout : goulenn bezañ kastizet. "A : nann," eme Yann, "me a c'houlenn bezañ lonket gant al loar mard eus un tamm keuneud laeret ganin.". II. V.k.e. A. 1. (db. parezed al loened) Goulenn (ar) par*. 2. (db. korf an dud, al loened) Kaout ezhomm. Ma divesker a c'houlenn ehanañ. 3. (db. an traoù) Bezañ ret udb. gantañ. Ar gleurc'h-mañ a c'houlenn kalz a amanenn. Al labour-mañ a c'houlenn kalz amzer. B. Dre ast. (db. an dud, er st. nac'h prl., dirak un av.) 1. Kaout c'hoant, mennout, fellout da. Ne c'houlenn ket dont ganimp. Ne c'houlennan ket ober an dra-se. Ar re-mañ zo pennoù-fall na c'houlennont ket sentiñ. Goulennet a-walc'h he dije kaout bugale. & Ent krenn Ne c'houlennan ket ! Se zo goulennet : se zo graet a-ratozh. 2. (db. an traoù zo diouer bras anezho) Kaout ezhomm, kaout c'hoant. Labour eo a c'houlennomp ! Bara eo a c'houlennomp ! III. V.k.d. GOULENN WAR-LERC'H UB. : klask ub. oc'h atersiñ an dud. Bepred e vez o c'houlenn war e lerc'h. IV. V.g. Ober ur goulenn, goulennoù. Dalc'h da c'houlenn. Ne c'houlennis morse. & Trl. Ober udb. hep goulenn na diskenn : ober udb. hep aotre. Kemeret o deus da zebriñ ha da evañ hep goulenn na diskenn. V. YEZHAD. (en e furm av.) Ar goulenn, ar stumm goulenn : ar sevel goulennoù (o lakaat an ton da greskiñ prl.). Ar goulenn eeun. Ar goulenn dieeun. & Lavarenn c'houlenn : (ur) goulenn. "Piv eo an den se ?" zo ul lavarenn c'houlenn. & Ger goulenn : ger a dalvez da sevel goulennoù. "Piv, petra, pegement" zo gerioù goulenn. & Rannig goulenn : ger a dalvez da sevel goulennoù. "Ha" zo ur rannig goulenn. & Pik-goulenn : a arouezer ur goulenn gantañ e dibenn ur frazenn.

Skouerioù istorel : 
127
Kuzhat roll ar skouerioù

goulenn

1499
Daveenn : LVBCA p86 (demander)

[«] Rak-se bremañ ni a c'houlenn ouzhit ar c'homañsamant : pe a [a be] lignez out-te ?[»]

1576
Daveenn : Cath p9

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Daveenn : Cath p6

Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri.

1576
Daveenn : Cath p11

Hag ez teuas d'en em varvailhe en bras war an gened anezhi, maz c'holennas piv oa, hag ez voe respontet dezhañ gant unan a'n gwerc'hezed, homañ eo Katell peheni a gustumes en amzer dremenet da aznavout[.]

1576
Daveenn : Cath p26

[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]

1576
Daveenn : Cath p7

M. Pehini eo ar c'hentañ hag ar prinsipalañ eus an holl Orezonoù ? D. Ar Pater noster. M. Pe evit tra ? D. Abalamour ma'z eo hor salver memes en deveus-hi graet ha ma'z eo komprenet enni parfetamant kement a zleomp da c'houlenn ouzh Doue.

1622
Daveenn : Do. p18

Goulenn digantañ gras ha gwir entendamant da aznavout ha da gazet an pec'hedoù

1622
Daveenn : Do. p54

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

Goude-se, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hed nag ofañs en deus graet a-enep Doue an deiz-se, en soñjezonoù, er c'homzoù, en euvroù hag en ankounaat ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp muiañ subiet.

1622
Daveenn : Do. p54

gwelet penaos am goulennit

1659
Daveenn : LDJM.1 pg veu (que vous me demandez)

goulenn oc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg prier

goulenn diouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg demander

gonlen [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gonlen

goulenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg implorer, interroger

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Daveenn : Do. p53

D'an eil poent, goulenn digantañ ar c'hras ha gwir sklêrijenn da anaout ha da gasaat ar pec'hed.

1677
Daveenn : Do. p55

Ne c'houlennan nemet an enor eus ho karantez.

1732
Daveenn : GReg pg graces (Je ne demande que l'honneur de vos bonnes graces, de votre bienveillance.)

An dereadegezh a c'houlenn e raemp meur a dra, pere ne raemp ket anez.

1732
Daveenn : GReg pg bienseance (La bienseance exige de nous plusieurs devoirs.)

me a c'houlenn monet da Bariz

1732
Daveenn : GReg pg (je) demande (d'aller à Paris)

monet da Bariz a c'houlennan

1732
Daveenn : GReg pg (je) demande (d'aller à Paris)

bez e c'houlennan mont da Bariz

1732
Daveenn : GReg pg (je) demande (d'aller à Paris)

goulenn an aluzen

1732
Daveenn : GReg pg demander (sa vie, mendier)

goulennit, eme hon Salver, hag hoz pezo, hag ez resevot

1732
Daveenn : GReg pg demandez (& vous revevrez, dit Jesus-Christ)

goulennet digantañ, diganti

1732
Daveenn : GReg pg enquis (ise)

hervez a c'houlenno an afer

1732
Daveenn : GReg pg (selon l') exigence (des cas)

goulenn un dra a zo dleet

1732
Daveenn : GReg pg exiger (demander ce qui est dû)

goulenn e baemant

1732
Daveenn : GReg pg exiger (son païement)

goulenn ar pezh ne deo ket dleet

1732
Daveenn : GReg pg exiger (ce qui n'est pas dû)

an onestiz a c'houlenn penaos

1732
Daveenn : GReg pg (l'honnêteté) exige (que)

a c'haller da c'houlenn

1732
Daveenn : GReg pg exigible

un dra pehini a c'houlenn ez soñjed ennañ a-zevri

1732
Daveenn : GReg pg consequence (Une affaire de consequence.)

Ne c'houlennan nemet an enor eus ho krasoù-vat.

1732
Daveenn : GReg pg graces (Je ne demande que l'honneur de vos bonnes graces, de votre bienveillance.)

Ur gouenn milliget a c'houlenn burzhudoù ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

Ur bobl fall ha bastard a c'houlenn burzhudoù, ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

Doue a c'houlenn digant ar pec'her gwellidigezh a vuhez ha nompas e gollidigezh

1732
Daveenn : GReg pg amandement

Doue ne fell ket dezhañ koll ar pec'her, goulenn a ra hepmuiken e teufe da cheñch buhezegezh

1732
Daveenn : GReg pg amandement

An dereadegezh a c'houlenn kalz a draoù diganeomp pere ne raemp ket anez.

1732
Daveenn : GReg pg bienseance (La bienseance exige de nous plusieurs devoirs.)

An onestiz a c'houlenn kalz a draoù diganeomp, pere ne raemp ket anez.

1732
Daveenn : GReg pg bienseance (La bienseance exige de nous plusieurs devoirs.)

An onestiz a c'houlenn e raemp meur a dra, pere ne raemp ket anez.

1732
Daveenn : GReg pg bienseance (La bienseance exige de nous plusieurs devoirs.)

goulenn ur breou

1732
Daveenn : GReg pg (parler aux Hebrieux, termes burlesques, pour dire, demander un) brieux (ou congé au Commissaire de naviguer)

goulenn count

1732
Daveenn : GReg pg (demander) compte

goulenn

1732
Daveenn : GReg pg demander

goulennet

1732
Daveenn : GReg pg demander, demandé (ée)

goulenn un dra digant ur re

1732
Daveenn : GReg pg demander (une chose à quelqu'un)

Aotreit dezhañ ar pezh a c'houlenn.

1850
Daveenn : GON.II pg aotréa (Accordez-lui ce qu'il demande).

Unan bennak a zo deuet amañ d'ho koulenn ; gwelet hoc'h eus eñ ?

1850
Daveenn : GON.II p.77

an dereadegezh a c'houlenn kalz a draoù diganeomp

1850
Daveenn : GON.II pg déréadégez

dic'hallus eo ar pezh a c'houlennit

1850
Daveenn : GON.II pg dic'halluz

a zor e dor e c'houlenn

1850
Daveenn : GON.II pg dôr

goulenn

1850
Daveenn : GON.II pg goulenn, mennout

goulenniñ

1850
Daveenn : GON.II pg goulenn

goulennet

1850
Daveenn : GON.II pg goulenn

goulennit hag ho pezo

1850
Daveenn : GON.II pg goulenn

na c'houlennan netra diganeoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg goulenn

N'eo ket hounnezh am eus goulennet, eben eo.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Nebeut a c'houlennen, hag em eus bet kalz.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Anzavit ar wirionez, ne c'houlenner ken diganeoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg añsavout (Avouez la vérité, c'est tout ce qu'on vous demande.)

Goulennit an dra-se diganto.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Demandez-leur cela".

Gwelet em eus ar merc’hed eus a bere e c’houlennec’h keloù.

1850
Daveenn : GON.II p.73

deuet on da c'houlenn ali diwar an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg ali

Gant m’am bezo bepred peadra da vevañ, ne c’houlennann ken.

1850
Daveenn : GON.II p.82, livre second, « Pourvu que j’aie toujours de quoi vivre, je n’en demande pas davantage »

N’en deus goulennet nemet dek skoed.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Il n’a demandé que dix écus ».

Logodenn gêr 'c'houll diganti / Ha n'he devoa tamm da zibriñ ?

1867
Daveenn : MGK p126

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet

1867
Daveenn : MGK p22

Setu an amzer zo bremañ ! / Neb piv bennak a oar goulenn / En ur derriñ d'an dud o fenn, / Neb zo kasaus, a deu a ya / 'Bep eil da glemm ha da ouelañ, / En devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom

1867
Daveenn : MGK p22

Sklaer e lagad, en ur werenn / Gwin all, gant neuz da vezañ mat, / A voe lipet dioc'htu : pep hini a c'houlenn / Anezhañ da evañ ; / Ober an dro a ra.

1867
Daveenn : MGK p39

Ar goulm neuze zispak he divaskellig wenn, / A nij, hag o welet eo an heizez paket / Gant an den didruez evit bezañ lazhet, / A zistro war he giz da zigas ar c'heloù, / Hep goulenn diganti penaos, e pe zoare / Hag ar mare / Ma oa bet aet e gaou.

1867
Daveenn : MGK p46-47

'Velato hed-ha-hed daou, tri bloaz a dremen ; / Dont a ra da nec'hiñ, ne deu den d'he goulenn.

1867
Daveenn : MGK p56

« Deoc'h-hu 'ta c'hoazh, merc'hed, bennozh 'vit ho kelenn, / It d'ar gêr ha chomit ken nad in d'ho koulenn. »

1867
Daveenn : MGK p64

Lavaret a reas d’ar bobl a yoa e toull-dor an eskopti : — It pep hini d’e gêr, va bugale vat, mont a ran da c’houlenn kuzul digant va vikeled-vras, ha digant tud vat all a zo amañ en eskopti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

An aer en deus da c’houlenn outañ e-unan : Daoust ha n'eo ket an holl draoù-mañ un huñvre ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.131

Hogen da gentañ e vez ret / Dilezel iliz Plouared ; / Goude dislavaret ho le, / Hag ouc’h an holl goull trugarez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105

Pell a zo emaoc’h o c’houlenn digant Yann Pennorzh kontañ deoc’h e vuhez : Mat, setu amañ un abadenn eus e yaouankiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1

C’hwi ’dlefe goulenn trugarez / Ouc’h an dud hoc’h eus, hep truez, / Er-maez an Iliz diheñchet, / ’Vel ma ra ar bleiz d’an deñved.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Bemdez e kleve ar c’heleier, gouzout a rae petra [a] c’houlenned digant an eskibien, e genvreudeur, ha n’edo ket a-zindan-zivin e vije, a-barzh nebeut, goulennet digantañ ar memes tra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.9

Unan bennak hor beus paket evelato, hag em beus goulennet diganto piv a yoa en o fenn

1877
Daveenn : EKG.I. p.312

Choaz a rejont Lun ar "Rogasionoù, abalamour", en Aviel an deiz-se, Jezuz-Krist a lavar : "Goulennit hag e vezo roet deoc’h". Hogen ezhomm bras o doa an holl eus a drugarez an Aotrou Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157-158

Koulskoude, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ma vije aet unan bennak ac’hanomp betek enno, en divije gellet komz outo ha lavaret dezho n’omp ket digalonekaet ha ne c’houlennomp ket gwell eget en em gannañ adarre ouc’h [ouzh]Canclaux.

1878
Daveenn : EKG.II p.107

Hini ac’hanomp n’er oar, hag ar re a zigas bevañs deomp, ne ouzont ket kennebeut, er goulenn em eus graet diganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.105

Diskuizh omp bremañ, ha ne c’houlennomp ket gwell eget mont adarre en hent.

1878
Daveenn : EKG.II p.101

Va spered a yoa gant va c’homper Herve Soutre, gant Katell Eukat, gant Ivonig hag an Did, va filhorez, hag ivez gand Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier, hag e c’houlennen ouzhin va-unan : — Daoust petra int deuet da vezañ ?

1878
Daveenn : EKG.II p.44-45

En em strinkañ a reas d'an daoulin da drugarekaat an Ao. Doue ha da c'houlenn digantañ pardon eus e bec'hejoù Doue a selaouas e bedenn.

1889
Daveenn : SFA p110

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

War an eil bost, an Ao. Douareg a c'houlenn ma vo savet ar paeroniezh a-raok strollad ar baotred yaouank.

1908
Daveenn : FHAB Genver, niv.1, p10

Mar bez mat an digemer, ar geder a zeuio d'ar c'hentañ Gorsedd kuz, hag eno e vezo "goulennet" war hanez, gouiziegezh, hag ijinoù kaer hon Gouenn, hag all, dirak bodadeg ar Poellgor a-gevret.

1909
Daveenn : REZI p. 13

An Drouiz-Veur, un nebeud amzer a-raok ar Gorsedd kuz, a zispleg doare, da holl izili ar Poellgor, eus an enklaskoù, hag a c'houlenn diganto reiñ un ali kentañ.

1909
Daveenn : REZI p. 12

Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezhomm, war bep tra ma da skoazelliñ ar vro hag ar sepred barzhek ; evit an emglev, war bezh a sell ouzh lidoù ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag ur Barzh bennak mar'z eus ezhomm ; evit dibab ha goulenniñ ar Varzhed nevez.

1909
Daveenn : REZI p. 10

Enebiñ a reomp gant hon holl nerzh ha goulenn start hêrezh hon tadoù.

1911
Daveenn : PSEP p III

Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda.

1923
Daveenn : SKET p.13

Ur pennadig goude, e c’houlennas ouzhin hag ar c’hiz e oa gant ar Gelted, evel gant Ejiptiz, ec’h euredje ar breur gant e c’hoar.

1923
Daveenn : SKET p.45

Hag en em c’houlennen a-wechoù pelec’h ez oa ar c’hoadoù o doa gwaskedet bugaleerezh Manos ha Bena, hag ez oa deut ac’hano darn eus ar c’hourvibien anezho er broioù a zo douret gant an Albis, ar Visuria hag ar Rênos.

1923
Daveenn : SKET p.46

Glan out ha ne dleez ket ober da rann en hor reuz. N’houlomp ket ez pefe droug en abeg deomp-ni. Tec’h kuit bremañ !

1923
Daveenn : SKET p.107

En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.

1923
Daveenn : SKET p.110

An unanvet beleg-meur ha pevar-ugent, pa c’houlenned outañ diwar-benn an holl draoù-se, a zisklêrias ez oa an daou vrezelour Esus ha Kernunnos, hag o doa an doueed, gant karantez, kred ha kalonded ar plac’h he gouriz arem o teneraat anezho, mennet o c’has daveti bemnoz betek fin ar bed, dezhi da c’hallout tañva un diskuizh bennak.

1923
Daveenn : SKET p.116

Eus ar baotred hag ar plac’hed yaouank-se ur c’halz o doa divroet dre garantez d’ar Ouenn, dre lealded d’al Lezenn, dre n’houlent ket digemerout ermaezidi en o bro, dre ma felle dezho derc’hel glan ha digemmesk ar gwad o devoa bet digant o zadoù.

1923
Daveenn : SKET p.139

Abalamour da betra ? Abalamour da betra ?… Goulennit digantañ. Eñ e-unan, moarvat, ne vije ket bet evit hen displegañ dirakoc’h, hen gouzañv a rae.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Kaer en deus bet an aotrou person goulenn digant ar paotr piv a oa al laer pe al laeron, hanv ebet na dennas dioutañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Komz a rejont outañ ha goulenn ma tennje e zaouarn da ziskouez dezho e zremm.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

O welout paotr e galabousenn arc'hantet o vont hebiou din, e c'houlennis digantañ war zigarez farsal : - Nasquo pas vu la Tarasquo ? - O Coquino de dious ! a eilgerias an Taraskonad en eur gerzhout buanoc'h-buanañ.

1929
Daveenn : SVBV p11

goulennit ouzh hemañ ha henhont

1931
Daveenn : VALL autre

ker buan all en defe goulennet

1931
Daveenn : VALL pg autant

— « Gant piv emañ ar simbolenn hiriv ? » a c'houlennas an Aotrou Bouder da beder eur. Grik ebet gant den.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

« Ne c'houllan ket a-grenn, a respontas ma zad, petra 'm eus graet evit gounit anezhi [ar vedalenn] muioc'h eget unan bennak all ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.

1944
Daveenn : ATST p.9

Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h : — « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »

1944
Daveenn : ATST p.68

"Enaud ha me, ha te, sell ha tri. Bremañ, me 'anavez tri all, hag ez aimp d'o gwelout a-gevret. Sell ha c'hwec'h. Erfin, goulenn digant an Ouest-Eclair embann ur ger bennak da reiñ keloù..."

1944
Daveenn : EURW.1 p.140

Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Pa veze sonet ar c'hloc'h e tirede ur vatezh, gant ur c'hoef mod Treger, hag e oa gourc'hemennet dezhi komz brezhoneg ouzh an dud a zigouezhe da c'houlenn digor.

1944
Daveenn : EURW.1 p55

Boemet ma oa gant strobinelloù ar vatezhig e c’houlennas diganti bezañ e bried.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Ur beleg a oa eno o c'houlenn digant ar gerent : « E peseurt pañsion emañ ho mab ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p31

E-kerzh ar C’hendalc’h, e voe bet ul lizher-dre-orjal digant rener ar Felibrige Latin, an aotrou Roqueferrier, eus Montpellier, o kas dimp gourc’hemennoù tud ar c’hreisteiz, stag eveldomp-ni d’o yezh, hag a c’houlenne kerzhout dorn ouzh dorn gant ar Varzhegezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij !

1949
Daveenn : SIZH p.46

- Ur werz nevez emaoc'h o lipat, breur Arturo ? a c'houlennas. - Feiz, nann !

1949
Daveenn : SIZH p.47

- Se a zo goulenn per digant an evlec'h, emezañ.

1949
Daveenn : SIZH p.50

- Breur Celestino, ur servij am eus da c'houlenn diganeoc'h !

1949
Daveenn : SIZH p.63

Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Ur vamm a c'houlenn bezañ skeudennet gant he daou vugel, setu a zo graet.

1985
Daveenn : DGBD p31

"Ne c'houlennan ket kement-se", a eilgerias Jekyll en ur lakaat e zorn war vrec'h egile. "Ne c'houlennan nemet ar reizhded ; goulenn a ran diganeoc'h e skoazellañ, dre garantez ouzhin, pa na vin ket amañ ken.

2012
Daveenn : DJHMH p35

Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...

2015
Daveenn : DISENT p57

Ma vez goulennet ouzhpenn-se gant an arvesterien kemer perzh, evit degas kemmoù d'ar sketch a zo bet c'hoariet -goulenn gant diskoulmañ ar gudenn evit ober an enebourien kilañ, da skouer-, e teu da vezañ "c'hoariva forom".

2015
Daveenn : DISENT p55

"Gant piv int bet kavet?" a c'houlennan ouzh Koula.

2015
Daveenn : EHPEA p13

Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.

2015
Daveenn : DISENT p78

Paotr pe plac'h ar pellgomz a rank gervel en-dro an dud aet d'ar gêr neuze, ha pediñ anezhe d'en em vodañ dirak an ti-polis evit goulenn groñs ma vo dishualet o c'hamaladed...

2015
Daveenn : DISENT p162

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial