Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. I. Goulenn en un doare uvel ha dalc'hus. Azgoulenn udb. ouzh ub. II. (gant ar stl. isur. ma dirak ur v. en amzer-da-zont en un islav. a verk ur youl greñv) 1. Aspediñ. Azgoulenn ouzh ub. ma teuy buan : e aspediñ da zont buan. 2. Goulenn groñs. Azgoulenn ouzh ar Stad ma vo roet dimp hor gwirioù. DHS. arc'hiñ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

D’an divroad o tremen, hag oc’h azgoulenn diganeoc’h boued ha bod, roit herberc’h an doueed, herberc’hiadur un nozvezh hag un devezh, herberc’hiadur teir nozvezh ha tri devezh, herberc’hiadur nav nozvezh ha nav devezh.

1923
Daveenn : SKET p.52

A zo gwazh, e c’hoarvezas, o vezañ m’oa bravoc’h ar ouenn anezho eget hini ar vroidi, ez azgoulennas diganto, bep bloaz, ar roueed tro-dro, ouzhpenn ar pennoù-chatal, ur c’hement-mañ-kement eus o c’hrennarded hag o c’hrennardezed, d’ober anezho mevelien ha serc’hed en o ziez.

1923
Daveenn : SKET p.91

Ha reiñ din a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Ur ro ha n’eo ket un amprest eo a az[g]oulennan diganez, rak da grediñ eo n’en em gavimp biken nag er bed-mañ nag er bed-all.

1923
Daveenn : SKET p.105

azgoulenn, azc’houlenn

1923
Daveenn : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Demander avec instance, exiger, implorer".

azgoulenn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVIII

azgoulenn digant

1931
Daveenn : VALL pg adjurer

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial