Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Kentañ skleur an deiz a weler a-raok ma ve savet an heol. Splannañ, sevel a ra ar gouloù-deiz. 2. Mare ma teu ar skleur-se war wel. Kerkent ha gouloù-deiz ez eas en hent. [1955] Neb a felle dezhañ mont da Wengamp, da Sant-Brieg pe Bariz a ranke bezañ en ti-hent-houarn pell-pell kent goulou-deiz. & Trl. Adal gouloù-deiz betek serr-noz : a-hed an deiz. [1954] Pieds Plats ’vat a vounte e fri e pep lec’h ha plediñ a rae gant kement tra : ur gwaz strizh ha garv anezhañ, krenañ a rae pep hini dirazañ, hag adal goulou-deiz bete serr-noz e veze klevet o vouboual hag o veogal eus an eil korn d’egile. & Tr. adv. Da c'houloù-deiz : e-kerzh ar prantad-se. Sevel da c'houloù-deiz. Warc'hoazh da c'houloù-deiz. & Mintin-c'houloù-deiz : abred-tre diouzh ar mintin. HS. tarzh-deiz. ES. digor-noz, peuznoz, rouz-noz, serr-noz.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

abaoe gouloù-deiz

1659
Référence : LDJM.1 pg des (le point du jour)

gouloù-deiz

1659
Référence : LDJM.1 pg crepuscule, point (du iour)

abaoe goulou-deiz e studian

1659
Référence : LDJM.1 pg abaoue (goulou deiz e studian)

Kekent ha gouloù-deiz

1732
Référence : GReg pg (dès la pointe du) jour

gouloù-deiz

1732
Référence : GReg pg aube (le point du jour, l'aurore, le crepuscule du matin, les nuées eclairées des rayons du Soleil, lors qu'il est a 18 degrez près de l'horison)

adalek gouloù-deiz

1732
Référence : GReg pg (dès la pointe du) jour

kent gouloù-deiz

1732
Référence : GReg pg avant (avant-jour)

gouloù-deiz

1850
Référence : GON.II pg goulou-deiz (aurore, lumière qui parait avant que le soleil soit sur l'horizon. point du jour. aube du jour. crépuscule du matin).

Goulennet he deus heuliañ ar vederien, ha dastum an tamouezennoù a chomo en o [d]ilerc'h ; hag azalek goulou-deiz betek [b]remañ, emañ er park, hep bezañ distroet d'ar gêr pennad ebet.

1850
Référence : GON.II p.101, Buez Ruth.

Da c'houloù-deiz e vezin ouzh ho tor.

1850
Référence : GON.II pg goulou-deiz (Je serai à votre porte au point du jour).

da c'houloù-deiz

1850
Référence : GON.II pg deiz, déz (au point du jour).

Da c'houloù-deiz, / E oa goullo ha yen o neizh.

1867
Référence : MGK p54

E amezeg avat[,] dezhañ, arc'hant e-leizh, Ne gane ket nemeur ha ne gouske berad ; Pinvidik peurfonn voa. Hemañ, da c'houloù-deiz, pa serre e lagad Gwechoùigoù da vorennañ, A veze dihunet gant kripin o kanañ.

1867
Référence : MGK p27

— « An ed-mañ zo darev : da-gaout hor mignoned, / Kae, va mab, emezañ, d'o fediñ, pa 'z eo ret, / Da zont gant pep a falz da c'houloù-deiz, warc'hoazh, / Da reiñ deomp un tammig skoaz. »

1867
Référence : MGK p52

N’oan ket re ziwezhat, ha, ma n’en em gavje netra ganen, e vijen c’hoazh a-raok goulou-deiz e penn va beaj.

1878
Référence : EKG.II p.32

Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devezh, an tommder hag an emgannoù.

1923
Référence : SKET p.80

Kerkent ha damskleur ar goulou-deiz e steuzie ar speredoù o tec’hout en-dro d’o faou.

1923
Référence : SKET p.114

damskleur [...] ar goulou-deiz

1923
Référence : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Premières lueurs de l’aube".

War an tevenn-se eo en em zastument bemdez kent skleurenn ar gouloù-deiz da veuliñ tarzh kentañ an heol dre o c’han, bouderezh o c’hornioù hirgamm ha hesonerezh o zelennoù (2).

1923
Référence : SKET p.94

Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Goulou-deiz a save : bremañ e weled anezhe evel ur blojad merien e-barzh an drag, deut war c’horre an dour.

1925
Référence : BILZ2 p.111

gouloù-deiz

1931
Référence : VALL pg aurore

kerkent ha gouloù-deiz

1931
Référence : VALL pg (dès l')aube

Ar stêrioù a red er goulou-deiz er broioù razek a zo a-serzh o fantennoù evel re ar c'haniennoù-mor: kaniennoù Stêr-Darn, Stêr-Jont, Stêr-Dourbi er C'haosoù, da skouer.

1943
Référence : TNKN p76

Ne oamp c'hoazh nemet e gouloù-deiz hor buhez, hag heklev ar c'hentelioù santel ne oa ket c'hoazh [sic] bouzaret [c'hoazh] en hor penn...

1944
Référence : EURW.1 p74

Met allas, n’o deveze ket bet c’hoazh ar paour kaezh laboused amzer da vorediñ, ma weled dija ur vorenn alaouret o skleuriñ war[-]du ar Reter evel da c’houlou-deiz, hag en ur serr-lagad e tarzhe adarre an heol na vez, ret eo krediñ, morse skuizh e broioù ’zo, hag an holl evned da darnijal ha da ganañ gwell pe well, daoust ma ne oa padet an noz nemet ul lajadig.

1954
Référence : VAZA p.172

Pieds Plats ’vat a vounte e fri e pep lec’h ha plediñ a rae gant kement tra : ur gwaz strizh ha garv anezhañ, krenañ a rae pep hini dirazañ, hag adal goulou-deiz bete serr-noz e veze klevet o vouboual hag o veogal eus an eil korn d’egile.

1954
Référence : VAZA p.84

Bemdez, kerkent ha goulou-deiz e kroge o martoloded da boanial o skarzhañ leurioù ha straedoù kêr, o lemel ar c’horfoù marv a-zindan atredoù an ilizoù, ar skolioù hag an tiez.

1954
Référence : VAZA p.95

Neb a felle dezhañ mont da Wengamp, da Sant-Brieg pe Baris [Bariz] a ranke bezañ en ti-hent-houarn pell-pell kent goulou-deiz.

1955
Référence : VBRU p.22

Da c'houloù-deiz en em gaver er porzh ha, raktal goude al lein veure, war-dro seizh eur, setu ni o tiskenn da ober hon troiad.

1985
Référence : DGBD p13

Amañ e oa teñval evel dibenn ar pardaez; aze e ruzelle ur gell don, luc'hus ha flamm, evel gouloù un tangwall iskis; hag ahont, evit ur predig, al latar o vezañ tost roget, e c'halle ur bann a c'houloù-deiz skoelf emsilañ prim etre an troellennoù froudennus.

2012
Référence : DJHMH p39

L'Office public de la langue bretonne