Télécharger les mots parents greüs gwallc'hraet ober peurc'hraet
hervez ar priz graet
un dra c'hraet eo
graet mad
graet, ha peurc'hraet
graet
graet ar stal
graer ha graet
graet an abadenn
Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »
Ur puñs kuzhet a zo war an dorgenn ; ledan eo ha don, ha graet en e bezh gant mein-benerezh.
« E Lotei, Job, ha dreist-holl, e Karreg-al-Louarn, ne vez ket graet testamantoù. »
Ha gouzout a rez penaos eo graet korf ur vaouez ? Ha gouzout a rez da betra e talv e sell ouzh an den ? Barn a rez, hep gouzout.
Bez' e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant va zonton, Pipi : + Jezuz, Mari, Jozeb + Grit en anv Doue ma tapin jiboez sof-kont. Evel[-]se bezet graet !
Graet e oa bet din mont d’am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c’hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d’am bete.
Dre ar porzhioù hag al liorzhoù a-dreñv d’an tiez e c’haloupe ar gov Pipi Berrot hag e zarbarerien, ha leuskel a raent da darzhañ an aliesañ ma c’hellent bombezennoù graet a-ratoz [a-ratozh] ganto.
Evit pezh a sell ouzh o chupenn, dibrenn e veze laosket dalc’hmat, en desped d’an teir nozelenn wriet outi, ha strizh awalc’h [a-walc’h] e-dro [endro] d’ar vandenn, tennañ a rae un tammig d’ar porpant hanter lost-pig [lost pig] e vez graet dioutañ « jaquette » e galleg, met gant pastelloù berr-berr na dapent ket pelloc’h eget foñs ar bragoù.
Ur c'hoarig, - Mari vihan a veze graet diouti, - am eus bet, met mervel a reas ar paour-kaezh krouadur a-benn un daou pe dri miz ha setu penaos ez on manet pennhêr Tremel.
Diwar neuze, gwech ebet n’eo adkroget ennon ar c’hoant pesketa, met ret eo hen anzav, ne vez ket gwelet alies strollad ul lestr[-]brezel, admiral, ofiserien hag all, regennet eus an eil penn ar pont d’egile, o klask pakañ morued gant ul linenn c’hraet war ar prim.
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
Mots précédents
Mots suivants
graet