Meuz fardet gant bouzelloù leuniet gant gwad ha lard moc'h terket a boazher en dour hag a c'hrilher goude.
Gwadegennoù a gased d'an amezeien pa lazhed ar pemoc'h.
&
Trl.
Fest ar gwadegennoù : chervad a veze graet e-skeud al lazhañ pemoc'h.
&
Trl., ent strizh
Gwadegennoù : fest ar gwadegennoù.
&
Trl.
Ober moan wadegenn, ober gwadegenn voan da goan : tremen gant nebeut-kenañ a voued.
&
Trl., dre ast.
Gwadegenn wenn : laezhegenn.
Référence :
GON.II
pg gwadégen (Nous aurons des boudins à dîner).
warc'hoazh emañ fest ar gwadegennoù
warc'hoaz éma fést ar goadégennou
1850
Référence :
GON.II
pg fést
gwadegenn
gwadégen
1850
Référence :
GON.II
pg gwadégen (Boudin, boyau rempli de sang et de graisse de porc), gwédigen
gwadegennoù
gwadégennou
1850
Référence :
GON.II
pg gwadégen (Boudin, boyau rempli de sang et de graisse de porc. Pl.)
gwadigenn
gwédigen
1850
Référence :
GON.II
pg gwadégen (Boudin, boyau rempli de sang et de graisse de porc. En Van., "gwédigen"), gwédigen (Voyez "gwadégen").
Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.
Ober moan wadegen ha beva enn he roll, zo gwell 'get morlarjez, ar c'houzoug er wakol
1867
Référence :
MGK
p7
Lavar dezhañ degas ivez gantañ Fañchon da glevet ouc’h ar gwadegennoù.
Lavar d’ezhan digas ive ganthan Fanchounn da glevet ouc’h ar goadegennou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.90
Ur sant mat-meurbet, mat-ral, hennezh ! eme ar Paluter. Hini all gwelloc’h, tad ar gwadigennoù, ar silzig hag ar rost-kandadenn.
Eur sant mat meurbed, mat ral, hennez ! eme ar Paluter. Hini all gwelloc’h, tad ar gwadigennou, ar silzig hag ar rost-kandadenn (1).
1925
Référence :
BILZ2
p.135
Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.
Ar besketerien, ac’h aio war ar mêz da werza pesked pe gregen, a skigno ar brud penôs e vo, en Kervarker, da veurz al Lard, grêt fest ar gwadigennou, en abeg eured an ôtrou.
1925
Référence :
BILZ2
p.156
Darn, paotred bajanek pe verc’hed divaoue, a grede penaos e oant bet, en gwirionez, pedet da valarjezañ, da evañ jistr, da zebriñ gwadigennoù ha rost-kandadenn.
Darn, pôtred bajanek [1] pe verc’hed divaoue [2], a grede penôs e oant bet, en gwirione, pedet da valarjea, da eva jistr, da zebri gwadigennou ha rost-kandadenn.