Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Goudor. Mont er gwarez, kaout gwarez. 2. Obererezh gwareziñ (3) ub. Reiñ gwarez ha skoazell d'ub. Kemer ub. en e warez, dindan e warez. 3. Impl. da anv unan. Tra a c'haller en em ziwall gantañ. E vazh koad a oa ur gwarez evitañ.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

gwarez

1850
Référence : GON.II pg gwarez (Abri. Protection. - Secours. Assitance).

"gwarez" g. "gwarezadur" g.

1923
Référence : SKET p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Protection".

D’ar wazed ha d’ar merc’hed bet renet gant an alc’houeder Alouda ne ve ket hor c’haout ganto hiviziken un eurvad, ur gwarez nag ur vennozh ; ur gourdrouz an hini ez eo deut da vezañ, euzhusañ reuz dioutan ! Mont kuit a renkomp.

1923
Référence : SKET p.108

Houmañ, gant he biz-meud glebiet a halo, a dresas war dal an den yaouank arouez sakr ar gwarez hag an trec’h (1).

1923
Référence : SKET p.106

Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.

1923
Référence : SKET p.82

dindan gwarez ub.

1931
Référence : VALL pg auspice

er gwarez

1931
Référence : VALL pg (à l')abri

gware

1931
Référence : VALL pg abri

gwarez

1931
Référence : VALL pg abri, aide (protection)

ti-gwarez ar soudarded

1931
Référence : VALL pg abri (du soldat)

Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerzh Ho kwarez / War ar c'haezh-mañ d'er skoazellañ / Pe e roint, hep ampellañ, / Dezhañ, herr, ar mestaol garv / En divello ha diskaro !

1960
Référence : PETO p73

Aotrou Jezuz, gant trugarez / Ma diwallit dre ho kwarez !

1960
Référence : PETO p39

Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !

1960
Référence : PETO p35

Bremañ, pa 'z on ur foeter-hent, / Gant gwarez Doue hag ar Sent, / Ez an da gantren dre ar vro.

1960
Référence : PETO p23

Abaoe 1956 eo deuet ar Marok da vezañ ur vro zizalc'h, hag unanet eo bet an div rann, an hini a oa dindan gwarez ar Frañs hag an hini a oa dalc'het gant ar Spagn.

1985
Référence : DGBD p14

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II ne oa bet kavet ar ger-mañ gant ar Gonideg nemet e geraidur ar Pelleter.

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux