Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. G. Den a warez (ub. all). Gwarezour ar re baour ha gwan. Ar c'hoved a oa dezho ur warezourez e-touez an doueed. Gwarezour al loened-ti. DHS. gward. HS. diwaller, gwarant. 2. Impl. da stn. Armerzh A denn d'ar warezouriezh, a ya a-du gant ar warezouriezh. Ar politikerezh gwarezour en doa graet berzh er Stadoù-Unanet. Lezennoù gwarezour.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Doueed gwarezourien Geltia, ar re [a] anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, din da gas va menoz da vat !

1923
Référence : SKET p.23

Gwarezour gwirion on bet da intañvezed ha da emzivaded va gouenn.

1923
Référence : SKET p.71

gwarezer, gwarezour

1923
Référence : SKET p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Protecteur".

Barnour-meur ar Bagadoù sakr, Pulluc’her ar fallakred, Kadour dihun atav, o varc’hegezh War an harzoù, tok-houarnet e benn, Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed, Hennezh e vezo an ostiziad a zeu hiziv !

1924
Référence : SKET.II p.11

Dizaon e fiziomp ennañ enor hon tiegezhioù, lealañ gwarezour ma ’z eo !

1924
Référence : SKET.II p.44

Diwar-benn nerzh gwarezus ar bleñchoù elv-gwenn (leukê), hervez ar C’hresianed, hag ar gouestlañ ganto eus ar gwez-se da Herakles, gwarezour-meur ar c’hourenourien hag ar vrezelourien, sellout Rev. arch. 1908, II, p. 180.

1924
Référence : SKET.II p.53, Notenn 1

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux