1. G.
Den a warez (ub. all).
Gwarezour ar re baour ha gwan. Ar c'hoved a oa dezho ur warezourez e-touez an doueed. Gwarezour al loened-ti.
DHS. gward.
HS. diwaller, gwarant.
2. Impl. da stn.
Armerzh
A denn d'ar warezouriezh, a ya a-du gant ar warezouriezh.
Ar politikerezh gwarezour en doa graet berzh er Stadoù-Unanet. Lezennoù gwarezour.
Doueed gwarezourien Geltia, ar re [a] anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, din da gas va menoz da vat !
Doueed gwarezourien Geltia, ar re anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, d’in da gas va menoz da vat !
1923
Daveenn :
SKET
p.23
Gwarezour gwirion on bet da intañvezed ha da emzivaded va gouenn.
Gwarezour gwirion oun bet da intanvezed ha da emzivaded va gouenn.
1923
Daveenn :
SKET
p.71
gwarezer,gwarezour
1923
Daveenn :
SKET
p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Protecteur".
Barnour-meur ar Bagadoù sakr, Pulluc’her ar fallakred, Kadour dihun atav, o varc’hegezh War an harzoù, tok-houarnet e benn, Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed, Hennezh e vezo an ostiziad a zeu hiziv !
Barnour-meur ar Bagadou sakr, Pulluc’her ar fallakred, Kadour dihun atao, o varc’hegez War an harzou, tokhouarnet e benn, Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed, Hennez e vezo an ostiziad a zeu hizio !
1924
Daveenn :
SKET.II
p.11
Dizaon e fiziomp ennañ enor hon tiegezhioù, lealañ gwarezour ma ’z eo !
Dizaon e fiziomp ennan enor hon tiegeziou, leala gwarezour ma ’z eo !
1924
Daveenn :
SKET.II
p.44
Diwar-benn nerzh gwarezus ar bleñchoù elv-gwenn (leukê), hervez ar C’hresianed, hag ar gouestlañ ganto eus ar gwez-se da Herakles, gwarezour-meur ar c’hourenourien hag ar vrezelourien, sellout Rev. arch. 1908, II, p. 180.
Diwar-benn nerz gwarezus ar blenchou elo-gwenn (leukê), hervez ar C’hresianed, hag ar gouestla ganto eus ar gwez-se da Herakles, gwarezour-meur ar c’hourenourien hag ar vrezelourien, sellout Rev. arch. 1908, II, p. 180.