I.
V.g.
A. (db. an dud, stad o c'horf, o yec'hed)
Mont gwashoc'h.
Gwashaet eo a-greiz- holl. Gwashaet eo e yec'hed.
&
Mont war washaat : dont da vezañ klañvoc'h.
Mont a ra e yec'hed war washaat.
&
(db. ur rann eus ar c'horf)
Dont war washaat : dont da vezañ gwashoc'h e stad.
Bremañ eo deuet he gar da washaat.
2. (db. ar c'hleñvedoù)
Dont da vezañ gwashoc'h.
Gwashaet eo e gleñved.
3. Dont da vezañ treutoc'h.
Gwashaet out abaoe ma labourez da noz.
B.
l. (db. an amzer a ra, ar mor)
Dont da vezañ gwashoc'h, rustoc'h.
Gwashaat a ra an avel, an amzer. Gwashaet eo ar mor.
2. (db. ar frouezh, al legumaj)
Dont da vezañ gwastet gant ur c'hleñved bnk.
Gwashaet eo an avaloù-douar.
3. (db. arvezioù ar vuhez, ar gevredigezh)
Dont da vezañ gwashoc'h.
Gwashaet eo an traoù er vro-mañ.
&
[2015] Mont war washaat : dont da vezañ gwashoc'h.
Emañ ar gernez o vont war washaat. Ar broioù paour a ya o stad war washaat.
[2015] Lakaat an enkil da vont war washaat.
C. (dirak un av.)
GWASHAAT DA : dont da ober (udb.) gwashoc'h.
Gwashaat a ra da evañ. Gwashaat d'ober glav.
HS. fallaat.
II.
V.k.e.
A.
1. (db. ar poanioù, ar c'hleñvedoù, ar santadurioù)
Lakaat (udb.) da vezañ gwashoc'h.
Ne ris nemet gwashaat ma droug.
2. (db. an dud)
Lakaat (ub.) da vezañ droukoc'h.
An afer-se ne ray nemet e washaat.
B. Dre ast.
Lavaret droug diwar-benn (ub.)
Atav e vez o washaat an dud.
DHS. drouklavaret.
ES. gwellaat.
III.
V.k.d.
Gwashaat da ub. : e lakaat da vezañ gwashoc'h.
An dra-se a washay d'e zroug.
IV.
V. dibers.
1. GWASHAAT DA UB. : dont da vezañ klañvoc'h.
Daoust ha gwashaet e vefe deoc'h ? Gwashaat a ra bemdez d'ar c'hlañvour.
2. Gwashaat d'ober glav : ober glav muioc'h.
Référence :
GReg
pg (ce malade) empire (de jour en jour)
Setu petra a washay anezhañ.
Chétu pétrâ a wasai anézhañ.
1850
Référence :
GON.II
pg gwasaat (Voilà ce qui le rendra pire).
gwashaat
gwasaat
1850
Référence :
GON.II
pg fallaat, gwasaat (Empirer, rendre ou devenir pire, plus mauvais, plus méchant, plus malade. Aggraver, rendre plus grave, plus grief).
gwashaet
gwaséet
1850
Référence :
GON.II
pg gwasaat (Empirer, rendre ou devenir pire, plus mauvais, plus méchant, plus malade. Aggraver, rendre plus grave, plus grief. Part.)
Tizhet en e galon gant ur bir askellek, / Ul labous o ouelañ war e stad truezus, / Dre ma washae dezhañ, a lavare doanius : / — « Ha ret eo e vemp-ni eus hor marv kiriek !
Tizet enn he galoun gant eur bir askellek, / Eul labouz o ouela war he stad truezuz, / Dre ma wasae d'ezhan, a lavare doaniuz : / — « Ha red eo e vemp-ni euz hor maro kiriek !
1867
Référence :
MGK
p106
gwashaat a raio ar c'hig gant an arnev
gwasaat a rei ar c'hik gand an arneuñ
1909
Référence :
BROU
p. 247 (se corrompre)
Padout, mirout, gwellaat, krouiñ eo bevañ hervez al Lezenn ; bevañ er-maez eus al Lezenn, avat, gwashaat, diskar, mont da goll, mervel !
Padout, mirout, gwellaat, kroui eo beva hervez al Lezenn ; beva er-maez eus al Lezenn, avat, gwasaat, diskar, mont da goll, mervel !
1924
Référence :
SKET.II
p.30
— Ha ma na washa ket an amzer, a lavaras ar c’habiten, a-dra-sur e kouskfomp en Perroz.
— Ha ma na wasa ket an amzer, a lavaras ar c’habiten, a dra zur e kouskfomp en Perroz.
1925
Référence :
BILZ2
p.171
gwashaat
gwasaat
1931
Référence :
VALL
pg aggraver, aller (plus mal)
mont war washaat
mont war wasaat
1931
Référence :
VALL
pg aller (plus mal)
Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare : — « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »
1944
Référence :
ATST
p.21
Dre ma teu an amzer da vezañ touforekoc'h e washa ivez al loened bihan da gregiñ ; un devezh em boa bet da c'hoari taer gant ar moui-glav, heñvel a-walc'h ouzh ar re a vez en hor geunioù e-pad an hañv o lakaat ar saout da vreskenn.
1985
Référence :
DGBD
p72
Hag an hini na vez ket gwalc'het e zaouarn dezhañ a ra gaou peogwir e lak an enkil da vont war washaat.
2015
Référence :
EHPEA
p178
Gouzout a ez, gwelloc'h e kavan bezañ e kavandenn Aretí eget enaouiñ ar skinwel. An dra nemetañ a glevan bemnoz eo emaomp o vont d'ar baz. N'on ket evit gouzañv ken e vije gwashaet an traoù atav.