I.
Doar./Stn.
1. Zo en tu all d'ub., d'udb. en abeg d'ur perzh fall bnk.
Gwazh eo eget ul loen gouez. N'eo ket gwazh din chom amañ da c'hortoz eget mont dindan an amzer.
HS. gwashoc'h.
&
Dre verr.
[1985] Gwazh da ub. : gwazh e vo dezhañ.
Gwazh d'an hini a vije bet tapet o laerezh !
[1924] Gwazh d’an hini a [veze] tapet dezhañ e viz ! Pinijenn dezhañ ha petore pinijenn ?…
[1985] Gwazh d'an hini a vez tapet dindan ur seurt barr-amzer e-touez ar gwez.
2. Bezañ gwazh a, eus udb. : bezañ koll e keñver pe geñver abalamour da se.
Ar frouezh zo bet gwazh eus ar sec'hor. Ne vin na gwell na gwazh a se.
&
Ent krenn
Piv a vo gwazh ? Ne vimp ket gwazh hag int ne vint ket gwell.
[1878] Sentet e voe outo, rak aon a yoa n’en em gavje gwazh.
3. (dirak un ak., ur rag., un adv., un islav.)
KEN GWAZH HA : ken fall ha.
Bez' eo ken gwazh hag e vreur. An amzer zo ken gwazh ha dec'h. N'int ket ken gwazh ha ma kave din.
[1877] Gwin Bernikot a yoa uzet e-feson, rak en em lakaat a rejont da evañ ker gwazh ha biskoazh [...].
[1924] N’eus forzh ! eme ar barner ; ken gwazh an hini a zalc’h ar sac’h hag an hini a laka e-barzh.
&
(dirak un ak.)
Ken gwazh : ken fall, ken divalav, ken kriz, h.a.
Ken gwazh yenijenn n'eus ket bet biskoazh.
[1878] Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all.
II.
Adv.
1. Termen a dalvez d'ober anv eus un doare zo en tu all d'udb., war an tu fall.
Eñ a lavar c'hoazh gwazh egeto.
HS. gwashoc'h.
2. (dirak un ak., ur rag., un adv., un islav.)
KEN GWAZH HA : ken fall, ken divalav ha.
Ne ran ket ken gwazh ha c'hwi. Bremañ e kouezh an erc'h ken gwazh ha biskoazh.
III.
Tr. adv.
Mont da wazh : dont da vezañ gwazh.
Mont a zrouk da wazh.
&
(a wall berzh)
Gwazh-pe-wazh, gwazh-pe-washoc'h : a-heligentañ.
Gwazh-pe-wazh e lavaront gaou. Skeiñ a raent gwazh-pe-washoc'h.
&
Gwazh-ouzh-gwazh, gwazh-àr-wazh : mui-ouzh-mui, war an tu fall.
Besteodiñ a rae gwazh-ouzh-gwazh.
&
Gwazh a se : troienn a ra ar c'homzer ganti evit diskouez e druez ouzh ub.
Gwazh a se d'an dud kaezh-se.
&
Gwazh a se, gwazh àr se : troiennoù a ra ar c'homzer ganto evit diskouez e ziseblanted.
Gwazh a se d'ar re a vo war-lerc'h an eur.
[1924] [G]oût a rae ivez penaos e vamm a oa paour, penaos n’he devoa ket a arc’hant evit prenañ dilhad. Gwazh a se ! gwazh a se !
[1925] Ma ! gwazh a se evidoc’h, evidon ivez, marteze, a respontas an aotrou.
ES. gwell.
Pegement bennak ma vez kalon an douar, hag evel-se an Ifern, hed daouzek kant lev hag hanter-c'hant diouzomp ; koulskoude an eneoù kollet
Peguement-bennac ma véz caloun an douar, hac evel-ze an jvern, hed daouzecq cant léau hac hanter-c'hant diouzomp ; couscoude an eneou collet [goa dezo] a gouëz ènhañ ê spaçz ur serr-lagad.
1732
Référence :
GReg
pg (quoique le centre de la terre, & par consequent l'enfer, soit) distant (de nous de 1250 lieuës; cependant les ames y tombent en un instant)
ned eus netra gwazh; hervez Sant Krizostom, eget ar balioù, hag ar c'hoarioù noz
ne deus netra goaçz, hervez Sant Jan Crysostom, eguet ar balyou, hag ar c'hoaryou-nos
1732
Référence :
GReg
pg bal (Saint Jean Chrisostome dit qu'il n'y a rien de plus permicieux que les bals, & les divertissements nocturnes)
gwazh
goaç
1732
Référence :
GReg
Rakskrid
donet da vezañ gwazh pe washoc'h
dônet da veza goaçz pe voaçzoc'h
1732
Référence :
GReg
pg decheoir
gwashoc'h-gwazh ez a bemdez an den-hont
goaçz-oc'h-oaçz ez a bemdez an dèn-hont
1732
Référence :
GReg
pg (cet homme) déperit (a vue d'oeil, sans esperance de retour)
Gwazh a se din ha deoc'h.
Gwâz-a-zé d'in ha d'é-hoc'h.
1850
Référence :
GON.II
pg gwâz-a-zé (Tant pis pour moi et pour vous).
gwazh
gwâz
1850
Référence :
GON.II
pg gwasoc'h, gwâz, gwasoc'h
N'eo ket gwazh eget un all.
Né két gwâz éged eunn all.
1850
Référence :
GON.II
pg gwâz, gwasoc'h (Il n'est pas pire qu'un autre).
N'eo ket gwashoc'h eget un all.
Né két gwasoc'h éged eunn all.
1850
Référence :
GON.II
pg gwâz, gwasoc'h (Il n'est pas pire qu'un autre).
Gwashoc'h-wazh ez a.
Gwâz-oc'h-wâz éz a.
1850
Référence :
GON.II
pg gwâz, gwasoc'h (Il va de mal en pis, de pis en pis).
gwazh a se
gwâz-a-zé
1850
Référence :
GON.II
pg gwâz (-a-zé)
gwazh
gwaz
1850
Référence :
GON.II
p.23, livre premier, "pire".
dallentez
dalleñtez
1850
Référence :
GON.II
pg dalleñtez ou dallédigez (Cécité, état de celui ou de celle qui est aveugle. Aveuglement, privation de la vue. Au figuré, erreur, égarement).
gwashoc'h
gwasoc'h
1850
Référence :
GON.II.HV
pg gwasoc'h (Voyez "Gwâz").
Gwazh eo ar vevenn eget ar vezherenn.
Gwâz eo ar véven égéd ar vézéren.
1850
Référence :
GON.II
pg béven (La lisière est pire que le drap).
Gwazh eo an askouezh eget ar c'hleñved.
Gwâz eo ann askouéz égéd ar c'hleñved.
1850
Référence :
GON.II
pg askouéz (La rechute est pire que la maladie).
gwazh
gwaz
1850
Référence :
GON.II
pg drouk, droug, gwal, gwasa, gwasaat, gwasauz, gwaz (Pire. Plus mauvais. Plus méchant).
gwazh a se d'an ezvezanded
gwâz a zé d'ann ezvézañded
1850
Référence :
GON.II
pg ezvézañd
Ur c'hazh paotr mat, gwazh ha ne voa tanav, Krign-migourn e anv, A zidoulle ker brav ar razhed a bep korn, Na welet anezho nag hini kamm na born, Kement en doa lakaet d'ober er bailh o lamm. An nebeud a voa c'hoazh, evit tizhout o zamm, Ne gredent mont er-maez, Gant aon na vijent gwazh.
Eur c'haz paotr-mad, goaz ha ne voa tano, Krign-migourn he hano, A zidoulle ker brao ar razed a bep korn, Na welet anez-ho nag hini kamm na born, Kement en d-oa lakeat d'ober er bail ho lamm. Ann nebeud a voa c'hoaz, evit tizout ho zamm, Ne gredent mont er meaz, Gant aoun na vijent gwaz.
1867
Référence :
MGK
p34
O flourañ ar re vras, n'ankounac'hait biken / An droug a rit d'un all, el lec'h ma n'emañ ket / Evit en em zifenn, / An droug-se warnoc'h-hu a zilammo un deiz ; / C'hoarvezout ray ganeoc'h ker gwazh ha gant ar bleiz.
O floura ar re vraz, n'ankounac'hait biken / Ann drouk a rit d'eunn all, el leac'h ma n'ema ket / Evit en em zifenn, / Ann drouk-ze war-n-hoc'h-hu a zilammo eunn deiz ; / C'hoarvezout rai gan-hoc'h ker gwaz ha gant ar bleiz.
1867
Référence :
MGK
p105-106
Diouzh klevet ar marmouz ne voe gwelet biskoazh Ur gudenn 'vel homañ, kudenn fuilhet ker gwazh.
Dioc'h klevet ar marmouz ne voe gwelet biskoaz Eur guden 'vel hou-man, kuden fuillet ker gwaz.
1867
Référence :
MGK
p36
Den ne respont adarre. — Ne leverfot ket piv oc’h ?... Gwazh a-se evidoc’h. Turk, kis... kis... kis... Ar c’hi a reas ul lamm war ar foenn ; dioc’h ar c’hwez e kavas e zen ; diskenn a reas warnezhañ en toull en doa graet...
Den ne respount adarre. — Ne leverfot ket piou hoc’h ?... Goaz aze evidhoc’h. Turk, kis... kis... kis... Ar c’hi a reaz eul lamm var ar foenn ; dioc’h ar c’houez e kavaz he zen ; diskenn a reaz varnezhan enn toull en doa great...
1877
Référence :
EKG.I.
p.139
Hag en divije gouezet n’en divije biken kredet e vijent bet ken disakret ; n’en divije ket kredet e vije deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker gwazh d’e servijerien.
Hag en diviche gouezet n’en diviche biken kredet e vichent bet ken dizakret ; n’en diviche ket kredet e viche deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker goaz d’he zervicherien.
1877
Référence :
EKG.I.
p.43
Ker buan, evel pa vije bet Doue e-unan o lavaret dezhañ e lavare gevier, e tirollas un tarzh kurun ker gwazh, ma kouezhas, gant ar stroñs, tri pe bevar maen diwar beg pignon an iliz a yoa dirazo, hanterziskaret.
Ker buan, evel pa viche bet Doue he-unan o lavaret d’ezhan e lavare gevier, e tirollaz eun tarz kurun ker goaz, ma kouezaz, gand ar strons, tri pe bevar mean divar bek pignoun an iliz a ioa dirazho, hanter diskaret.
1877
Référence :
EKG.I.
p.58
Ac’hanta, va zad, gwelet a rit eo ker gwazh, pe gwashoc’h zoken an amzer bremañ, evel pa oamp deuet en ti-mañ.
Ac’hanta, va zad, guelet a rit eo ker goaz, pe goasoc’h zoken an amzer breman, evel pa oamp deuet enn ti-man.
1877
Référence :
EKG.I.
p.58
An hu a vije bet war hol lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet gwazh ganeomp, rak n'eo ket brav kouezhañ etre daouarn kañfarted kêr.
An hu a viche bet var hor lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet goaz ganeomp, rak ne ket brao koueza etre daouarn kanfarted kear.
1877
Référence :
EKG.I.
p.67
Gwin Bernikot a yoa uzet e-feson, rak en em lakaat a rejont da evañ ker gwazh ha biskoazh ; ha goude bezañ evet, e lakejont c’hoazh boutailhadoù en o zier da vont ganto.
Guin Bernicot a ioa uzet e fesoun, rak en em lakaat a rejont da eva ker goaz ha biskoaz ; ha goude beza evet, e lakechont c’hoaz boutaillajou enn ho zier da vont gantho.
1877
Référence :
EKG.I.
p.252
Sentet e voe outo, rak aon a yoa n’en em gavje gwazh.
Sentet e oue out-ho, rak aoun a ioa n’en em gafche goaz.
1878
Référence :
EKG.II
p.146
Poan a-walc’h am eus gant va saout, rak aze, sellit, emañ ar vuoc’h vrizh hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-se, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da vezañ ker gwazh hag hi.
Poan avoualac’h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vioc’h vriz hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-ze, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da veza ker goaz hag hi.
1878
Référence :
EKG.II
p.157
Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.
Eno e oue eur jabadao ker goaz ma n’o deuz biskoaz paotred ar zabat great kement-all. Traonienn Pont Eoun a groze hag a dregerne ganto betek an aod.
1878
Référence :
EKG.II
p.147
Ker gwazh ha m’emañ aet ar bed war an tu-gin gant ar brezel ma n’eo ket souezh e vije bet unan eus hor c’henvroiz harluet betek e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.
Ker gwaz ha m’eman aet ar bed war an tu-gin gand ar brezel ma n’eo ket souez e vije bet unan eus hor c’henvroïz harluet beteg e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.
1923
Référence :
SKET
p.5
Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...
Penaos ha pe dre hent ez eo deut an danevellou diwarnan beteg ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwaz, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lïes hini all er brezel, pep roudenn anezan !...
1923
Référence :
SKET
p.5-6
— N’eus forzh ! eme ar barner ; ken gwazh an hini a zalc’h ar sac’h hag an hini a laka e-barzh.
— N’eus forz ! eme ar barner ; ken gwas an hini a zalc’h ar zac’h hag an hini a lakaa e-barz.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
Dir e galon enep an druez ; e-pad e vuhez a varner, gwelet en devoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e goñsiañs, pell amzer a oa abaoe, ne fiñve ken en e greiz ; marv e oa ar preñvig bihan-se dirak pinijennoù ken dister : un taol gwialenn !…
Dir e galon enep an drue ; e-pad e vuhe a varner, gwelet an nevoa gwaz, pegen gwaz, ha gwasoc’h c’hoaz, hag e [e] gonsians, pell amzer a oa abaoe, ne finve ken en e greiz ; maro e oa ar prenvig bihan-ze dirak pinijennou ken dister : eun tôl gwialenn !…
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)
Gwazh a se ! eme Bilzig dezhañ e-unan, gwazh a se ! kig o devo.
Gwaz a ze ! eme Bilzig d’ean e-unan, gwaz a ze ! kig o devo.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.976 (Even 1924)
Gwazh d’an hini a [veze] tapet dezhañ e viz ! Pinijenn dezhañ ha petore pinijenn ?…
Gwaz d’an hini a vije tapet d’ean e viz ! Pinijenn d’ean ha petore pinijenn ?…
N’eus forzh ! Goût a rae ar paotr penaos ne oa ket gwell faro, ne oa ket gwisket hervez ar c’hiz ; goût a rae ivez penaos e vamm a oa paour, penaos n’he devoa ket a arc’hant evit prenañ dilhad. Gwazh a se ! gwazh a se !
N’eus forz ! Goût a rê ar pôtr penôs ne oa ket gwell faro, ne oa ket gwisket herve ar c’hiz ; goût a rê ive penôs e vamm a oa paour, penôs n’he devoa ket a arc’hant evit prena dilhad. Gwaz a ze ! gwaz a ze !
Ha kaer he deus bet Izabel dizaliañ anezhañ, adstignañ a raio lasoù en girzhier Koad-Keraudren. Gwazh a se da c’honifled an Aotrou !… Ha mar gallfe gwaskañ Gargam !… Stignañ a eure e lasoù en koadoù hag el lanneier an Aotrou… Ha Gargam a c’haloupe war-lerc’h ar paotr.
Ha kaer he deus bet Izabel dizalia anean, adstigna a raio lasou en girjer Koad-Keraudren. Gwaz a ze da c’honifled an Otrou !… Ha mar gallfe gwaska Gargam !… Stigna a eure e lasou en koajou hag el lanneier an Otrou… Ha Gargam a c’haloupe war-lerc’h ar pôtr.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 45, p.1068 (Gwengolo 1924)
A wezenn da wezenn e lamm, a-gevret gant ar gwiñver, bagadoù trouzus an abana denheñvel (2), e-keit ha m’emañ o torc’hweniañ e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezho ker gwazh euzhadennoù hag ar re a vev en Afrik.
A wezenn da wezenn e lamm, a gevret gand ar gwinver, bagadou trouzus an abana denhenvel[2], e keit ha m’eman o torc’houenia e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezo ker gwaz euzadennou hag ar re a vev en Afrik.
1924
Référence :
SKET.II
p.48
— Ma ! gwazh a se evidoc’h, evidon ivez, marteze, a respontas an aotrou.
— Ma ! gwaz a ze evidoc’h, evidon ive, marteze, a respontas an ôtrou.
1925
Référence :
BILZ2
p.127
A ! me a lavar deoc’h, an ti-forn-mañ ne vo ket satanazet, pe gwazh a se e vo evit an diaoul. »
1944
Référence :
ATST
p.88
Penaos en em dennañ gant kembraeg ? Gwazh a se. Deomp atav. Ha me o tisklipañ un nebeut frazennoù, dont ‘vel ma teujent…
Penaos en em denna gant kembraeg ? Gwas a se. Deomp atao. Ha me o tisklipa eun nebeut frazennou, dont ‘vel ma teujent…
1944
Référence :
EURW.1
p.115
– « Diwallit na vefec'h gwazh a se ».
– « Diwallit na vefec'h gwas a se ».
1944
Référence :
EURW.1
p38
Gwazed didrugar, gouez ha kriz, / Dezhañ perak ober ken gwazh ?
Gwazed didrugar, gouez ha kriz, / Dezañ perak ober ken gwas ?
1960
Référence :
PETO
p79
Harzit, mar plij ! Pelloc'h ned eoc'h / Pe ar broch dir-mañ war ho led / Ho taolo prim ; gwazh a-se deoc'h.
Harzit, mar plij ! Pelloc'h ne deoc'h / Pe ar broch dir-mañ war ho led / Ho taolo prim ; gwaz a ze deoc'h.
1960
Référence :
PETO
p43
Deoc'h gwazh a-se, paotred, ma tec'h ; / D'ho kroc'hen truilh e teuo bec'h.
Deoc'h gwaz a ze, paotred, ma tec'h ; / D'ho kroc'hen truilh e teuo bec'h.
1960
Référence :
PETO
p51
Me zo ivez, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouezh hag aket hoc'h Ael-Mat, / D'ho kwareziñ er wasañ stad !
Me ' zo ive, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouez hag aked hoc'h El-Mat, / D'ho kwarezi er wasa stad !
1960
Référence :
PETO
p57
Heñvel int ouzh diaouled da welout gant o daoulagad vras deut er-maez eus o fenn, ken gwazh ha kerniel, o angelloù dreinek, unan savet a-bik war o c'hein, ha div all vihanoc'h a bep tu.
1985
Référence :
DGBD
p59
Ne felle ket dezho labourat hag, a oa gwashoc'h, ne oant ket dornet evit hen ober.
1985
Référence :
DGBD
p45
Gwazh d'an hini a vez tapet dindan ur seurt barr-amzer e-touez ar gwez ; skoachañ a ra eus e wellañ, hag e klev en-dro dezhañ ar skourroù o vreviñ, ar gwez o tiswrizienniñ hag o vont a-stok.
1985
Référence :
DGBD
p134
Ha gwazh a se neuze d'ar stourmer hag a zo en o c'hichen.
2015
Référence :
DISENT
p83
Ha penaos eta kompren an hini gwasket a glask en em zizober diouzh ar pezh a vank dezhañ ha kuitaat e ved dezhañ o laerezh an dud all? ha, war un dro, tamall ar patron bras az a gant un hent ha n'en deus ket choazet kennebeut all, hag a lak anezhañ da glask bezañ kevezusoc'h tamm-ha-tamm, da rastellat muioc'h a arc'hant gant e embregerezh, evit an dud o deus kevrannoù enni, ha gwazh a-se evit ar pezh ouzh ar gevredigezh pe an endro?
2015
Référence :
DISENT
p44
Daou vorian a zo aet e-barzh betek o c'hof hag a furch anezhe gwashañ ma c'hallont.