Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Zo en tu all d'ub., d'udb. en abeg d'ur perzh fall bnk. Gwazh eo eget ul loen gouez. N'eo ket gwazh din chom amañ da c'hortoz eget mont dindan an amzer. HS. gwashoc'h. & Dre verr. [1985] Gwazh da ub. : gwazh e vo dezhañ. Gwazh d'an hini a vije bet tapet o laerezh ! [1924] Gwazh d’an hini a [veze] tapet dezhañ e viz ! Pinijenn dezhañ ha petore pinijenn ?… [1985] Gwazh d'an hini a vez tapet dindan ur seurt barr-amzer e-touez ar gwez. 2. Bezañ gwazh a, eus udb. : bezañ koll e keñver pe geñver abalamour da se. Ar frouezh zo bet gwazh eus ar sec'hor. Ne vin na gwell na gwazh a se. & Ent krenn Piv a vo gwazh ? Ne vimp ket gwazh hag int ne vint ket gwell. 3. (dirak un ak., ur rag., un adv., un islav.) KEN GWAZH HA : ken fall ha. Bez' eo ken gwazh hag e vreur. An amzer zo ken gwazh ha dec'h. N'int ket ken gwazh ha ma kave din. [1877] Gwin Bernikot a yoa uzet e-feson, rak en em lakaat a rejont da evañ ker gwazh ha biskoazh [...]. [1924] N’eus forzh ! eme ar barner ; ken gwazh an hini a zalc’h ar sac’h hag an hini a laka e-barzh. & (dirak un ak.) Ken gwazh : ken fall, ken divalav, ken kriz, h.a. Ken gwazh yenijenn n'eus ket bet biskoazh. II. Adv. 1. Termen a dalvez d'ober anv eus un doare zo en tu all d'udb., war an tu fall. Eñ a lavar c'hoazh gwazh egeto. HS. gwashoc'h. 2. (dirak un ak., ur rag., un adv., un islav.) KEN GWAZH HA : ken fall, ken divalav ha. Ne ran ket ken gwazh ha c'hwi. Bremañ e kouezh an erc'h ken gwazh ha biskoazh. III. Tr. adv. Mont da wazh : dont da vezañ gwazh. Mont a zrouk da wazh. & (a wall berzh) Gwazh-pe-wazh, gwazh-pe-washoc'h : a-heligentañ. Gwazh-pe-wazh e lavaront gaou. Skeiñ a raent gwazh-pe-washoc'h. & Gwazh-ouzh-gwazh, gwazh-àr-wazh : mui-ouzh-mui, war an tu fall. Besteodiñ a rae gwazh-ouzh-gwazh. & Gwazh a se : troienn a ra ar c'homzer ganti evit diskouez e druez ouzh ub. Gwazh a se d'an dud kaezh-se. & Gwazh a se, gwazh àr se : troiennoù a ra ar c'homzer ganto evit diskouez e ziseblanted. Gwazh a se d'ar re a vo war-lerc'h an eur. [1924] [G]oût a rae ivez penaos e vamm a oa paour, penaos n’he devoa ket a arc’hant evit prenañ dilhad. Gwazh a se ! gwazh a se ! [1925] Ma ! gwazh a se evidoc’h, evidon ivez, marteze, a respontas an aotrou. ES. gwell.

Skouerioù istorel : 
51
Kuzhat roll ar skouerioù

gwazh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg goaz

Pegement bennak ma vez kalon an douar, hag evel-se an Ifern, hed daouzek kant lev hag hanter-c'hant diouzomp ; koulskoude an eneoù kollet

1732
Daveenn : GReg pg (quoique le centre de la terre, & par consequent l'enfer, soit) distant (de nous de 1250 lieuës; cependant les ames y tombent en un instant)

gwashoc'h-gwazh ez a bemdez an den-hont

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme) déperit (a vue d'oeil, sans esperance de retour)

ned eus netra gwazh; hervez Sant Krizostom, eget ar balioù, hag ar c'hoarioù noz

1732
Daveenn : GReg pg bal (Saint Jean Chrisostome dit qu'il n'y a rien de plus permicieux que les bals, & les divertissements nocturnes)

gwazh

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

donet da vezañ gwazh pe washoc'h

1732
Daveenn : GReg pg decheoir

gwazh

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

Gwazh a se din ha deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg gwâz-a-zé (Tant pis pour moi et pour vous).

gwazh

1850
Daveenn : GON.II pg gwasoc'h, gwâz, gwasoc'h

N'eo ket gwazh eget un all.

1850
Daveenn : GON.II pg gwâz, gwasoc'h (Il n'est pas pire qu'un autre).

N'eo ket gwashoc'h eget un all.

1850
Daveenn : GON.II pg gwâz, gwasoc'h (Il n'est pas pire qu'un autre).

Gwashoc'h-wazh ez a.

1850
Daveenn : GON.II pg gwâz, gwasoc'h (Il va de mal en pis, de pis en pis).

gwazh a se

1850
Daveenn : GON.II pg gwâz (-a-zé)

gwazh

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "pire".

gwashoc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwasoc'h (Voyez "Gwâz").

Gwazh eo ar vevenn eget ar vezherenn.

1850
Daveenn : GON.II pg béven (La lisière est pire que le drap).

Gwazh eo an askouezh eget ar c'hleñved.

1850
Daveenn : GON.II pg askouéz (La rechute est pire que la maladie).

gwazh

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug, gwal, gwasa, gwasaat, gwasauz, gwaz (Pire. Plus mauvais. Plus méchant).

gwazh a se d'an ezvezanded

1850
Daveenn : GON.II pg ezvézañd

Diouzh klevet ar marmouz ne voe gwelet biskoazh Ur gudenn 'vel homañ, kudenn fuilhet ker gwazh.

1867
Daveenn : MGK p36

O flourañ ar re vras, n'ankounac'hait biken / An droug a rit d'un all, el lec'h ma n'emañ ket / Evit en em zifenn, / An droug-se warnoc'h-hu a zilammo un deiz ; / C'hoarvezout ray ganeoc'h ker gwazh ha gant ar bleiz.

1867
Daveenn : MGK p105-106

Ur c'hazh paotr mat, gwazh ha ne voa tanav, Krign-migourn e anv, A zidoulle ker brav ar razhed a bep korn, Na welet anezho nag hini kamm na born, Kement en doa lakaet d'ober er bailh o lamm. An nebeud a voa c'hoazh, evit tizhout o zamm, Ne gredent mont er-maez, Gant aon na vijent gwazh.

1867
Daveenn : MGK p34

Hag en divije gouezet n’en divije biken kredet e vijent bet ken disakret ; n’en divije ket kredet e vije deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker gwazh d’e servijerien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

Ker buan, evel pa vije bet Doue e-unan o lavaret dezhañ e lavare gevier, e tirollas un tarzh kurun ker gwazh, ma kouezhas, gant ar stroñs, tri pe bevar maen diwar beg pignon an iliz a yoa dirazo, hanterziskaret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

Ac’hanta, va zad, gwelet a rit eo ker gwazh, pe gwashoc’h zoken an amzer bremañ, evel pa oamp deuet en ti-mañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

An hu a vije bet war hol lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet gwazh ganeomp, rak n'eo ket brav kouezhañ etre daouarn kañfarted kêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.67

Den ne respont adarre. — Ne leverfot ket piv oc’h ?... Gwazh a-se evidoc’h. Turk, kis... kis... kis... Ar c’hi a reas ul lamm war ar foenn ; dioc’h ar c’hwez e kavas e zen ; diskenn a reas warnezhañ en toull en doa graet...

1877
Daveenn : EKG.I. p.139

Gwin Bernikot a yoa uzet e-feson, rak en em lakaat a rejont da evañ ker gwazh ha biskoazh ; ha goude bezañ evet, e lakejont c’hoazh boutailhadoù en o zier da vont ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.252

Ker gwazh ha m’emañ aet ar bed war an tu-gin gant ar brezel ma n’eo ket souezh e vije bet unan eus hor c’henvroiz harluet betek e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.

1923
Daveenn : SKET p.5

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Daveenn : SKET p.5-6

Ha kaer he deus bet Izabel dizaliañ anezhañ, adstignañ a raio lasoù en girzhier Koad-Keraudren. Gwazh a se da c’honifled an Aotrou !… Ha mar gallfe gwaskañ Gargam !… Stignañ a eure e lasoù en koadoù hag el lanneier an Aotrou… Ha Gargam a c’haloupe war-lerc’h ar paotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1068 (Gwengolo 1924)

— N’eus forzh ! eme ar barner ; ken gwazh an hini a zalc’h ar sac’h hag an hini a laka e-barzh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Dir e galon enep an druez ; e-pad e vuhez a varner, gwelet en devoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e goñsiañs, pell amzer a oa abaoe, ne fiñve ken en e greiz ; marv e oa ar preñvig bihan-se dirak pinijennoù ken dister : un taol gwialenn !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Gwazh a se ! eme Bilzig dezhañ e-unan, gwazh a se ! kig o devo.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

N’eus forzh ! Goût a rae ar paotr penaos ne oa ket gwell faro, ne oa ket gwisket hervez ar c’hiz ; goût a rae ivez penaos e vamm a oa paour, penaos n’he devoa ket a arc’hant evit prenañ dilhad. Gwazh a se ! gwazh a se !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

A wezenn da wezenn e lamm, a-gevret gant ar gwiñver, bagadoù trouzus an abana denheñvel (2), e-keit ha m’emañ o torc’hweniañ e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezho ker gwazh euzhadennoù hag ar re a vev en Afrik.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Gwazh d’an hini a [veze] tapet dezhañ e viz ! Pinijenn dezhañ ha petore pinijenn ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

— Ma ! gwazh a se evidoc’h, evidon ivez, marteze, a respontas an aotrou.

1925
Daveenn : BILZ2 p.127

Penaos en em dennañ gant kembraeg ? Gwazh a se. Deomp atav. Ha me o tisklipañ un nebeut frazennoù, dont ‘vel ma teujent…

1944
Daveenn : EURW.1 p.115

– « Diwallit na vefec'h gwazh a se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p38

A ! me a lavar deoc’h, an ti-forn-mañ ne vo ket satanazet, pe gwazh a se e vo evit an diaoul. »

1944
Daveenn : ATST p.88

Me zo ivez, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouezh hag aket hoc'h Ael-Mat, / D'ho kwareziñ er wasañ stad !

1960
Daveenn : PETO p57

Harzit, mar plij ! Pelloc'h ned eoc'h / Pe ar broch dir-mañ war ho led / Ho taolo prim ; gwazh a-se deoc'h.

1960
Daveenn : PETO p43

Deoc'h gwazh a-se, paotred, ma tec'h ; / D'ho kroc'hen truilh e teuo bec'h.

1960
Daveenn : PETO p51

Gwazed didrugar, gouez ha kriz, / Dezhañ perak ober ken gwazh ?

1960
Daveenn : PETO p79

Heñvel int ouzh diaouled da welout gant o daoulagad vras deut er-maez eus o fenn, ken gwazh ha kerniel, o angelloù dreinek, unan savet a-bik war o c'hein, ha div all vihanoc'h a bep tu.

1985
Daveenn : DGBD p59

Gwazh d'an hini a vez tapet dindan ur seurt barr-amzer e-touez ar gwez ; skoachañ a ra eus e wellañ, hag e klev en-dro dezhañ ar skourroù o vreviñ, ar gwez o tiswrizienniñ hag o vont a-stok.

1985
Daveenn : DGBD p134

Ne felle ket dezho labourat hag, a oa gwashoc'h, ne oant ket dornet evit hen ober.

1985
Daveenn : DGBD p45

Ha penaos eta kompren an hini gwasket a glask en em zizober diouzh ar pezh a vank dezhañ ha kuitaat e ved dezhañ o laerezh an dud all? ha, war un dro, tamall ar patron bras az a gant un hent ha n'en deus ket choazet kennebeut all, hag a lak anezhañ da glask bezañ kevezusoc'h tamm-ha-tamm, da rastellat muioc'h a arc'hant gant e embregerezh, evit an dud o deus kevrannoù enni, ha gwazh a-se evit ar pezh ouzh ar gevredigezh pe an endro?

2015
Daveenn : DISENT p44

Ha gwazh a se neuze d'ar stourmer hag a zo en o c'hichen.

2015
Daveenn : DISENT p83

Daou vorian a zo aet e-barzh betek o c'hof hag a furch anezhe gwashañ ma c'hallont.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial