Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed."
Peurziwirheñvel eo, d'hor soñj; ha 1000 metr ne vije ket a-walc'h evit an holl ganiennoù, gwashañ zo.
En ur ger, gwashañ keben er barrez.
Gwashañ 'tra [sic "tra"], mar bez un dro bennak dastumet ha moulet va holl oberennoù, ne vo ket kavet en teskad ar pezh-se c'hoariet dirak kement a dud ur sadorn da noz, gant va mammig o wiskañ hag o tiwiskañ ar c'hoarierien.
Er mare ma komzan dioutañ, krog e oad du-hont d’enbroañ diouzh n’ouzon ket pelec’h mangousted, ul loenig un tamm brasoc’h eget ur razh ha gwashañ enebour an naered a vez taget gantañ en ur serr-lagad.
Met gwashañ tra ’oa, diskenn a raent a-wechoù betek La Palice da loveal en ul lenn anvet les Trousses, ec’hon[-]tre hag atav gwentet gant ar pevar avel, un toull daonet ma’z eus unan a-wel da aodoù Bro-C’hall.
Bez ’eus gwrac’hed hag a fell dezho ober war-dro ar re glañv ; daoust ha n’eo ket digant unan diouto am befe klevet ar c’hrennlavar-mañ : Pa vez ar boan en he gwashañ / E vez dare ar gor da ziskargañ ?
Gwashañ tra, un tammig krennañ a veze graet e pep lec’h d’am feadra : e palez Ministr an Traoù Diavaez, evit va faper tremen-hent ; e ti ar Prefed Polis evit ur skrid da ziskouez n’am boa morse na laeret, na lazhet, na pec’het e stumm all ebet a-enep d’al lezenn ; e burev Koñsul Rusia a dlee sinañ ha timbchañ va holl baperennoù, ha dreist-holl testeniañ ne oan nag un dispac’her, na – Doue da virje – ur Yuzev.
Tri breur beleg he devoa, hag aner e vije bet da washañ klakenn ar c’horn[-]bro klask abeg da deodata diwar he fenn.
D'ar gwashañ e vo skrivet war ar giton anv an embregerezh tizhet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwashañ