I.
A. Fallañ, noazusañ, poaniusañ.
Hemañ eo ar gwashañ devezh zo bet abaoe pell. Se eo ar gwashañ.
&
Eñ eo ar gwashañ : ar gwashañ paotr.
&
Hi eo ar washañ : ar gwashañ plac'h.
&
An hini gwashañ, an hini washañ : ar gwashañ, ar washañ.
&
Honnezh zo ur plac'h a 'r washañ : eus ar gwashañ, eus ar re washañ.
B. Trl.
1. (hep ger-mell dirazañ)
Gwashañ ma : ar gwashañ tra a (+ v.).
Gwashañ ma kavan eo an diouer eus ma mignon : ar gwashañ tra a gavan.
&
(hep ger-mell dirazañ)
Gwashañ pezh zo : ar gwashañ pezh zo.
Gwashañ pezh zo, he gwaz zo klañv ivez.
2. Bezañ en e washañ : en e stad washañ.
Edo an emgann en e washañ.
&
Ober gwashañ ma c'haller : ober ar gwashañ traoù a c'haller seveniñ.
Darn a wask ar re all gwashañ ma c'hallont : muiañ ma c'hallont.
&
Bremañ e ra glav gwashañ ma c'hall, diouzh e washañ : ar muiañ ma c'hall ober.
&
Dezho e vo ar gwashañ : int eo a ranko gouzañv an traoù diaesañ, poaniusañ.
&
Ar pep gwashañ : al lodenn washañ (eus udb.).
Kavout a ra din hon eus graet ar pep gwashañ.
ES. gwellañ.
II.
Dre eilp.
Gwellañ.
Ul labourerez a 'r washañ eo honnezh. Redek a rae diouzh e washañ.