Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. Fallañ, noazusañ, poaniusañ. Hemañ eo ar gwashañ devezh zo bet abaoe pell. Se eo ar gwashañ. & Eñ eo ar gwashañ : ar gwashañ paotr. & Hi eo ar washañ : ar gwashañ plac'h. & An hini gwashañ, an hini washañ : ar gwashañ, ar washañ. & Honnezh zo ur plac'h a 'r washañ : eus ar gwashañ, eus ar re washañ. B. Trl. 1. (hep ger-mell dirazañ) Gwashañ ma : ar gwashañ tra a (+ v.). Gwashañ ma kavan eo an diouer eus ma mignon : ar gwashañ tra a gavan. & (hep ger-mell dirazañ) Gwashañ pezh zo : ar gwashañ pezh zo. Gwashañ pezh zo, he gwaz zo klañv ivez. 2. Bezañ en e washañ : en e stad washañ. Edo an emgann en e washañ. & Ober gwashañ ma c'haller : ober ar gwashañ traoù a c'haller seveniñ. Darn a wask ar re all gwashañ ma c'hallont : muiañ ma c'hallont. & Bremañ e ra glav gwashañ ma c'hall, diouzh e washañ : ar muiañ ma c'hall ober. & Dezho e vo ar gwashañ : int eo a ranko gouzañv an traoù diaesañ, poaniusañ. & Ar pep gwashañ : al lodenn washañ (eus udb.). Kavout a ra din hon eus graet ar pep gwashañ. ES. gwellañ. II. Dre eilp. Gwellañ. Ul labourerez a 'r washañ eo honnezh. Redek a rae diouzh e washañ.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux