I.
Dourredenn vihan.
Gwazhioù kamm-digamm o ruilhal o doureier fresk etrezek ar mor bras. Treuziñ ar wazh war droad.
&
A-wechoù
Ur wazh-dour zo etre an daou bark. Ur wazh-red.
HS. gouer, richer, riolenn, ruzelenn.
II.
Dre ast.
1. Dourenn o redek.
Ar c'hraou a vez ur wazh ennañ.
2. San toullet en douar gant an dud da zizourañ ar pradeier, da gas dour d'ur vilin.
HS. naoz.
3. Rannyezh.
Poull kannañ.
4. Kanol-vor.
E Kigner ez eus ur wazh evit ar bagoù.
&
A-wechoù (impl. da spizad dirak mor)
Ur wazh-vor.
5. Tarzh-mor.
Na zeu ket d'an aod : erru eo an teir gwazh.
Daveenn :
GON.II
pg gwâz (Ruisseau, courant d'eau. En Vannes).
Taolit-eñ dreist ar wazh
Taolit-héñ dreist ar wâz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dreist (Jetez-le au-delà du ruisseau).
En dinaou eus ar menez ez oa ur wazh, war aod pehini edo tiig un den fur.
Enn dinaô eûz ar ménez éz oa eur waz, war aod péhini édo tiik eunn dén fûr.
1850
Daveenn :
GON.II
p.61, livre second, (Au pied de la montagne, il y avait un ruisseau, sur le bord duquel était la maisonnette d'un sage).
Menezioù a savas, eienennoù a darzhas eus donder an douar, eus tor ar menez, eus troad ar roz, hag e stankennas an dourioù diouto en izelennoù, oc’h andoniañ gwazhioù, stêrioù, lennoù-dour.
Meneziou a savas, eienennou a darzas eus dounder an douar, eus tor ar menez, eus troad ar roz, hag e stankennas an douriou diouto en izelennou, oc’h andonia gwaziou, stêriou, lennou-dour.
1923
Daveenn :
SKET
p.28
Kavet e vez eno stêrioù bras-meurbet, lennoù o trec’hiñ, e niver hag e ment, da lennoù all ar bed, hag ur maread gwazhioù ha froudoù.
Kavet e vez eno stêriou bras meurbet, lennou o trec’hi, e niver hag e ment, da lennou all ar bed, hag eur maread gwaziou ha froudou.
1923
Daveenn :
SKET
p.47
Merc’hed Tir-Manos n’o doa ket ezhomm a gelorn da vont davit dour d’ar wazh pe d’al lenn.
Merc’hed Tir-Manos n’o doa ket ezomm a gelorn da vont da vit [sic "davit"] dour d’ar waz pe d’al lenn.
1923
Daveenn :
SKET
p.76
andoniañ (gwazhioù, stêrioù)
andonia (gwaziou, stêriou)
1923
Daveenn :
SKET
p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Donner naissance (à des ruisseaux, à des rivières, en parl. de l’eau)".
Da vammenn ar wazh-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab.
Da vammenn ar waz-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.17
Evit gouzout e pelec'h emañ ar gwazhioù a vo da studiañ ar gwellañ eo, pa ne vez ket stank a-walc'h ar gwenodennoù, digeriñ boulc'hennoù eeun a-dreuz ar c'hoad.