v.k.e.
1. Kleuziañ kanoù evit dourañ pe zizourañ un dachenn.
En Azvent eo gwazhiañ ar pradoù. En tu all d'ar stêr e oa ur c'houer o wazhiañ e brad evit lakaat an dour-sav da ziskenn betek ar stêr.
2. Ent krenn
Kleuziañ kanoù evit dourañ pe zizourañ un dachenn.
Ur bonn bet diblaset o wazhiañ.
3. Dre ast.
Dourañ.
Poent eo mont da wazhiañ ar prad bihan.
HS. kanouc'hellañ.
Daveenn :
SKET
p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Arroser (en parl. d’un cours d’eau) ; faire des ruisseaux (ivez ancha, kanouc’helli)".