1. (db. an dud ha loened zo)
San ma red ha ma tered ar gwad etre ar galon ha rannoù ar c'horf.
Redek a ra ar gwad hed-da-hed ar gwazhied.
Gwazhied-kas : ma red ar gwad eus ar galon da rannoù ar c'horf.
Gwazhied-degas : ma red ar gwad d'ar galon.
&
Trl. skeud.
Kaout gwad en e wazhied : kaout imor.
Na vezañ a wad en e wazhied : bezañ dinerzh.
Bezañ ar gwad o virviñ en e wazhied : bezañ taer, prim.
Bezañ sklaset e wad en e wazhied : bezañ fromet, spontet.
&
Trl. PEMDEZ
Na redek gwad irvin, gwad panez en e wazhied : na vezañ digalon.
Dezho da ziskouez n'eo ket gwad irvin a red en o gwazhied ha d'en em sevel.
2. Ent strizh; KORF. (e furm unan pe e furm lies an unanderenn)
Sanioù ma red ar gwad d'ar galon.
Gwazhienn don ar vorzhed. Gwazhienn al lounezh. Gwazhiennoù an empenn.
DHS. talmerenn.
2. (db. an traoù)
Tres linennek teñval e liv war-c'horre udb.
Gwazhennoù ar prenn, ar roc'h. Roudennet e oa moger ar c'hev a wazhennoù liesliv. Chomet ez eus gwazhennoù fank en dilhad.
3. (db. an douar)
Gwelead hir ha strizh eus ur garregad bnk. en douar.
Ur wazhenn aour. Aze ez eus ur wazhenn vein.
HS. ruskenn.
4. (db. an dour)
Gwazh.
En em gavet e oan gant ar wazhenn zour a ziskenn eus ar vilin.
&
Ent strizh
San graet gant an den.
Ober gwazhennoù er prad.
&
Gwazhenn-vor : brec'h-vor.
5. Gwazh dindan zouar o pourvezañ ur puñs.
Ar wazhenn ne ro mui netra. Gwazhenn ar puñs kozh em boa kavet.
6. Trl.
Gwazhenn heol : bann heol.
Daveenn :
GON.II
pg gwazen (Veine, en parlant du bois, d'une carrière, d'une mine, d'une petite source d'eau qui court sous terre, etc. Rayon, trait de lumière), saézen
gwazennoù
gwazennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwazen (Veine, en parlant du bois, d'une carrière, d'une mine, d'une petite source d'eau qui court sous terre, etc. Rayon, trait de lumière. Pl.)
Gwazhenn ar c'hoad-mañ a zo kalet.
Gwazen ar c'hoad-mañ a zô kalet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwazen (La veine de ce bois est dure).
Don ez a en douar gwazhenn ar roc'h.
Doun éz a enn douar gwazen ar roc'h.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwazen (La veine du roc va profondément dans la terre).
Setu ur wazhenn heol hag a zo tomm.
Chétu eur wazen héol hag a zô tomm.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwazen (Voilà un rayon de soleil qui est chaud).