1. Dour druz diwar al listri bet gwalc'het.
&
Trl. skeud.
Bezañ lakaet e wad da dreiñ e gwelien : bezañ nec'het-tre.
2. Dre ast.
Aozadenn da voueta al loened graet diwar an dour skaotañ mesket brenn ennañ.
Hast buan kas ar varazhad welien-mañ d'ar moc'h.
[1877] P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er-maez eus an ti gant ur bailhad gwelien tomm d’e gezeg.
[1878] Kregiñ a reas en he bazh-yod en ur c’houlenn diganti evit pe rumm eus he loened e rae ar gwelien-se.
3. Dre skeud. (gant ur ster gwashaat)
Mor.
Gant ar vrumenn-mañ, n'eo ket brav bezañ war ar bannac'h gwelien-se.
P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er-maez eus an ti gant ur bailhad gwelien tomm d’e gezeg.
P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er meaz euz an ti gand eur baillad guelien tomm d’he gezek.
1877
Référence :
EKG.I.
p.135-136
Eno e kavo, kement ha ma karo, gwelien yen da evañ evit distanañ e benn.
Eno e kavo, kement ha ma karo, guelien ien da efa evit distana he benn.
1878
Référence :
EKG.II
p.162
Kregiñ a reas en he bazh-yod en ur c’houlenn diganti evit pe rumm eus he loened e rae ar gwelien-se.
Kregi a reaz enn he baz-iod en eur c’houlenn digant-hi evit pe rumm euz he loened e rea ar guelien-ze.
1878
Référence :
EKG.II
p.70
— Livirit din, maouez, emezañ, ha mat eo ho kwelien ? — Sell, tañva anezhañ, eme Janed, en ur dennañ he bazh er-maez eus ar pod, hag en ur frotañ he fenn leun a yod ouc’h barv ar soudard.
— Livirit dign, maouez, emez-han, ha mad eo ho kuelien ? — Sell, tanva anezhan, eme Jannet, en eur denna he baz er meaz euz ar pod, hag en eur frota he fenn leun a iod ouc’h baro ar zoudard.